Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A bad da viken pe bell-kenañ. Ur gevredigezh peurbadus. Ar stered peurbadus. 2. RELIJ. Peurbadel (2). An Tad peurbadus.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

peurbadus

1850
Daveenn : GON.II pg peûr (-baduz)

Un tad-kozh ez oa-eñ, leun a vadelezh, o dieube diouzh o c’horf aet teuc’h ha kozh, d’o gwiskañ en ur c’horf nevez, peurbadus ar yaouankted, ar gened hag an nerzh anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.70-71

peurbad, peurbadel, peurbadus

1923
Daveenn : SKET p.188, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Éternel".

Penaos kompren ur seurt lodenn sial e-kreiz ar Meurvor peurbadus ?

1943
Daveenn : TNKN p90

Rak un aezhenn beurbadus a frankiz a c'hournij a-us da Garnoed, pignet war un dosenn frank, a skub an avel anezhi hañv-goañv, hag a weler diwarni pemp lev tro-dro.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Emañ an avel viz, avel peurbadus trovan ar C'hrank, ouzh hor buntañ dirazañ ; ha ne adkaver mui en tu-hont da gCasablanca ar mor glas-teñval a oa dirak genoù ar Mor Kreiz, glas ha brizh eo avat evel en hor bro.

1985
Daveenn : DGBD p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial