I.
Ag. goul. (dirak un anv unan)
Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war un niverenn urzhiañ.
Ar petvet lodenn ac'h eus bet ? - an eizhvet. Evit ar petvet gwech en deus graet an dra-se ? Ar petvet deiz eus ar miz emaomp hiziv ?
II.
Tr. rag. goul.
1. AR PETVET : troienn a dalvez da lakaat ar goulenn war ub., udb. zo arouezet gant un anv gourel a glasker gouzout e niverenn urzhiañ.
Ar petvet e oa ar paotr-se ?
2. AR BETVET : troienn a dalvez da lakaat ar goulenn war ub., udb. zo arouezet gant un anv benel a glasker gouzout e niverenn urzhiañ.
Ar betvet e oa da c'hoar er skol ?
III.
Tr. adv. goul.
1. AR PETVET : troienn a dalvez da lakaat ar goulenn war un deiziad.
Ar petvet eus ar miz edomp dec'h ? Ar petvet deiz eus ar miz edomp ?
2. DA BETVET : troienn a dalvez da lakaat ar goulenn war un niverenn urzhiañ.
Da betvet edos ? da gentañ pe da eil?