I.
(en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul.)
1. [1499, 1659, 1677, 1732, 1850, 1867, 1929, 1980, 1985] Pegoulz.
[1499] Pe eur.
[1659] Pe bete peur ? [1659] Pe vete peur ? [1659] Peur e vezo ?
[1677] Peur e renker e [sin ar groaz] ober ?
[1732] Pe a-benn pe eur ? [1732] a-benn pe eur ? [1732] Pe eur e vezo an troc'h en ho koad tailh ? [1732] Pe eur ez vezo an troc'h koad genec'h-hu ?
[1850] Peur e teuot-hu d'hon gwelout ? [1850] Peur e vraeot ho lin ? [1850] Peur e teraouit-hu an eost ?
[1867] Evit peur lavaret : "ne c'hell bezañ eürus an den ne labour ket". [1867] Del unan ! zo gwelloc'h eget daou az pezo : / Ar c'hentañ a zo dit ; an eil, peur e vezo ?
[1929] O, tachennoù bourrus leun a varzoniezh ! O, douar benniget !... Warnoc'h ez vihan e kerzhen war va c'hrabanoù. Peur hoc'h adgwelin ?... Marteze biken ken !...
[1980] Ne ouezer ket peur e teuio ar prefed.
[1985] Betek peur avat e vo ranket gedal ?
HS. pevare.
2. Tr. adv. goul.
DAOUST PEUR : troienn a dalvez da bouezañ war an arvar zo stag ouzh ur c'houlz a glasker gouzout ur resisadenn diwar e benn.
Daoust peur ez erruint er porzh ?
II.
Impl. da ak.
Ur peur bennak : deiz pe zeiz.
Ur peur bennak e teui da gompren.
M. Peur e renker e [sin ar groaz] ober ? D. Diouzh ar mintin pa saver, diouzh an noz pa ez eer da gousket, pa antreer en iliz, goude bezañ kemeret dour binniget, pa gomañser da bidiñ Doue, pa gemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pa en em gever en un dañjer bennak, peotramant seziet / gant un aon pe ur spont bennak.
M. Peur e renquer e [sin ar groas] ober? D. Dious ar mintin pa saver, dious an noz pa ezer da gousquet, pa antréer en Ilis, goude beza quemeret dour biniguet, pa gommancer da bidi Doué, pa guemerer ar refection, e commencamant hon œuvrou, ha pa en em gever en un danger benac, pe autramant sæsiet / gant un aoûn pe ur spont benac.
Daveenn :
GON.II
pg braéa (Quand broierez-vous votre lin ?)
Peur e teraouit-hu an eost ?
Peûr é téraouit-hu ann éôst ?
1850
Daveenn :
GON.II
pg déraoui (Quand commencez-vous la moisson ?).
peur e teuot-hu d'hon gwelout ?
peûr é teûot-hu d'hon gwélout ?
1850
Daveenn :
GON.II
pg peûr, péheûr
peur
peûr
1850
Daveenn :
GON.II
pg pégouls, peûr, péheûr
Del unan ! zo gwelloc'h eget daou az pezo : / Ar c'hentañ a zo dit ; an eil, peur e vezo ?
Del unan ! zo gwelloc'h eget daou as pezo : / Ar c'henta a zo d'id ; ann eil, peur e vezo ?
1867
Daveenn :
MGK
p41
Evit peur lavaret : "Ne c'hell bezañ eürus, an den ne labour ket."
Evit peur lavaret : "Ne c'hell beza euruz, ann denn ne labour ket."
1867
Daveenn :
MGK
p32
Daoust ha ne ouie ket, an den diskiant a zo anezhañ, e ranker, a-raok dimeziñ, bezañ embannet teir gwech en iliz, e-pad an oferenn-bred, hag evel-se e tlee ar veleien gouzout peur o doa eureujoù da ober ?
Daoust ha ne c’houie ket, an den diskiant a zo anezhan, e ranker, araok dimezi, beza embannet teir gueach enn iliz, epad an ofern-bred, hag evelse e tlie ar veleien gouzout peur o doa eureujou da ober ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.249
Klevet a reer, hiriv en amzer, ginaoueien o krial : Frankiz, frankiz ! Liberte, liberte ! Peur ivez ’ta ez eus bet muioc’h a liberte eget na yoa en amzerioù-se ?
Klevet a rear, herrio enn amzer, ginaoueien o krial : Frankiz, frankiz ! Liberte, liberte ! Peur ive ’ta euz bet muioc’h a liberte eget na ioa enn amzeriou-ze ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.261
Kement a ranked da ober a oa merket penn-da-benn. Lavaret e oa peur bale, peur ehanañ ; peur mont a-raok, peur dont a-dreñv ; peur chom er sav, peur mont war bennoù an daoulin ; peur e oa krial, peur e oa serriñ ar ginou.
Kement a ranket da ober a ioa merket penn-da-benn. Lavaret oa peur bale, peur ehana ; peur mont araok, peur dont adren ; peur chomm er za, peur mont var bennou an daoulin ; peur oa krial, peur oa serri ar ginou.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.177
A-wechoù, pa veze o vont pe o tont a-biou deomp, unan bennak a lavare : — Aotrou de Kerbalaneg [sic], peur e skoimp adarre war soudarded Canclaux ?
Avechou, pa veze o vont pe o tont abiou d’eomp, unan-bennag a lavare : — Aoutrou de Kerbalanek, peur e skoimp adarre var soudarded Canclaux ?
1878
Daveenn :
EKG.II
p.100-101
Ha forzh zo, peur o goullonder / Pa'c'h eo gwir e renker ober.
Ha forz zo peur o goulonder / Pa 'c'h eo gwir e renkeur ober.
1913
Daveenn :
ADBR
Rann 29, Niv. 2, p. 315
O, tachennoù bourrus leun a varzoniezh ! O, douar benniget !... Warnoc'h ez vihan e kerzhen war va c'hrabanoù. Peur hoc'h adgwelin ?... Marteze biken ken !...
O, tachennou bourus leun a varzoniez ! O, douar benniget !... Warnoc'h ez vihan e kerzen war va c'hrabanou. Peur hoc'h adgwelin ?... Marteze biken ken !...
1929
Daveenn :
SVBV
p.18
Ne ouezer ket peur e teuio ar prefed
1980
Daveenn :
BREM
Niv. 0, p.6
Betek peur avat e vo ranket gedal ?
1985
Daveenn :
DGBD
p19
Etimologiezh
Termen savet diwar ar ger goulenn "pe" staget outañ ar ger "eur". Dont a ra war wel ar stumm emdroet "Peur" er skridoù adalek kreiz ar XVIIvet kantved (gant an Tad Maner). Hañvalout a ra ar stumm modern bezañ kenvevet gant ar stumm hir "Pe eur" betek lodenn gentañ an XVIIIvet kantved (kavet e vez c'hoazh gant Gregor Rostrenn e 1732) a-raok mont da get da vat da c'houde.