"hirbad", "hirbadus"
Ha kleronioù al listri-brezel, berrañ re, hogen skiltrañ re er bed-holl ! kellies tro ma stage unan diouto gant ur sonadenn bennak, da skouer « War evezh, pe Ar strollad a-bezh war a pont ! pe Ar stribourzhidi da ziskenn bag an admiral a-ziwar ar skourr ! n’eus forzh, pep gwech e veze distaget an notennoù diwezhañ evel a daolioù morzhol kent echuiñ war unan uhel-uhel ha ken hirbadus ma krede dimp e vougje diwarni ar soner.
Bevet en devoa dija Fallières ur pennadig war vourzh va [sic] ar reder Ernest Renan, met an dro-mañ gwelloc’h tu a gavjomp, e-pad un treuz kalz hirbadusoc’h, d’ober anaoudegezh gantañ.
Gant chanter Kemper e voe diazezet don er vro ar c'hinkladurioù gotek flammheñvel hag a voe hirbadus o ren e Breizh-Izel - diouzh ar stil-se e vo savet c'hoazh kloc'hdi chapel Santez Anna e Fouenant e 1685, pa oa nevez echuet Trepas ar melezourioù e Versailles !
Ar chantele eo, al lodenn goshañ anezhi, a voe hirbadus he sevel.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
hirbasianted