I.
1. (en amzer)
[1499, 1622, 1659, 1677, 1732, 1850, 1867, 1927, 1929, 1943, 1944, 1980, 1985, 2012, 2013, 2015] Lies gwech e-kerzh ar prantad-mañ-prantad.
[1499] Neb en em lez da gouezhañ alies.
[1622] Ha ret eo alies resev sakramant an aoter ? [1659] Lavaret alies. [1677] Ha ret eo reseviñ alies sakramant an aoter ?
[1732] Mont alies da hemolc'h. [1732] Evañ alies, ha nebeut bep wech. [1732] Ar personaj-hont a laka alis lavaret ne vez ket er gêr. [1732] An den-hont a ya alies da gêr guzh. [1732] An deboch kent eget an devosion a gas alies meur a hini da bardonañ. [1732] An temz eus an den a ro alies dezhañ al lusk entreze ar vis pe ar vertuz. [1732] Ober alies aktoù a c'hlac'har parfet. [1732] Neb o deus droug-skevent a grañch alies pouloudennoù gwad. [1732] Neb o deus droug-skevent a grañch alies kaouledennoù gwad.
[1850] Ar migorn a zeu alies da askornañ. [1850] Ar vugale vihan hag ar gozhidi a vabouz alies. [1850] Alies eo darvezet kement-se din. [1850] E vab a zigousk alies. [1850] N'en gweler ket alies dic'houriz. [1850] Diskredik eo abaoe ma eo bet touellet ken alies. [1850] Droug-penn he deus alies. [1850] Ret eo e weladenniñ aliesoc'h. [1850] Mezevenniñ a ra alies. [1867] Gant meuleudioù ne chomer bev. Alies siwazh. [1867] Dre varvailhoù alies e teu da galz a dud mui a skiant, a furnezh, evit klevet prezeg, evit lenn levrioù kaer. [1867] Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol.
[1929] Ul laouenanig, un droc'hanig hag ur voc'hruzig a zeue alies d'hor gweladenniñ, rak boas oamp da deurel bruzun bara dezho, d'an evnedigoù drant-se. [1944] En Hellegoad e veze alies leinoù gras a veze pedet dezho ar perc'henned enorusañ eus a Volazeg, a Blourac'h, a Galanner, zoken a Gallag ; beleien a zaremprede niverus ti Fañch Roparzh en askont d'ar verc'h henañ Anna a oa desket bras, hag a oa plac'h a relijion. [1944] Diskard mat a-walc'h e oan, plijout a raen d'an Aotrou Bouder kenañ : alies e teue du-mañ da ober kaoz gant ma c'herent, ha da gas dezho ma notennoù. [1980] Kas gwenneien deomp, deomp da c'hellout lakaat Bremañ da zont er-maez, aliesoc'h-aliesañ. [1985] Asantiñ a ris mont daoust ma ne ouien ket kaer e pelec'h e kouezhjen, rak d'ar mare-se n'eo ket alies eo e veze klevet komz eus ar vro-se.
[2012] P'en em gave gant mignoned, ha pa veze ar gwir d'e c'hrad, e pare en e zaoulagad un dra bennak denek-meurbet ; un dra na dizhe morse ober hent dre e gomzoù evit gwir, met a anade n'eo ket hepken en eztaolioù mut a weler war zremm an den en deus koaniet mat, hogen dreist-holl hag aliesoc'h dre oberoù e vuhez. [2013] Ar gweladenner a vremañ p'en devez bountet war an nor-dal ha pa ra e selladenn gentañ ouzh steudad an nev hag ar chantele a daol pled kentizh ouzh ar mell gwariadur a zo da bennahel an iliz met alies-kaer e tremen e evezh e-biou an diforc'hioù niverus a zo etre an daou brantad sevel. [2015] N'eo ket dav bezañ paranoiak evit-se, evel ma vez gwelet alies er metoù a-enep ar sistem.
&
[1732] Alies-meurbet, [1732] alies-bras, [1732] lies-bras : en un doare stank, ingal.
2. Tr. adv.
[1732] Ken alies.
Ken alies ha bemdez : bemdez-resis, hep faziañ gwech ebet.
Amañ e vezont ken alies ha bemdez.
&
[1732, 1877] Ken alies a wech, [1732, 1877] ken alies gwech : bep taol.
[1877] Ken alies gwech, emezi, m’her c’hleven oc’h anzav e feiz hag o krial : idolatriaj ! idolatriaj ! e kave din e neue va c’halon en ur mor a zudi [...].
&
An aliesañ ar gwellañ : an aliesañ ma c'haller.
&
(en e furm vihanaat)
Aliesoc'hik : un tammig aliesoc'h.
&
[1732, 1878] Alies a wech : lies gwech.
[1732] Terzhienn a grog alies a wech en un deiz ; pe [terzhienn a grog] ur wech bep pemp pe c'hwec'h deiz.
[1878] [...] ar groaz vaen a yoa eno, hag em boa dirazi ken alies a wech lamet va boned.
Alies a wech em eus bet graet an dra-se. Ken alies a wech e lavare ar skolaer an dra-se ma'm eus dalc'het mat soñj anezhañ .
3. Dre ast.
[1732] E lies degouezh.
[1732] Alies er lavaran, kalz a dalv va lavar : / « Debr hag ev ! »
II.
A.
1. (goude "ken²" heuliet gant an ar. "a" hag un anv unan pe lies)
Kement.
Goude bezañ touellet ken alies a zen e tec'has kuit diouzh ar vro : goude bezañ touellet kement a dud.
Amañ ez eus ken alies a zor ma ne oar ket an den dre belec'h mont ken.
Ken alies a dra a c'hoarvez ! : kement a draoù a c'hoarvez !
Bez' en deus ken alies a vignon hag a zen zo o chom er gêriadenn-se : kement a vignoned hag a dud o chom er gêriadenn-se.
Evit ken alies a vadelezhioù e tlefent bezañ trugarekaet.
2. Tr. adv. (dirak an ar. "a" heuliet gant un anv lies)
Evel ken alies : troienn a dalvez da sevel ur geñveriadenn.
Lugerniñ a rae ar c'hlogorennoù evel ken alies a heolioùigoù : evel pa vijent heolioùigoù.
B. (en e zerez uheloc'h, uhelañ)
1. Aliesoc'h a hini : muioc'h a dud.
Aliesoc'h a hini a varv er gêr eget war vor.
2. Aliesañ : ar muiañ.
Ar pezh a ra aliesañ poan din eo dre ma'z on klañv.
III.
Tr. stl. isur.
[1732] Ken alies gwech ha ma, ken alies a dro ma : ken lies gwech ma.
[1732] Ken alies gwech ma er gwelan. [1732] Ken alies gwech ma welan anezhañ.
Hor saludiñ a ra ken alies a dro ma kej ouzhimp.
&
[1732] Ken alies + v. ... ma + v.
[1732] Ken alies ez a ar pod d'ar feunteun, ma teu er fin da derriñ.
IV.
Impl. da ak.
Ken alies : kement.
An deizioù a dremen zo o c'hen alies a gammed a rit etrezek ho pez.
34. Lavaret a raed ivez penaos un den devot bras d'an itron santez Katell, peheni he galve alies en e sikour evit-se[,] dre spas amzer ez vihanos e zevosion, hevelep ma sesas en holl he fidiñ.
34. Lauaret a gread yuez penaux vn den deuot bras dan itron sanctes Cathell peheny he galue alyes en esicour euitse dre spacc amser ez bihanos e deuotion, heuelep ma cessas an oll he pidy,
1576
Daveenn :
Cath
p26
Ha ret eo a lies receu Sacramant an Auter ? Ha ret eo alies resev sakramant an aoter ?)
1622
Daveenn :
Do.
p44
alies
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg souuent
alies
a liés
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg a liés
lavaret alies
lauaret alies
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg redire
M. Ha ret eo reseviñ alies sakramant an aoter ? D. Ya, abalamour ma hon unis hag hor c'hoñjoent gant Doue, ouzh hor prezerviñ diouzh pec'hed, hag o komunikañ ouzhomp kalz a zonezonoù hag a c'hrasoù all.
M. Ha ret eo recevi aliès Sacramant an Auter? D. Ya, à balamour ma hon uniss ac hor c'honjoint gant Doué, ous hor preservi dious pec'het, hag o communiqua ouzomp cals à donæsonnou ac à c'hraçou all.
1677
Daveenn :
Do.
p45
alies
alyès
1732
Daveenn :
GReg
pg fois (Plusieurs fois.)
lies
lyès
1732
Daveenn :
GReg
pg fois (Plusieurs fois.)
alies a wech
alyès a vech
1732
Daveenn :
GReg
pg fois (Plusieurs fois.)
ken alies
qen alyès
1732
Daveenn :
GReg
pg fois (Tant de fois, si souvent.)
ken alies a wech
qen alyès a veach
1732
Daveenn :
GReg
pg fois (Tant de fois, si souvent.)
Ken alies gwech ma er gwelan.
Qen alyès guëach ma èr guëllañ.
1732
Daveenn :
GReg
pg fois (Toutes les fois que je le vois.)
resevet alies ar sakramañchoù
recevet alyès ar Sacramanchou
1732
Daveenn :
GReg
pg frequenter (Frequenter les Sacremens, pp.)
Neb o deus drouk-skevent a grañch alies kaouledennoù gwad.
Nep o deus droucq-sqevend a grainch alyès cauledennou goad.
1732
Daveenn :
GReg
pg grumeau (Les poumoniques crachent souvent des grumeaux de sang.)
pas alies
pas alyès
1732
Daveenn :
GReg
pg guere (Pas guères souvent.)
alies a wech
alyès a veach
1732
Daveenn :
GReg
pg frequemment
Neb o deus droug-skevent a grañch alies pouloudennoù gwad.
Nep o deus droucq-sqevend a grainch alyès pouloudennou goad.
1732
Daveenn :
GReg
pg grumeau (Les poumoniques crachent souvent des grumeaux de sang.)
Nepred ne vank deomp ar c'hras eus a Zoue, hogen ni a vank alies dezhi, siwazh deomp !
Nepred ne vancq deomp ar c'hraçz eus a Zouë, hoguen ny a vancq alyès dézy, siouaz deomp!
1732
Daveenn :
GReg
pg grace (La grace ne nous manque jamais, mais nous manquons souvent à la grace.)
mont alies da hemolc'h
mont alyes da hemolc'h
1732
Daveenn :
GReg
pg aller
evañ alies, ha nebeut bep wech
eva alyes, ha neubeud bep veach
1732
Daveenn :
GReg
pg beuvoter (ou bûvoter, boire souvent, mais à petits coups)
ken alies ez a ar pod d'ar feunteun, ma teu er fin da derriñ
qen alyes ez a ar pod da'r feunteun, ma teu èr fin da derri
1732
Daveenn :
GReg
pg briser (tant va la cruche à l'eau, qu'enfin elle se brise)
resev alies ar sakramañchoù
receo alyès ar Sacramanchou
1732
Daveenn :
GReg
pg frequenter (Frequenter les Sacremens.)
ar personaj-hont a laka alies lavaret ne vez ket er gêr
ar persounaich-hont a lacqa alyès lavaret ne véz qet èr guaer
1732
Daveenn :
GReg
pg (cet homme se fait souvent) celer
an den-hont a ya alies da gêr guzh
an den-hont a ya alyès da guaer-guz
1732
Daveenn :
GReg
pg (cet homme se fait souvent) celer
tostaet alies ouzh ar sakramañchoù
tausteët alyès ouc'h ar Sacramanchou
1732
Daveenn :
GReg
pg frequenter (Frequenter les Sacremens, pp.)
an deboch kent eget an devosion a gas alies meur a hini da bardonañ
an dibauch qent eguid an devocion a gaçz alyès meur a hiny da bardouna
1732
Daveenn :
GReg
pg (aux pelerinages on dépense plus de vin que de) cire
an temz eus an den a ro alies dezhañ al lusk entreze ar vis, pe ar vertuz
an témps eus an dèn a ro alyès dezâ al lusq èntreze ar viçz, pe ar vertuz
1732
Daveenn :
GReg
pg (le vice & la vertu dependent en partie de notre) complexion
tostaat alies ouzh ar sakramañchoù
taustaat alyès ouc'h ar Sacramanchou
1732
Daveenn :
GReg
pg frequenter (Frequenter les Sacremens.)
ar pezh a c'hoari alies a wech
ar pez a c'hoare alyès a veach
1732
Daveenn :
GReg
pg frequent-e
ober alies aktoù a c'hlac'har parfet
ober allyes actou a c'halc'har[sic] parfed
1732
Daveenn :
GReg
pg (faire souvent des actes de) contrition
Ken alies a boullad lezr, ken alies a gant skoed
Qen alyès a boullad lezr, qen alyès a gant sqoèd.
1732
Daveenn :
GReg
pg fosse (Chaque fosse pleine de cuir vaut cent écus.)
alies-bras
alyès bras
1732
Daveenn :
GReg
pg fort-e (Fort souvent.)
'lies-bras
lyès bras
1732
Daveenn :
GReg
pg fort-e (Fort souvent.)
terzhienn a grog alies a wech en un deiz ; pe [terzhienn a grog] ur wech bep pemp pe c'hwec'h deiz.
terzyenn a grog alyes a veaich èn un deiz ; pe [terzyenn a grog] ur veach bep pemp pe c'huëc'h deiz.
Daveenn :
GON.II
p.92, livre second, « On ne vous trouve pas souvent chez vous ».
Bet on en e di ken alies ha c'hwi.
Béd ounn enn hé dî kenn aliez ha c'houi.
1850
Daveenn :
GON.II
p.93, livre second, "J'ai été chez lui aussi souvent que vous".
Ho paotred a skuizhot oc’h o c’has re alies en hent.
Hô paotred a skuizod oc’h hô c’hâs ré aliez en heñd
1850
Daveenn :
GON.II
p.68
Hi pehini a oa ker kre a-raok, a vez klañv alies bremañ.
Hi péhini a oa ker kré araok, a véz klañv aliez bremañ.
1850
Daveenn :
GON.II
p.73 (Elle qui était si forte auparavant, est souvent malade à présent).
Alies ez an war ar maez.
Aliez éz ann war ar méaz.
1850
Daveenn :
GON.II
p.80
Dont a ra alies d'am zi.
Doñd a ra aliez d'am zî.
1850
Daveenn :
GON.II
pg aliez (Il vient souvent chez moi).
Dre varvailhoù alies / E teu da galz a dud mui a skiant, a furnezh, / Evit klevet prezeg, evit lenn levrioù kaer.
Dre varvaillou aliez, / E teu da galz a dud mui a skiant, a furnez / Evit klevet prezeg, evit lenn levriou kaer.
1867
Daveenn :
MGK
p4
— « Hast a-fo, va mignon, berr eo deiz ar bed-mañ / Alies er lavaran, kalz a dalv va lavar : / « Debr hag ev ! » — « Ya ! » — « Pegoulz ? » — « Warc'hoazh e rin hep mar. »
— « Hast affo, va mignoun, berr eo deiz ar bed-ma / » Aliez her lavarann, kalz a dalv va lavar : / » Debr hag ef ! » — « Ia ! » — « Pe goulz ? » — « Warc'hoaz e rinn hep mar. »
1867
Daveenn :
MGK
p96
Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi o lavaret "Ur c'haner eo" ! Gant meuleudioù ne chomer bev. Alies siwazh.
Ar pintik keaz, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebed ; hag o klevet ker brao dudi, ann holl a rea he veuleudi, o lavaret : Eur c'haner eo ! Gant meuleudiou ne choumer beo. Aliez siouaz !
1867
Daveenn :
MGK
p22
Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.
Ouz ar mojennou-man en doa dudi; sellet a rea aliez ouz ar re anezho en doa troet e gallek, pa oa er skol; he levrik zo-ken a gase gant-han d'he bark, ha pa oa dilabour, hen tenne dioc'h e c'hodel, hag ez ea a gostez d'he lenn dindan eur wezenn-bennag : ken a lekeaz enn he benn trei lod anezhan e brezoneg.
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid VI
Abalamour da se [e] oant deuet diouc’h ar mintin da reiñ skoazell d’ar venec’h paour o doa o sikouret ken alies a wech en o dienez.
Abalamour da ze oant deuet diouc’h ar mintin da rei skoazel d’ar venec’h paour o doa ho zikouret ken aliez a veach enn ho dienez.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.48
« Ken alies gwech, emezi, m’her c’hleven oc’h anzav e feiz hag o krial : idolatriaj ! idolatriaj ! e kave din e neue va c’halon en ur mor a zudi, hag em boa c’hoant da vezañ bet en e gichen, krog en e vrec’h, hor bugale en-dro deomp.
« Ken aliez gueach, emezhi, m’her c’hleven oc’h anzao he feiz hag o krial : idolatriach ! idolatriach ! e kave dign e neue va c’haloun enn eur mor a zudi, hag em boa c’hoant da veza bet enn he gichenn, krog enn he vreac’h, hor bugale enn dro d’eomp.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.186
Alies, pa vez graet ar pae d’ar Sadorn, e chomer c’hoazh un hanter [z]ervezh hep ober netra, evit bezañ prest marteze da ober ur c’horfad d’ar Sul.
Aliez, pa vez great ar pae d’ar zadorn, e chommer c’hoaz eun hanter-dervez eb ober netra, evit beza prest marteze da ober eur c’horfad d’ar zul.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.64
Koulskoude n’eo ket Yann Pennorz eo an hini a bed alies evit ar sitoianed ; mes en dro-mañ, evel a lavaran deoc’h, o doa graet vad din, hag ur wech n’eo ket atav eo.
Koulskoude ne ket Ian Pennors eo an hini a bed aliez evit ar zitoyaned ; mez enn dro-man, evel a lavaran d’eoc’h, o doa great vad dign, hag eur veach ne ket atao eo.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.31
— Ni a raio eveldoc’h, eme ur vandenn dud yaouank. — Ne fell ket din hoc’h aliañ re, rak gouzout a ran e vezo poan. Aliesoc’h marteze e rankimp kousket er-maez, e-touez al lann, eget en un ti, etre div liñser.
— Ni a raio eveldoc’h, eme eur vandenn dud iaouank. — Ne fell ket dign oc’h alia re, rak gouzout a ran e vezo poan. Aliesoc’h marteze e rankimp kousket er meaz, etouez al lann, eget enn eun ti, etre diou linser.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.6-7
Evelato, er C’hroazhent, dirak ar maner, ne gavis ken en he sav ar groaz vaen a yoa eno, hag em boa dirazi ken alies a wech lamet va boned.
Evelato, er C’hroaz-Hent, dirag ar maner, ne gaviz ken enn he za ar groaz vean a ioa eno, hag em boa diraz-hi ken aliez a veach lammet va boned.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.37
Alies an hini gozh a vije azezet o tishilhañ kanab, hag an Ao. Vianney a dostae outi, war begoù e voutoù, evit lakat en he barlenn ar pezh a vije gantañ.
Aliez an hini goz a vije azezet o tissilla kanab, hag an Aot. Vianney a dostae outhi, var begou he voutou, evit lakad en he barlen ar pez a vije ganthan.
1907
Daveenn :
PERS
p104
(1) [...] Kouronkañ pe gibellañ a-gevret (paotred ha merc’hed) a veze graet alies-kaer ha dre-holl e Bro-C’hall er Grennamzer.
(1) [...] Kouronka pe gibella a-gevret (paotred ha merc’hed) a veze graet alïes-kaer ha dre-holl e Bro-C’hall er Grenn-amzer.
1923
Daveenn :
SKET
p.53
— Ur martolod, Salver Jezuz ! a chale ar vamm. Hag aliesoc’h eget bemdez, Janedig a gleve ar memes pater.
— Eur martolod, Salver Jezuz ! a jale ar vamm. Hag alïesoc’h eget bemde, Janedig a gleve ar memes pater.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.150
Ha, ken alies gwech ha ma teuas d’ar c’hastell, e welas Janedig en e kichen, ha ne oa ket bet pell o c’hoût piv a oa ar plac’hig koant-se.
Ha, ken alïes gwech ha ma teuas d’ar c’hastell, e welas Janedig en e kichen, ha ne oa ket bet pell o c’hoût piou a oa ar plac’hig koant-se.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.153
Moustrañ a rae, tre ma c’halle, war e imor : a-wechoù e v[ez]e gonidek, aliesoc’h trec’het.
Moustra a rê, tre ma c’halle, war e imor : a-wechou e vije gonidek, alïesoc’h trec’het.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.178
alies
alïes
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg alïes (souvent)
Ul laouenanig, un droc'hanig hag ur voc'hruzig a zeue alies d'hor gweladenniñ, rak boas oamp da deurel bruzun bara dezho, d'an evnedigoù drant-se.
Eul laouenanig, eun droc'hanig hag eur voc'hruzig a zeue alïes d'hor gweladenni, rak boas oamp da deurel bruzun bara d'ezo, d'an evnedigou drant-se.
1929
Daveenn :
SVBV
p6
Pep lestr moroniezh a vez bremañ en e vourzh ur seurt ardivink, hag e c'hell evel-se sontañ kalz aliesoc'h eget ne raed gant ar plom.
1943
Daveenn :
TNKN
p12
Alies ez an da Sant-Weltas, hag e pignan war c'horre an Dosenn.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.211
Gant Viktor de Kerangwe, Emil Fichet, Jozeb Ollivier, Leon an Ozhac’h, ha Lukas (eus Benac’h), ez aen da vale an aliesañ.
Gant Viktor de Kerangwe, Emil Fichet, Joseb Ollivier, Leon an Ozac’h, ha Lucas (eus Benac’h), ez aen da vale an aliesa.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.196
Lod eus ma c'hendiskibien a veze sachet ken alies war o skouarn dehoù, ken na oa hanter-zistaget diouzh o fenn, ha deuet evel ul loa.
Lod eus ma c'hendiskibien a veze sachet ken alies war o skouarn dehou, ken na oa hanter-zistaget diouz o fenn, ha deut evel ul loa.
1944
Daveenn :
EURW.1
p22
Diskard mat a-walc'h e oan, plijout a raen d'an Aotrou Bouder kenañ : alies e teue du-mañ da ober kaoz gant ma c'herent, ha da gas dezho ma notennoù.
Diskard mat a-walc'h e oan, plijout a raen d'an Aotrou Bouder kenañ : alies e teue dumañ da ober kaoz gant ma c'herent, ha da gas d'ezo ma notennou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p20
En Hellegoad e veze alies leinoù gras a veze pedet dezho ar perc'henned enorusañ eus a Volazeg, a Blourac'h, a Galanner, zoken a Gallag ; beleien a zaremprede niverus ti Fañch Roparzh en askont d'ar verc'h henañ Anna a oa desket-bras, hag a oa plac'h a relijion.
En Hellegoad e veze alies leinou gras a veze pedet d'ezo ar perc'henned enorusa eus a Volazeg, a Blourac'h, a Galanner, zoken a Gallag ; beleien a zaremprede niverus ti Fanch Roparz en askont d'ar verc'h hena Anna a oa desket bras, hag a oa plac'h a relijion.
1944
Daveenn :
EURW.1
p13
Ar c’hirri-dre-dan pa zegouezh dezho dont betek amañ a zo risklus dezho redek buanoc’h eget an dud ; setu perak ne vez ket gwelet al liv anezho gwall alies : d’an deiz kentañ eus ar bloaz, da sul Fask [Sul-Fask] ha d’ar sulvezh diwezhañ a viz [G]wengolo, deiz ar pardon bras.
1944
Daveenn :
ATST
p.10
An diaoul kentañ. — « Alies, gwall alies hoc’h eus manket d’an oferenn. »
1944
Daveenn :
ATST
p.57
Roperh er Mason : "Karet eo Enez ar rod gant ma bugale hag o mignoned, ar pezh a ziskouez e kaver diouzh sour, er romant-se, ar faltazi virvidant hag ar vuhez puilh a blij d'ar re yaouank hag a ra diouer ken alies d'ar re gozh.
1949
Daveenn :
KABA
p. 4
'Lies vo du da staon / Gant ar sec'hed, an naon, / Da gerc'henn barr gant skrij hag aon / Da galon sempl spouronet-holl.
'Lies vo du da staon / Gant ar sec'hed, an naon, / Da gerc'henn barr gant skrij hag aon / Da galon sempl spouronet holl.
1960
Daveenn :
PETO
p21
Seurt tra alies a goust ker : / Ma c'hrediñ ' c'hellez war ma ger.
Seurt tra alies a goust ker : / Ma c'hredi ' c'hellez war ma ger.
1960
Daveenn :
PETO
p52
Kas gwenneien deomp, deomp da c'hellout lakaat Bremañ da zont er-maez, aliesoc'h-aliesañ.
1980
Daveenn :
BREM
Niv. 1, p. 2
Asantiñ a ris mont daoust ma ne ouien ket kaer e pelec'h e kouezhjen, rak d'ar mare-se n'eo ket alies eo e veze klevet komz eus ar vro-se.
1985
Daveenn :
DGBD
p6
P'en em gave gant mignoned, ha pa veze ar gwir d'e c'hrad, e pare en e zaoulagad un dra bennak denek-meurbet ; un dra na dizhe morse ober hent dre e gomzoù evit gwir, met a anade n'eo ket hepken en eztaolioù mut a weler war zremm an den en deus koaniet mat, hogen dreist-holl hag aliesoc'h dre oberoù e vuhez.
2012
Daveenn :
DJHMH
p9
Ar gweladenner a vremañ p'en devez bountet war an nor-dal ha pa ra e selladenn gentañ ouzh steudad an nev hag ar chantele a daol pled kentizh ouzh ar mell gwariadur a zo da bennahel an iliz met alies-kaer e tremen e evezh e-biou an diforc'hioù niverus a zo etre an daou brantad sevel.
2013
Daveenn :
LLMM
Niv. 399, p. 15
N'eo ket dav bezañ paranoiak evit-se, evel ma vez gwelet alies er metoù a-enep ar sistem.
2015
Daveenn :
DISENT
p87
Alies e rez da benn da-unan ha ne vern dit an darbodoù a lezez war da lerc'h.