I.
Adv.
1. [1659, 1732, 1943, 1985, 2012] An darn vrasañ eus an amzer e-keñver ar prantad, an niver a-wechoù a reer dave dezho, hep o menegiñ prl.
[1732] An azvent a zo peurvuiañ glavus. [1732] Peurvuiañ ez a, evel ul landreant, gant e zivrec'h a-ispilh. [1732] Peurvuiañ ez eo kredus-bras tri seurt tud ; ar vugale ; ar gwragez, hag ar gomun.
[1943] Ne c'helled ket atav kemer ur resis-skritur evel ma reer peurvuiañ e brezhoneg, kalz re ziaes e vije bet klask an anvioù war ar c'hartennoù. [1985] Diwar eñvor hepken e veze savet peurvuiañ, rak ne veze ket atav em c'herz ar paperoù o devije roet din muioc'h a sklerijenn.
[2012] Ar gudenn a oa o turiañ en ur vale oa eus ar seurt a chom peurvuiañ diziskoulm.
2. Dre ast.
[1659, 1732, 1850] Er braz eus an degouezhioù, e-keñver an darvoud a reer dave dezhañ.
[1732] An ti-se a zoug peurvuiañ gwallchañs dezhañ. [1732] Ar bourev a c'helver mestr an oberioù uhel, dre'n abeg ma ra e daolioù-micher peurvuiañ e lec'h uhel : ha skarzher ar privezioù a enver mestr an oberioù izel, abalamour ma ra e garg e lec'h izel.
[1850] An arvoriz a zo peurvuiañ brasoc'h eget an argoaderien. [1850] Gant ar blev ruz eo peurvuiañ brizhennus an dremm. [1850] An dud yaouank a zo peurvuiañ dizoan. [1850] An enezidi a zo peurvuiañ garv hag amzereat.
DHS. alies, a-wechoù.
HS. peurliesañ.
II.
Impl. da ak.
(db. un niver a dud, a draoù)
[1944] AR PEURVUIAÑ EUS : an darn vrasañ eus (elfennoù un teskad).
[1944] [N]e gomze, evel ar peurvuiañ eus an dud-a-bluenn e kement bro, nemet eus e c’hounidoù hag eus e daolioù-kaer.
[2015] Ar peurvuiañ anezhe a brenont digant tuerion.
Peurvuiañ ez eo kredus-bras tri seurt tud ; ar vugale ; ar gwragez, hag ar gomun.
Peurvuya ez eo credus-bras try seurt tud ; ar vugale, ar graguez, hac ar goumun.
1732
Référence :
GReg
pg (les enfants, les femmes, les peuples sont ordinairement fort credules)
an azvent a zo peurvuiañ glavus
an azvénd a so peurvuya glavus
1732
Référence :
GReg
pg avenu (les avens sont pluvieux)
Ar bourev a c'helver mestr an oberioù uhel, dre'n abeg ma ra e daolioù-micher peurvuiañ e lec'h uhel : ha skarzher ar privezioù a enver mestr an oberioù izel, abalamour ma ra e garg e lec'h izel
Ar Bourréau a c'helveur mæstr an oberyou-uhel ; dre'n abec ma ra e daulyou-micher peurvuyâ è leac'h uhel : ha scarzer ar privegeou a henveur mæstr an oberyou-jsel ; abalamour ma ra e garg ê leac'h-jsel.
1732
Référence :
GReg
pg (On appelle le) Bourreau (Maître des hautes Oeuvres ; parce qu'il travaille ordinairement, & principalement en hauts lieux : & le vuidangeur d'une ville, maître des basses oeuvres ; parce qu'il fait son office en bas lieux)
peurvuiañ ez a, evel ul landreant, gant e zivrec'h a-ispilh
peurvuiañ ez a, evel ul landreand, gand e zivraec'h a-ispilh
1732
Référence :
GReg
pg (il s'en va les) bras (balans, ou, les bras pendans)
peurvuiañ
peurvuyâ
1732
Référence :
GReg
pg communément (ordinairement)
[Ar] Saozon a zoug peurvuiañ rochedoù flanella.
Sauzon a zoug peurvuyâ Rochedou flanella.
1732
Référence :
GReg
pg flanelle (Presque tous les Anglois porte des chemises de flanelle.)
Gant ar blev ruz eo peurvuiañ brizhennus an dremm.
Gañd ar bléô rûz eo peûrvuia brizennuz ann dremm.
1850
Référence :
GON.II
pg brizennuz (Avec les cheveux rouges, on a ordinairement le visage lentilleux).
An arvoriz a zo peurvuiañ brasoc'h eget an argoaderien.
Ann arvôriz a zô peûrvuia brasoc'h égéd ann argoadérien.
1850
Référence :
GON.II
pg arvôrad (Les habitants des bords de la mer sont, pour la plupart, plus grands que ceux de l'intérieur des terres).
An dud yaouank a zo peurvuiañ dizoan.
Ann dûd-iaouañk a zô peûrvuia dizoan.
1850
Référence :
GON.II
pg dizoan (Les jeunes gens sont sans souci pour l'ordinaire).
An enezidi a zo peurvuiañ garv hag amzereat.
Ann énésidi a zô peûrvuia garô hag amzéréad.
1850
Référence :
GON.II
pg énésiad (Les insulaires sont ordinairement rudes et grossiers.)
peurvuiañ
peûrvuia
1850
Référence :
GON.II
pg peûrliesa, peûrvuia
Pep hini en em hastas da gempenn e fuzuilh ; an hini n’en doa ket, a yae da glask, ha kaout a rae, rak war bord ar mor, e pep ti peurvuiañ, e vez ur fuzuilh evit tennañ, e-pad ar goañv, war an houidi gouez a [z]eu, eus ar mor-don, da glask o zamm boued war an douar.
Pep hini en em hastaz da gempenn he fuzil ; an hini n’en doa ket, a iea da glask, ha kaout a rea, rak var bord ar mor, e pep ti peurvuia, e vez eur fuzil evit tenna, epad ar goan, var an ouidi gouez a deu, euz ar mor doun, da glask ho zamm boued var an douar.
1877
Référence :
EKG.I.
p.196
Ne veze peurvuiañ war e dro nemet e gloc’her ha pemp pe c’hwec’h kanfard all, a veze gantañ oc’h evañ banneoù hag o tiskouez an hent d’ar soudarded da vont da gregiñ, pa c’hellent, e beleien hag e tud vad, en tiez diwar ar maez.
Ne veze peurvuia var he dro nemed he gloc’her ha pemp pe c’houeac’h kanfard-all, a veze ganthan oc’h eva banneou hag o tiskuez an hent d’ar zoudarded da vont da gregi, pa c’hellent, e beleien hag e tud vad, enn tiez divar ar meaz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.87
Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.
Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en eur lakaat an tan war eun alumetezenn, d'an noz, er devalijen, n' an euz ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel eur vogedenn lugernuz ?... Ze a c'hoarvez peurvuian pa ve gleb an amzer ha mouest an alumetez.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
peurviañ
peurvía
1909
Référence :
BROU
p. 409 (ce mot a subi des dégradations successives : Peurvia, peuria, enfin puria)
Ha peurvuiañ ivez, paotred ar bourk, Bilzig er penn kentañ, a veze oc’h e c’hedal, hag, en ur ganañ, ec’h aent da ambroug anezhañ betek Kroaz Pennenez : "Kerjantjili barvek wenn, Galochoù bras, porpant lien".
Ha peurvuia ive, pôtred ar bourk, Bilzig er penn kenta, a vije oc’h e c’hedal, hag, en eur gana, ec’h ênt da ambroug anean betek Kroaz Pennenez : "Kerjantjili barvek wenn, Galochou bras, porpant lien".
Anez da se ?… Bara, na kig na krampouezh ne vo ket war blankenn e di, hag en tier an dud a vor peurvuiañ enne a-leizh a vugale, hir ha lemm o dent.
Anez da ze ?… Bara, na kig na krampoez ne vo ket war blankenn e di, hag en tïer an dud a vor peurvuia enne a-leiz a vugale, hir ha lemm o dent.
1925
Référence :
BILZ2
p.104
Ne c'helled ket atav kemer ur resis-skritur evel ma reer peurvuiañ e brezhoneg, kalz re ziaes e vije bet klask an anvioù war ar c'hartennoù.
1943
Référence :
TNKN
p8
Bryfdir a oa un den yen ; ne gomze, evel ar peurvuiañ eus an dud-a-bluenn e kement bro, nemet eus e c’hounidoù hag eus e daolioù-kaer.
Bryfdir a oa eun den yen ; ne gomze, evel ar peurvuia eus an dud-a-bluenn e kement bro, nemet eus e c’hounidou hag eus e daoliou kaer.
1944
Référence :
EURW.1
p.127
[Bleukata zo] Reiñ taolioù dorn sarret. Ne vez implijet, peurvuia, nemet evit an taoliou roet war-eeun hag a-benn ; direizh e vefe evit an taolioù roet o sevel an dorn d'an nec'h : neuze e vez laret "skeiñ".
[Bleukata zo] Rei taoliou dorn sarret. Ne vez implijet, peurvuia, nemet evit an taoliou roet war-eeun hag a-benn ; direiz e vefe evit an taoliou roet o sevel an dorn d'an nec'h : neuze e vez laret "skei".
1960
Référence :
PETO
p55
Diwar eñvor hepken e veze savet peurvuiañ, rak ne veze ket atav em c'herz ar paperoù o devije roet din muioc'h a sklerijenn.
1985
Référence :
DGBD
p7
Ar gudenn a oa o turiañ en ur vale oa eus ar seurt a chom peurvuiañ diziskoulm
2012
Référence :
DJHMH
p27
Pet eus an oberennoù a zo en o dastumad a zeu eus sal ar gwerzhioù a soñj dit? Ar peurvuiañ anezhe a brenont digant tuerion. An omerta n'eo ket hepken evit ar mafia, talvezout a ra ivez evit an dastumerion.