Al leurdi, e-lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tiez-annez hag en tiez-nevedoù peurliesañ, a oa ouzh hec’h ober klerennoù prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reizh ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemet ur pezh koad en e bezh.
An troioù-saludiñ all, e-touez Kelted Iwerzhon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-sav pa zigoueze un den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzhed p’edod azezet ; ur merk azaouez hennezh ha n’oa ket kerkoulz ha sevel en e sav ; — 3° reiñ ur pok, pe peurliesañ tri a bokoù, war ar jod ; — 4° pennlinañ pe daoulinañ.
N'eur ket evit tremen hep lavarout ez eo bet treset peurliesañ an traoniennoù-se gant ar brasañ faltazi, evel m'en devefe an oberour mennet kavout, koustet a gousto, ur stêr gozh o kenderc'hel pep stêr a zo o redek bremañ war an douar, ar pezh a zo un doare-labour un tammig arvarus...
Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d' ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.
An eil skoilh bras eo ar gwazhioù-dour : un diribin vat[sic] a vez peurliesañ evit en em gavout ganto, hag a bep tu dezho e kaver un treuziad fankigelloù a vez graet "poto-poto" anezho er vro.
Amjestr e oa an diviz da gemer - pezh a oa lavarout nebeut - hag evitañ da gaout peurliesañ fiziañs ennañ e-unan, e krogas da c'hoantaat kaout ali unan all.
An enebourien n'int ket begoù figus peurliesañ, ha kelaouiñ a reont dre ar mediaoù bras.
Peurliesañ e vank kirri-tan d'ar stourmerien : teurel a reont pled ouzh an endro, stourm a reont evit digreskiñ an ekonomiezh, pe n'o deus ket arc'hant a-walc'h.
Un deiz ez eo ar c'hweluniadoù. An deiz war-lerc'h ur strollad politikel bennak. An eil antronoz, ar re oc'h engroeziñ evit kunujenniñ ar gannaded. Ar peurliesañ, ne ouzomp-ni ket ivez. Mont a reomp, en em bostañ ha gortoz penaos e troy.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
peurlipadur