Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. An darn vrasañ eus an amzer e-keñver ar prantad, an niver a wechoù a reer dave dezho, hep o menegiñ prl. Peurliesañ e tegouezhont amañ a-raok seizh eur. Da Sul e vez o vale goude merenn peurliesañ. 2. Dre ast. Er braz eus an degouezhioù, e-keñver an darvoud a reer dave dezhañ. Deskiñ a reer meur a dra digant ar gelennerien vat peurliesañ. DHS. alies, a-wechoù. HS. peurvuiañ. 3. Tr. adv. AR PEURLIESAÑ : an darn vrasañ eus an amzer. Ar peurliesañ e vane ken didrouz hag un tartouz o krignat gloan e don ar pres. Ar peurliesañ en em gave en e blom dre lonkañ ur banne hini kreñv. [1923] [H]a seul souezusoc’h eo se ma tremen ar peurliesañ ar ouenn ma ’z oant diwarni, ken a-berzh tad, ken a-berzh mamm, evit bezañ taer, feuls ha brouezus dreist ar re-all.

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

ar pezh a c'hoare peurliesañ

1732
Référence : GReg pg frequent-e

peurliesañ

1732
Référence : GReg pg communément (ordinairement)

an alanoù flaerius a zeu peurliesañ eus an dent

1850
Référence : GON.II pg alan

peurliesañ

1850
Référence : GON.II pg peûrliesa, peûrvuia

Ne vez atav e ti 'r gened / Nag ar furnezh nag ar spered ; / Ar pezh a vez peurliesañ / Eo lorc'h, fouge e-kreiz netra.

1867
Référence : MGK p77

Gwelet a reomp un draen e lagad hon nesañ, ha ne welomp an treust hon dall peurliesañ.

1867
Référence : MGK p10

Peurliesañ e kargent gwin-ardant, goude bezañ paeet, e Frañs, ar gwirioù dleet evit kas evaj er-maez eus ar vro : ur vicher e oa hounnezh.

1877
Référence : EKG.I. p.18

Al leurdi, e-lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tiez-annez hag en tiez-nevedoù peurliesañ, a oa ouzh hec’h ober klerennoù prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reizh ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemet ur pezh koad en e bezh.

1923
Référence : SKET p.64 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 64, lin. 16 eil dilinenna[ñ], e lec'h « m’az tije » kentoc’h « m’az pije»".

[H]a seul souezusoc’h eo se ma tremen ar peurliesañ ar ouenn ma ’z oant diwarni, ken a-berzh tad, ken a-berzh mamm, evit bezañ taer, feuls ha brouezus dreist ar re-all.

1923
Référence : SKET p.44

peurliesañ

1924
Référence : SKET.II p.137 « Geriadurig », "Généralement, en général".

An troioù-saludiñ all, e-touez Kelted Iwerzhon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-sav pa zigoueze un den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzhed p’edod azezet ; ur merk azaouez hennezh ha n’oa ket kerkoulz ha sevel en e sav ; — 3° reiñ ur pok, pe peurliesañ tri a bokoù, war ar jod ; — 4° pennlinañ pe daoulinañ.

1924
Référence : SKET.II p.36, Notenn 1.

Ha dre-holl ar mor, ar mor a-wechoù madelezhus, karantezus evel ur bugelig, peurliesañ rust ha dirollet.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("peurliesa" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).

Er selledoù ouzh ar ragistorvezh hag ar yezhoniezh eo e fazi peurliesañ ar skridoù savet gant diskibled Le Play, hag int ken talvoudek er feurioù all.

1924
Référence : SKET.II p.30, Notennoù

N'eur ket evit tremen hep lavarout ez eo bet treset peurliesañ an traoniennoù-se gant ar brasañ faltazi, evel m'en devefe an oberour mennet kavout, koustet a gousto, ur stêr gozh o kenderc'hel pep stêr a zo o redek bremañ war an douar, ar pezh a zo un doare-labour un tammig arvarus...

1943
Référence : TNKN p26

An eil skoilh bras eo ar gwazhioù-dour : un diribin vat[sic] a vez peurliesañ evit en em gavout ganto, hag a bep tu dezho e kaver un treuziad fankigelloù a vez graet "poto-poto" anezho er vro.

1985
Référence : DGBD p34

Amjestr e oa an diviz da gemer - pezh a oa lavarout nebeut - hag evitañ da gaout peurliesañ fiziañs ennañ e-unan, e krogas da c'hoantaat kaout ali unan all.

2012
Référence : DJHMH p47

An enebourien n'int ket begoù figus peurliesañ, ha kelaouiñ a reont dre ar mediaoù bras.

2015
Référence : DISENT p118-119

Peurliesañ e vank kirri-tan d'ar stourmerien : teurel a reont pled ouzh an endro, stourm a reont evit digreskiñ an ekonomiezh, pe n'o deus ket arc'hant a-walc'h.

2015
Référence : DISENT p85

Un deiz ez eo ar c'hweluniadoù. An deiz war-lerc'h ur strollad politikel bennak. An eil antronoz, ar re oc'h engroeziñ evit kunujenniñ ar gannaded. Ar peurliesañ, ne ouzomp-ni ket ivez. Mont a reomp, en em bostañ ha gortoz penaos e troy.

2015
Référence : EHPEA p32

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux