Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad; hag e-pad ma veze tro-war-dro o wiriñ, e kase ar c'heloù a-bell d'ar vordeidi.

1867
Référence : MGK p13

E-pad ar brezel eildiwezhañ e loc'has ar C'hleber d'abardaez noz eus Kiberen da vont da Vrest en ur ober an dro vras e tu all d'Enez Eusa, met biken [sic] ne zegouezhas dezhañ erruout du-hont, ha den, nag ofiser na martolod ne chomas bev da zisklêriañ penaos, pelec'h ha pegoulz ez eas va lestr kentañ d'ar strad.

1954
Référence : VAZA p.112

Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...

2015
Référence : DISENT p73

Deizioù hag eurioù digoradur al lec'h, deoc'h da c'houzout da bet eur e vez digoret ha serret an dorioù, pegoulz e vez diaesoc'h d'ar vijiled evezhiañ al lec'h abalamour d'an niver bras a dud a zo ennañ, pegoulz e c’hall an dud bezañ degemeret e-barzh al lec'h a fell deoc'h tizhout, hag all, hag all...

2015
Référence : DISENT p75

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux