peur
peur
En em wisket goude, e tebrjont an teir c’houistoc’henn a oa d’ezo a-zilerc’h an daouzek o doa digaset ganto. Peurbrejet dezho, en em c’houlenne Derkeia petra a c’halljent ober o-unan war an arvor-se dianav ha pe blanedenn a heuilhjent eno pa voe tennet eus he frederadenn gant he c’hoarezed oc’h estlammiñ.
Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.
peurzivi
peurzu
peurgelenn
peurzigemm
peurnevesaat
peur
peurzu
peur-
par-
parstrakal
peurvras
peurskriva
peurfurnez
peurbrezeg
per-
–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.
Ni 'zo ret dimp dioueriñ plijadurezhioù saotret an douar, stignañ ma rankomp hon holl strivoù davet ur Peurvad, mennet ivez gant Doue.
- ...Er Bed, ma paot ar Vaouez, m'emañ ar Vaouez e darempred ingal gant an Den, eo peuraes dezhi stignañ he rouedoù...
1er Prix d’Histoire, … hag all, hag all, kement ha ken bihan ma rankis gortoz ken na vije bet peurlennet roll kanfarded ar rhétorique.
Ne oa ket c’hoazh peursanket hon eor e lec’hid al lenn, ma stagas kanolioù ar c’hreñvlec’h kludet ken uhel a-us kêr da dennañ a voleadoù, ha setu ma loc’has eus ar c’hae gale meur ar roue, daou-ugent roeñvier warni, gwisket evel ar galeourien [sic] kantvedoù ’oa, pep a voned ruz war o c’hilpenn hag e[n]-dro dezho un doneg varellet kuit a vanchoù.
Adal ma voe teñval a-walc’h anezhi, e lidjomp an deiz-se el lenn vras ur gouel veneziat ar seurt n’eus ket bet gwelet e bar e Cherbourg na kent na goude, met allas kalz re bell, emichañs, e tremene hor bigi diouzh ar paourkaezh tud a beurleunie ar c’hae hag ar straedoù, an eil o vountañ hag o sachañ war egile, hag ar re, niverusoc’h c’hoazh, o devoa pignet gant mil boan war lein an torgennoù tro-dro d’ar porzh.
Fent a rae din dre ma tenne d’ar gouerien dizesk, met rok ha leun a furnezh, skeudennet gant e genvroad Tolstoï en e oberennoù ken hir ha ma ’z int peurgontrol d’ar wirionez.
Bez’ oa an deiz-se e[n]-dro dezhañ ul levitenn hir glas-du, hini greunadourien e ward, gant stolikennoù-skoaz koronal (1) ha netra warni nemet seizenn vras ar strollad a Enor a-dreuz e vruched, ha peurzisheñvel e seblante bezañ e wiskamant e-keñver d’e gerent ha d’e jeneraled hag admiraled en adreñv dezhañ, gouest da zallañ n’eus forzh piv adal ma pare an heol war o c’hroazioù, o medalennoù, an alaouradur hag an holl c’hlinkadur ma’z oant bec’hiet ganto.
N’am hoa [sic, boa] ket peurziskleriet va mennad – va Doue, hanter zoken ne oan ken ! – pa zirollas Soaz Sapeur da zifronkañ.
Ac’hanta, mont a ris d’abardaez d’an ostaleri da c’hoari kartoù, ha ne oan ket c’hoazh peurazezet ouzh taol ma tiredas gwreg an ti d’am bete, n’eo ket da c’houlenn penaos ’oa ar bed ganin, na petra ’vije diskennet din, nann da !...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
peurabil