E-pad ar brezel eildiwezhañ e loc'has ar C'hleber d'abardaez noz eus Kiberen da vont da Vrest en ur ober an dro vras e tu all d'Enez Eusa, met biken [sic] ne zegouezhas dezhañ erruout du-hont, ha den, nag ofiser na martolod ne chomas bev da zisklêriañ penaos, pelec'h ha pegoulz ez eas va lestr kentañ d'ar strad.
Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...
Deizioù hag eurioù digoradur al lec'h, deoc'h da c'houzout da bet eur e vez digoret ha serret an dorioù, pegoulz e vez diaesoc'h d'ar vijiled evezhiañ al lec'h abalamour d'an niver bras a dud a zo ennañ, pegoulz e c’hall an dud bezañ degemeret e-barzh al lec'h a fell deoc'h tizhout, hag all, hag all...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pegoulz