Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

[1732, 1850, 1923, 1954, 2013] 1. (db. an traoù) Soñjet pe savet evit padout pell amzer. [1732] Re vras eo ho mestroniaj, re galet eo ho mestroni, evit lavaret e c'halle bezañ hirbadus. 2. Zo padet pell. 3. (db. ar c'hleñvedoù, an darvoudoù) A bad pell. [1850] Ur c'hleñved hirbadus eo. [1954] Bevet en devoa dija Fallières ur pennadig war vourzh ar reder Ernest Renan, met an dro-mañ gwelloc’h tu a gavjomp, e-pad un treuz kalz hirbadusoc’h, d’ober anaoudegezh gantañ. [1954] [N]’eus forzh, pep gwech e veze distaget an notennoù diwezhañ evel a daolioù morzhol kent echuiñ war unan uhel-uhel ha ken hirbadus ma krede dimp e vougje diwarni ar soner.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

hirbadus

1732
Référence : GReg pg durable

hirbadus

1732
Référence : GReg pg (qui est de longue) durée

hirbadus

1732
Référence : GReg pg eternel (perpetuel)

Re vras eo ho mestroniaj, re galet eo ho mestroni, evit lavaret e c'halle bezañ hirbadus.

1732
Référence : GReg pg (vôtre) empire (est trop dur, pour pouvoir durer)

hirbadus

1850
Référence : GON.II pg hîr-baduz (qui est de longue durée. éternel. perpétuel. immortel. - chronique).

Ur c'hleñved hirbadus eo.

1850
Référence : GON.II.HV pg hîr-baduz (c'est une maladie chronique).

"hirbad", "hirbadus"

1923
Référence : SKET p.181, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Éternel".

Ha kleronioù al listri-brezel, berrañ re, hogen skiltrañ re er bed-holl ! kellies tro ma stage unan diouto gant ur sonadenn bennak, da skouer « War evezh, pe Ar strollad a-bezh war a pont ! pe Ar stribourzhidi da ziskenn bag an admiral a-ziwar ar skourr ! n’eus forzh, pep gwech e veze distaget an notennoù diwezhañ evel a daolioù morzhol kent echuiñ war unan uhel-uhel ha ken hirbadus ma krede dimp e vougje diwarni ar soner.

1954
Référence : VAZA p.139

Bevet en devoa dija Fallières ur pennadig war vourzh va [sic] ar reder Ernest Renan, met an dro-mañ gwelloc’h tu a gavjomp, e-pad un treuz kalz hirbadusoc’h, d’ober anaoudegezh gantañ.

1954
Référence : VAZA p.149

Gant chanter Kemper e voe diazezet don er vro ar c'hinkladurioù gotek flammheñvel hag a voe hirbadus o ren e Breizh-Izel - diouzh ar stil-se e vo savet c'hoazh kloc'hdi chapel Santez Anna e Fouenant e 1685, pa oa nevez echuet Trepas ar melezourioù e Versailles !

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 17

Ar chantele eo, al lodenn goshañ anezhi, a voe hirbadus he sevel.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 7

L'Office public de la langue bretonne