Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Termen a dalvez da verkañ ur strishadenn, un enebadenn e diabarzh un displegadenn. Ne voe ket gwall c'hloazet ; mervel a reas war-lerc'h an dra-se koulskoude. C'hwitet en deus war e arnodenn ; koulskoude en doa labouret kalz evit klask dont a-benn. HS. padal.

Skouerioù istorel : 
40
Kuzhat roll ar skouerioù

koulskoude

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cependant, neantmoius, toute-fois

List tud ar bed, pere pegement bennak ma seblantont bezañ bev, a zo kouskoude marv hervez an ene, list-o da sebeliañ o re varv; eme hon Salver en aviel.

1732
Daveenn : GReg pg (laissez aux morts le soin d') ensevelir (leurs morts, dit Jesus-Christ)

David petra bennak n'edo nemed ur c'hrennbaotrig c'hoazh, ha memesamant ur c'hornandonig e-skoaz ar jeant Goliath, a zeuas couscoude a-benn da lazhañ gant un taol baltram, ar pikol - felpenn – lakepod bras-se.

1732
Daveenn : GReg pg geant (David, lorsqu'il n'étoit encore que d'une taille fort mediocre, & un nain en comparaison de Goliath, vint à bout de tuer ce geant, d'un coup de fronde.)

gouskoude

1732
Daveenn : GReg pg cependant (néanmoins, toute fois), fois (Toutefois, neanmoins.)

kouskoude

1732
Daveenn : GReg pg cependant (néanmoins, toute fois), fois (Toutefois, neanmoins.)

koulskoude

1732
Daveenn : GReg pg cependant (néanmoins, toute fois)

Hañ, ha c'hwi a ra kaoter ivez kouskoude ?

1732
Daveenn : GReg pg (faites-vous) cuisine (aussi, mettez-vous le pot au feu chez vous ?)

koulskoude

1850
Daveenn : GON.II pg hôgen, pg koulskoudé ou kouskoudé (Cependant. Néanmoins. Toutefois. Pourtant).

Klañv eo, war a lavar ; koulskoude eo livet mat.

1850
Daveenn : GON.II pg koulskoudé, kouskoudé (Il est malade, dit-il ; cependant il a bonne couleur).

kouskoude

1850
Daveenn : GON.II pg koulskoudé ou kouskoudé (Cependant. Néanmoins. Toutefois. Pourtant).

koulskoude

1850
Daveenn : GON.II p.57, Table des Conjonctions composées, "cependant, néanmoins, toutefois".

An olifant, d'e dro, hag eñ fur koulskoude, 'vel ar re all gomzas ivez. Krediñ a rae, a lavaras, 'oa ar morvac'h un tamm re vras. Hag Itronig ar verienenn a gave, dioc'h he ment, re vistrik ar fubuenn.

1867
Daveenn : MGK p11

Ar bed-mañ a zo kozh, kozh-kozh, a lavarer; / Ha koulskoude atav an den ne vez furaet, / Anez gant marvailhoù e gelennañ ervat.

1867
Daveenn : MGK p4

Evelato, ne chomas pell ; / Laret a reas d'he mignounez : / — « Ebat eo va doare ganez, / Ha koulskoude gwell eo va zi ; / Deus ganen, eürus e vezi. »

1867
Daveenn : MGK p127

« Ar pezh voa mat a lavarez, / Ar pezh a voa fall a nac'hez, / Ha koulskoude te da-unan / A skrab ivez, 'vel a welan, / A-raok an dud hag ar c'hizhier, / Stankoc'h amañ evit em c'hêr. »

1867
Daveenn : MGK p128

« Koulskoude, n'eo ket an houadez, / » Ar yar zo en-dro din bemdez. »

1867
Daveenn : MGK p135

— Nann, gwir a lavarez. Koulskoude pa seller ouc’h Jañ-Mari, n’heller ket miret da gaout un aer a zen onest warnezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

Va gwad a rede a-hed va c’horf, adalek va skoaz betek va zreid, ha kouskoude n’em boa ket re a wad da goll : gwadet e oan bet dija e Kergidu.

1878
Daveenn : EKG.II p.92

Koulskoude e ranken pignat en tour, n’eus ket da lavaret eno.

1878
Daveenn : EKG.II p.119

— N’hoc’h eus kavet eta netra ? — Nann, kabiten. Kouskoude hor beus klasket mat.

1878
Daveenn : EKG.II p.155

N’hoc’h eus graet droug da zen ? Nag a zaeloù koulskoude a vezo skuilhet en hor bro-ni p’en em gavo ar c’heloù eus a varv ar re hoc’h eus lazhet e Kastell hag e Kergidu ?

1878
Daveenn : EKG.II p.62

Diaes e oa va fenn ; ret e oa din koulskoude gouzout petra a yoa c’hoarvezet, hag evit se e ranken mont en ti.

1878
Daveenn : EKG.II p.41

Koulskoude, gwechall, ne oa ane[zh]añ nemet ur c'hozh tamm min, ur veskailhez lous ha dizoare : bec'h e vije bet krediñ d'an neb en dije en gwelet evel-se, e vije bet eno danve[z] un tamm houarn

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

koulskoude

1909
Daveenn : BROU p. 252

Ha pa vije aet ur c’havell bennak d’ar gourlen, pe gollet gant an amzer fall, atav e veze tamallet da Yann ; Yann, a-dra-sur, en devoa laeret anezhañ. Laer ! laer !… Ha koulskoude ! koulskoude !

1925
Daveenn : BILZ2 p.141

C’hwi ’oar ervat koulskoude penaos ne garan ket ho kwelet o redek, pa vez deuet an noz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.120

Abaf ar vugale en kompagnunezh dimezell ar c’hastell, dimezell Tremedern, ur baotrezig strizh. En feiz, Katellig a oa ur bolez en kichen an dimezell, ha koulskoude o devoa ar memes oad.

1925
Daveenn : BILZ2 p.118

Kalz re rouez int koulskoude e-keñver divented an dachenn da zizoleiñ.

1943
Daveenn : TNKN p12

Koulskoude, em eus bet, ouzhpenn ur wech, tro da c’houzout ar wirionez diwar-benn an nor-se, rak, da beder eur, goude ar skol, ez aen di da ziwall va buoc’h.

1944
Daveenn : ATST p.45

Ha koulskoude, ar re-mañ a oa peizanted, da welout, ha re c'hros c'hoazh, gant togoù plat, chupennoù berr, bouteier didach ; mar bijent bet tud ar c'hêrioù, n'em bije ket kavet drol na ouijent ket a vrezhoneg mes ar re-mañ a oa reuzeudik a-walc'h, holl en teirvet pañsion, paouroc'h e oant, sur-mat, eget ar vrezhonegerien.

1944
Daveenn : EURW.1 p34-35

Koulskoude, kozhañ 'reas, chom a reas dizimez ; ne oa na merc'hetaer na friant, ur paotr dezhañ e-unan, ne gare nemet lenn, labourat, studi, ur paotr pizh, o tastum gwenneg ha gwenneg peadra da brenañ ur garg noter, pa vije achu e c'hwec'h vloaz komis.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

Kristiania a zalc'has mat d'he bugel ha Breizh-Izel d'he hini... Koulskoude, un toullad lizheroù a voe eskemmet hag an ankoua a c'holoas ma c'hentañ karantez.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

Gouzout a ran, meur a zen n’anavez ket Lotei gwelloc’h eget ar C’hamtchatka pe ar Beloutchistan, ha, koulskoude, Lotei a zo ur barrezig vihan vrav a Vro-Gernev.

1944
Daveenn : ATST p.9

Ur c'hreñvlec'h ?... Edo an Enebour e-barzh, koulskoude. Mousc'hoarzhin a rankas ar breur Arturo o soñjal e komzoù kuzulik e genskoliad.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Ha, koulskoude, ne sache ket mui ingal war e anal.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Ha koulskoude, nann ! N'eo ket davet ur vaouez ez ae. Biskoazh seurt soñj !...

1949
Daveenn : SIZH p.44

Ne deo ket ma skrid, eta, un ober istorek, nemet hepken, avat, ur varzhoneg strafuilhus, o klask danevelliñ reuzeudigezh ene mab-den hag e strivoù d'en em zasprenañ. Er savet em eus, koulskoude, gant ar menoz e talvezo da ziduiñ ma c'henvroiz hag en embann a ran a-greiz-kalon hag evel ma lâr Tangi Malmanche, En enor da Zoue hag en enor d'am Bro.

1960
Daveenn : PETO p9

Koulskoude 'z an da zisklêriañ, / E riskl, moarvat, d'ho kwallskoueriañ / Ha d'ho sebeziñ, klok ha rac'h, / N'on ket ur gwaz, hogen ur plac'h.

1960
Daveenn : PETO p59

Ne chomis nemet pemp miz el lec'h-se koulskoude, rak war-dro miz Ebrel e tremenas dre eno un den hag am boa bet digarez da welout eno ur wech bennak c'hoazh, rak un dastumad fosilenned dezhañ a oa du-hont.

1985
Daveenn : DGBD p5

Ma ne gredan diskuliañ tra dezhi koulskoude, neuze e forc'han anezhi eus diawelad un dazont skañvoc'h met diwall a ran anezhi ivez diouzh ur gerseenn a c'hellfe bezañ.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial