Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
17
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. Pennad amzer bevennet strizh pe strishoc'h, a ya d'ober ur rann eus ur pennad hiroc'h a-wechoù. Un iliz savet da goulzoù disheñvel. Pevar c'houlz ar bloaz. & Koulz-bloaz : koulz-amzer. & Tr. adv. D'ar c'houlz-mañ ; evit ar c'houlz : e-kerzh ar c'houlz zo o ren. D'ar c'houlz mañ eus ar bloaz. A-benn bloaz d'ar c'houlz-mañ. & Er c'houlz-se, d'ar c'houlz-se : e-kerzh ur c'houlz zo tremenet, a venner dispartiañ diouzh an hini zo o ren. D'ar c'houlz-se e oan e-kreiz ma nerzh. D'ar c'houlz-se eus an deiz. [1877] D’ar c’houlz-se ivez, ur jeneral hanvet Canclaux, a yoa, en hanv ar republik, o kas an traoù en-dro e Bro-Leon a-bezh. [1924] Paotr moan ha mistr, treut met gwevn a gorf ha skañv a droad, lemm a lagad hag a spered, e oa d’ar c’houlz-se ar paotr. & Trl. Koulz zo bet : ur mare zo bet. & Tr. stl. isur. D'ar c'houlz ma : pa. DHS. mare, poent. 2. Pennad amzer resis a zegouezh mat d'ober udb., ma c'hoarvez udb. diouzh boas. Deuet, erru eo ar c'houlz da ober an dra-se. N'emañ ket ar c'houlz da blantañ gwez c'hoazh. Tremenet eo ar c'houlz : re ziwezhat eo. Dimezet e oa pa oa e goulz. Koulz merenn. & Tr. adv. E koulz vat, krak d'ar c'houlz : er c'houlz a zegouezh mat, na re abred, na re ziwezhat dh. & D'e goulz, en e goulz : d'ar c'houlz, er c'houlz dleet. Pep tra a zeuy d'e goulz. Ma c'homzoù a zeuy da wir d'o c'houlz. & Er-maez a goulz : d'ur c'houlz na zegouezh ket. 3. Rannad amzer, berr dh. Ne chom nemet ur c'houlz berr ganimp. & Tr. adv. Koulz pe goulz : abred pe ziwezhat. & Da bep koulz : atav, forzh pegoulz. 4. Tr. adv. goul. PE DA GOULZ ? : pegoulz ? Penaos ha pe da goulz na petra zo erruet ? II. Adv. Abred. 1. N'emaon ket re goulz. Koulz a-walc'h e ouezi. & Tr. adv. Koulz pe ziwezhat : abred pe ziwezhat. 2. Tr. adv. Koulsoc'h eget koulz : poent bras. Koulsoc'h eget koulz eo dit gouzout war be du treiñ.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

da bep kourz

1732
Daveenn : GReg pg heure (A toute heure.)

war-dro kourz lein

1732
Daveenn : GReg pg heure (Sur l'heure du dîner.)

a-barzh kourz

1732
Daveenn : GReg pg avant (avant le tems)

er maez a gourz

1732
Daveenn : GReg pg (a) contre-temps

ar c'hourz da gargañ listri

1732
Daveenn : GReg pg cargaison (tems propre pour charger des Navires)

koulz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kouls (Temps. Saison).

Ar c'houlz-mañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kouls (le temps présent).

Ar c'houlz a zeu

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kouls (le temps à venir).

kourz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kouls (Temps. Saison. En Vannes "kours").

Ar c'houlz tremenet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kouls (le temps passé).

D’ar c’houlz-se ivez, ur jeneral hanvet Canclaux, a yoa, en hanv ar republik, o kas an traoù en-dro e Bro-Leon a-bezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.264

N’o c’hredan ket, rak el lec’h m’oa ret ha d’ar c’houlz m’oa ret, e kouezhent warnomp ker brav, ma ne c’hellemp ket mont war o lerc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.312

Hogen, er c’houlz end-eeun ma stouent outi, unan a-gleiz, egile a-zehou, ha m’edo Derkeia torret he c’halon oc’h anaout e rankje gouzañv pezh o doa gouzañvet he c’hoarezed, e welas un trede den dic’hortoz o sevel sonn a-dreñv an daou all.

1923
Daveenn : SKET p.103

Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant pep unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gant an holl gwitibunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, dezho da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep koulz, noz ha deiz.

1923
Daveenn : SKET p.67-68

Paotr moan ha mistr, treut met gwevn a gorf ha skañv a droad, lemm a lagad hag a spered, e oa d’ar c’houlz-se ar paotr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.978 (Even 1924)

Ret e vo d’an daou vugel sevel abred evit erruout e Lannuon da c’houlz ar marc’had.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Ar mor, avat, ne blije ket nemeur din d'ar c'houlz-se, na bremañ, kennebeut all, n'on ket gwrac'h gantañ, rak, da'm meno, ar gazeg c'hlas a ra re, kalz re, a drouz, hag, ouzhpenn da se, he c'havan gwall griz e-keñver mordeidi Breizh.

1929
Daveenn : SVBV p.14

War-lerc'h ar c'hi, nemet da goulz ar pred e ve, e kerzhe atav e vestr, an aotrou Pissoli, adjudant-diwaller kreñvlec'h Berrtomm. Kerkent ha ma veze gwelet fri du Tirfeu, unan pe unan eus ar seizh a youc'he : "22!" hag hini ebet ac'hanomp ne veze tapet o sellout ouzh an oabl.

1929
Daveenn : SVBV p7

An Tour a oa ennañ peadra da lojañ ha da voueta an emwelourien a zeue a-bell, hag eus ar broioù ketiek all, da dremen un devezh bennak en ul lec'h ken burzhudus, da goulz ar Gouel Broadel.

1944
Daveenn : EURW.1 p.212

Nann, ne oa ket brav bezañ skoliad d'ar c'houlz-se : ar vugale a sponte pa lavare o zud dezho : « Paotr bihan, ret e vo dit mont d'ar skol ».

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Ne vo ket distro e koulz.

1949
Daveenn : SIZH p.63

Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh. (...) - Breur Arturo, savit en ho sav ! eme mouezh sioul an Tad-Mestr. Munut e oa ar vezhekadenn, rak tro pe dro e veze lakaet ouzh e sav evel-se, betek koulz an oferennn, meur a zanvez-lean, re vignon d'e gousked.

1949
Daveenn : SIZH p.39-40

Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N'hoc'h eus netra vat en ti, na den dindan ho torn da gas d'ar pourveañsoù. Nag hoc'h eus mezh !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

Ne adkavis ket eno ar pezh a oan o c'hortoz, hag an diaesterioù, pa ne ve nemet evit ma tegouezhfe ganeomp ar pezh a oa ret evit labourat, a nec'has re va spered e doare ma kouezhis klañv ha ma rankis distreiñ da Europa a-raok ar c'houlz merket.

1985
Daveenn : DGBD p6

Peotramant c'hoazh e c'hall hoc'h enebourien cheñch er c'houlz diwezhañ o implij-amzer pe o mod da vezañ gwarezet.

2015
Daveenn : DISENT p80

Ne ouio biken ar pezh a lavari din. A-hend-all, ar pezh a lavarez d'ar gêrreizh a chom kuzh. Nemet e vije ret dit dont da desteniañ dirak al lez-varn d'ur c'houlz bennak met ne gav ket din e c'hoarvezo. Komz dizaon neuze.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial