Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en ul lav. goul. dizalc'h pe un islav. goul.) E pe goulz. Pegoulz e krogas ar c'hentañ Brezel-Bed ? N'ouzon ket pegoulz e tegouezho amañ. Abaoe pegoulz ? A-c'houde pegoulz ? Betek pegoulz ? 2. Tr. adv. goul. PEGOULZ BENNAK, DAOUST PEGOULZ : troiennoù a dalvez da bouezañ war an arvar zo stag ouzh ur c'houlz a glasker gouzout ur resisadenn diwar e benn. Pegoulz bennak en em gavint eno ?

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

pegoulz

1850
Daveenn : GON.II pg pégouls, peûr, péheûr

pegoulz e teui ?

1850
Daveenn : GON.II pg pégouls

Pegoulz e teuy a-benn eus a galon an den, / Da ziskouez d'e spered, gant traoù ar bed-mañ[,] dall, / Ned eo ket an amzer bremañ evel gwechall ?

1867
Daveenn : MGK p119

— « Hast a-fo, va mignon, berr eo deiz ar bed-mañ / Alies er lavaran, kalz a dalv va lavar : / « Debr hag ev ! » — « Ya ! » — « Pegoulz ? » — « Warc'hoazh e rin hep mar. »

1867
Daveenn : MGK p96

— Ha war he lerc’h e tilez ur mabig… Pegoulz e vo graet ar vadeziant, pegoulz an interamant ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924), ("an interament" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

O ! ne vo ket pell : bremaik, diouzhtu e vo distro. Bremaik, diouzhtu, pegoulz ? Ankounac’haet an amzer dremenet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Hag a vouezh uhel : – « Met, aotrou Cavalier, hag ho tijuniñ ? Pegoulz en kemerit ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p80

- Mignon yaouank, emezi, pegoulz e vezoc'h dieub ? Petra a rit gant hoc'h amzer ?

1949
Daveenn : SIZH p.49

Vlasopoulos, abaoe pegoulz e reomp war-dro ar c'horfoù-marv a c'hortoz bezañ douaret en ur vered?

2015
Daveenn : EHPEA p31

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial