Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. 1. [1659, 1732, 1943, 1985, 2012] An darn vrasañ eus an amzer e-keñver ar prantad, an niver a-wechoù a reer dave dezho, hep o menegiñ prl. [1732] An azvent a zo peurvuiañ glavus. [1732] Peurvuiañ ez a, evel ul landreant, gant e zivrec'h a-ispilh. [1732] Peurvuiañ ez eo kredus-bras tri seurt tud ; ar vugale ; ar gwragez, hag ar gomun. [1943] Ne c'helled ket atav kemer ur resis-skritur evel ma reer peurvuiañ e brezhoneg, kalz re ziaes e vije bet klask an anvioù war ar c'hartennoù. [1985] Diwar eñvor hepken e veze savet peurvuiañ, rak ne veze ket atav em c'herz ar paperoù o devije roet din muioc'h a sklerijenn. [2012] Ar gudenn a oa o turiañ en ur vale oa eus ar seurt a chom peurvuiañ diziskoulm. 2. Dre ast. [1659, 1732, 1850] Er braz eus an degouezhioù, e-keñver an darvoud a reer dave dezhañ. [1732] An ti-se a zoug peurvuiañ gwallchañs dezhañ. [1732] Ar bourev a c'helver mestr an oberioù uhel, dre'n abeg ma ra e daolioù-micher peurvuiañ e lec'h uhel : ha skarzher ar privezioù a enver mestr an oberioù izel, abalamour ma ra e garg e lec'h izel. [1850] An arvoriz a zo peurvuiañ brasoc'h eget an argoaderien. [1850] Gant ar blev ruz eo peurvuiañ brizhennus an dremm. [1850] An dud yaouank a zo peurvuiañ dizoan. [1850] An enezidi a zo peurvuiañ garv hag amzereat. DHS. alies, a-wechoù. HS. peurliesañ. II. Impl. da ak. (db. un niver a dud, a draoù) [1944] AR PEURVUIAÑ EUS : an darn vrasañ eus (elfennoù un teskad). [1944] [N]e gomze, evel ar peurvuiañ eus an dud-a-bluenn e kement bro, nemet eus e c’hounidoù hag eus e daolioù-kaer. [2015] Ar peurvuiañ anezhe a brenont digant tuerion.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

peurvuiañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg communément

an ti-se a zoug peurvuiañ gwallchañs dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg achoppement

Peurvuiañ ez eo kredus-bras tri seurt tud ; ar vugale ; ar gwragez, hag ar gomun.

1732
Daveenn : GReg pg (les enfants, les femmes, les peuples sont ordinairement fort credules)

an azvent a zo peurvuiañ glavus

1732
Daveenn : GReg pg avenu (les avens sont pluvieux)

Ar bourev a c'helver mestr an oberioù uhel, dre'n abeg ma ra e daolioù-micher peurvuiañ e lec'h uhel : ha skarzher ar privezioù a enver mestr an oberioù izel, abalamour ma ra e garg e lec'h izel

1732
Daveenn : GReg pg (On appelle le) Bourreau (Maître des hautes Oeuvres ; parce qu'il travaille ordinairement, & principalement en hauts lieux : & le vuidangeur d'une ville, maître des basses oeuvres ; parce qu'il fait son office en bas lieux)

peurvuiañ ez a, evel ul landreant, gant e zivrec'h a-ispilh

1732
Daveenn : GReg pg (il s'en va les) bras (balans, ou, les bras pendans)

peurvuiañ

1732
Daveenn : GReg pg communément (ordinairement)

[Ar] Saozon a zoug peurvuiañ rochedoù flanella.

1732
Daveenn : GReg pg flanelle (Presque tous les Anglois porte des chemises de flanelle.)

Gant ar blev ruz eo peurvuiañ brizhennus an dremm.

1850
Daveenn : GON.II pg brizennuz (Avec les cheveux rouges, on a ordinairement le visage lentilleux).

An arvoriz a zo peurvuiañ brasoc'h eget an argoaderien.

1850
Daveenn : GON.II pg arvôrad (Les habitants des bords de la mer sont, pour la plupart, plus grands que ceux de l'intérieur des terres).

an dud yaouank a zo peurvuiañ dizoan

1850
Daveenn : GON.II pg dizoan

An enezidi a zo peurvuiañ garv hag amzereat.

1850
Daveenn : GON.II pg énésiad (Les insulaires sont ordinairement rudes et grossiers.)

peurvuiañ

1850
Daveenn : GON.II pg peûrliesa, peûrvuia

Pep hini en em hastas da gempenn e fuzuilh ; an hini n’en doa ket, a yae da glask, ha kaout a rae, rak war bord ar mor, e pep ti peurvuiañ, e vez ur fuzuilh evit tennañ, e-pad ar goañv, war an houidi gouez a [z]eu, eus ar mor-don, da glask o zamm boued war an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.196

Ne veze peurvuiañ war e dro nemet e gloc’her ha pemp pe c’hwec’h kanfard all, a veze gantañ oc’h evañ banneoù hag o tiskouez an hent d’ar soudarded da vont da gregiñ, pa c’hellent, e beleien hag e tud vad, en tiez diwar ar maez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.87

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

peurviañ

1909
Daveenn : BROU p. 409 (ce mot a subi des dégradations successives : Peurvia, peuria, enfin puria)

Ha peurvuiañ ivez, paotred ar bourk, Bilzig er penn kentañ, a veze oc’h e c’hedal, hag, en ur ganañ, ec’h aent da ambroug anezhañ betek Kroaz Pennenez : "Kerjantjili barvek wenn, Galochoù bras, porpant lien".

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

Anez da se ?… Bara, na kig na krampouezh ne vo ket war blankenn e di, hag en tier an dud a vor peurvuiañ enne a-leizh a vugale, hir ha lemm o dent.

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

Ne c'helled ket atav kemer ur resis-skritur evel ma reer peurvuiañ e brezhoneg, kalz re ziaes e vije bet klask an anvioù war ar c'hartennoù.

1943
Daveenn : TNKN p8

Bryfdir a oa un den yen ; ne gomze, evel ar peurvuiañ eus an dud-a-bluenn e kement bro, nemet eus e c’hounidoù hag eus e daolioù-kaer.

1944
Daveenn : EURW.1 p.127

[Bleukata zo] Reiñ taolioù dorn sarret. Ne vez implijet, peurvuia, nemet evit an taoliou roet war-eeun hag a-benn ; direizh e vefe evit an taolioù roet o sevel an dorn d'an nec'h : neuze e vez laret "skeiñ".

1960
Daveenn : PETO p55

Diwar eñvor hepken e veze savet peurvuiañ, rak ne veze ket atav em c'herz ar paperoù o devije roet din muioc'h a sklerijenn.

1985
Daveenn : DGBD p7

Ar gudenn a oa o turiañ en ur vale oa eus ar seurt a chom peurvuiañ diziskoulm

2012
Daveenn : DJHMH p27

Pet eus an oberennoù a zo en o dastumad a zeu eus sal ar gwerzhioù a soñj dit? Ar peurvuiañ anezhe a brenont digant tuerion. An omerta n'eo ket hepken evit ar mafia, talvezout a ra ivez evit an dastumerion.

2015
Daveenn : EHPEA p54

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial