Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. A bad pell. Un emgann padus. Labour start ha padus. An dud a glask ober traoù padus. 2. Peurbadus. N'eus netra padus war an douar. ES. berrbad, dibad. II. 1. (db. al loened) Start ouzh al labour, ar striv. Ur marc'h padus. 2. (db. an traoù) Start. Gwrioù padus. ES. bresk. 3. (db. an delioù) Nad eont ket holl diwar o skourroù war un dro, en doare ma chom atav glas ar gwez.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

padus

1499
Daveenn : LVBCA p155 (longuement durand)

padus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg constant, perdurable

padusañ

1732
Daveenn : GReg pg constant (qui a l'esprit ferme & inébranlable)

stad padus

1732
Daveenn : GReg pg consistence

padus

1732
Daveenn : GReg pg constant (qui a l'esprit ferme & inébranlable), durable, (qui est de) durée

padusoc'h

1732
Daveenn : GReg pg constant (qui a l'esprit ferme & inébranlable)

padusat

1732
Daveenn : GReg pg constant (qui a l'esprit ferme & inébranlable)

padus

1732
Daveenn : GReg pg continuel (elle)

padus

1850
Daveenn : GON.II pg paduz

Ar garantez, 'vel Doue, a zo hir ha padus, / D'ar galon n'eus tra koulz, n'eus netra ker yac'hus.

1867
Daveenn : MGK p50

Kargoù all padus ar Gorsedd a zo : 2° - Drouiz eilrener, 3° - Arouezvarzh, 4° - Privarzh (douger uhelvarr, ha gwisker ar Varzhed), 5° Privovez, 6° Douger banniel, 7° - Douger kleze, 8° Douger korn-boud, 9° - Douger korn hirc'hlas.

1909
Daveenn : REZI p. 8

padel, padus

1924
Daveenn : SKET.II p.136 « Geriadurig », "durable".

Ur seurt pleg padus d'ar gouzizadur a vez grae anezhañ subsidence e saozneg. Tremenet eo ar ger e galleg. Darc'houzizadur a c'hellfed ober eus an darvoud-se e brezhoneg.

1943
Daveenn : TNKN p37

Ne oa ket bet diazezet ur c'heñver-nerzh bras a-walc'h nag ur stourm padus evit lakaat ar galloud da blegañ.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.4

E Libreville e veze ivez plantet, evit ober girzhier, ur blantenn all tost-kar d'ar maniok, met padus hag o sevel uheloc'h.

1985
Daveenn : DGBD p65

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial