Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Adverb a dalvez da c'heriañ ar goudevezh. Ur pennad mat goude. Prestik, tostik, nebeut, dizale, goude. A-barzh nemeur, a-benn un nebeud, ur pennadig goude. Nebeut amzer goude. Damdost goude, dambrestik goude. Kerkent goude. & Kent pe goude : abred pe ziwezhat. & [1954] Adal ma voe teñval a-walc’h anezhi, e lidjomp an deiz-se el lenn vras ur gouel veneziat ar seurt n’eus ket bet gwelet e bar e Cherbourg na kent na goude, [...]. DHS. a-raok. HS. war-lerc'h. & Da c'houde, d'ar goude : goude. Echuiñ a rin ar pennad labour-se da c'houde. Diouzhtu da c'houde. Trizek deiz d'ar goude. 2. Trl. Ha goude ! : petra a rafe an dra-se ! 3. Trl. adv. [1850, 1954] EVEL KENT HA GOUDE : evel a-raok. [1954] Ober a rae koulskoude ur picherad bep Sul, rak n'eo ket ken aezet-se di[z]onañ ur c'hozh leue, ha pa zistroas da Briel, stagañ a reas da lonkañ evel kent ha goude.

Skouerioù istorel : 
45
Kuzhat roll ar skouerioù

goude

1499
Daveenn : LVBCA p85 (apres)

19. Neuze an tirant karget a furor a c'hourc'hemenas ez vefe diwisket ha gant skourjezoù fouetet, ha goude he lakaat en ur prizon teñval hep reiñ dezhi da zebriñ na da evañ [a-]hed ar spas a zaouzek dez[.]

1576
Daveenn : Cath p16-17

Ur rumm tud a dremen ha re all a zeuio goude.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation passe, & l'autre vient.)

Livirit dezhi dont d'am c'havout goude.

1850
Daveenn : GON.II p.81, "Dites-lui qu'elle vienne me trouver après".

« Da dommañ va dorn e c'hwezhan, / Ha da yenañ va boed goude. »

1867
Daveenn : MGK p38

Antronoz e kavas dezho o dijuniñ, / Antronoz ha goude, miret a reas outo / Nad ajent da zeskiñ o skiant d'ar re varv.

1867
Daveenn : MGK p81

Piv goude a lezfe da vont gant an dour-red, / C'hoar, pe vamm, pe bried, / Hep lammet war e benn d'he c'hlask bete 'r oueled ?

1867
Daveenn : MGK p142

Sevel a ris buanañ ma c’hellis d’ar garidoù gant ar soñj da sevel war-eeun war beg an tour, ma’m bije amzer, evit stagañ va riblennad lian du, ha da vervel goude, ma vije ret.

1878
Daveenn : EKG.II p.125

— Petra ? Sell, ne welez ket nag a dan a zo a-zindan va fodad yod-me ? — Eo, gwelet a-walc’h. Ha goude ? — Goude ? ne zivinez ket ’ta petra am beus c’hoant da ober ?

1878
Daveenn : EKG.II p.72

Rak ar bleiz, treuzet gantañ ar Visuria hag ehanet war ar c’hlann gornok anezhi, a zalc’has goude gant e redadenn ken na zigouezhas dirak stêr Amisios.

1923
Daveenn : SKET p.137

Ur predig goude, e sac’he o bag en traezh hag e tiskennent d’an douar.

1923
Daveenn : SKET p.110

Ur pennadig goude, e c’houlennas ouzhin hag ar c’hiz e oa gant ar Gelted, evel gant Ejiptiz, ec’h euredje ar breur gant e c’hoar.

1923
Daveenn : SKET p.45

Tri devezh goude, e tistremenent an Albis hag e kemerent penn o hent war-du ar Sterenn.

1923
Daveenn : SKET p.122

Un nebeud goude, ar peoc’h a renas adarre er bourk.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Gant an herr a oa bet lakaet enni e pellaas ar vag diouzh an aod, goustad da gentañ, buanoc’h da c’houde.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

Tanit ho korn, ha, goude, me a gonto anezhi deoc’h.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Ur goañvezh, houmañ a dapas aoned [anoued] war an aod, e-pad ar bezhina : klañv, gwall-glañv, Marc’harid, eizh dez goude, a oa marv.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Met an aotrou person n’oa ket ken skañv e vennozh, ha meur a wech, ha pell goude, pa wele ar paotr, e rae un distro war an arvest c’hoariet en e sal, hag e goñsiañs dezhañ a rebeche gwialenn ar barner.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Un eizh deiz bennak goude, Bilzig, hanterankouaet gantañ degouezh al Lev-Draezh, a oa en e vag vihan stag eus ur peul war kae Toull-ar-C’hirri.

1925
Daveenn : BILZ2 p.129

Lezet en deus entre daouarn an aotrou person an arc’hant hag ar paperioù. Goude e teuio d’o c’herc’hat.

1925
Daveenn : BILZ2 p.175

prest goude

1931
Daveenn : VALL pg (sitôt) après (presque immédiatement après

dambrest goude

1931
Daveenn : VALL pg (sitôt) après (presque immédiatement après), aussitôt (après), bientôt

prestik goude

1931
Daveenn : VALL pg (sitôt) après (presque immédiatement après)

Goude, e tistroas davet he zud.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

Deskiñ mat ha buan a raen ; e diwezh ma eizhvet em boa an « excellence » hag er bloavezhioù goude e talc'his atav ar renk kentañ pe an eil.

1944
Daveenn : EURW.1 p39

En em glevout mat-tre e raemp, hag hon eus graet bepred da c'houde.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

Da c’houde, e kemeras kaz ouzh ar varzhed yaouank, hag e stlapas meur a vaen en hol liorzh. Ne vern.

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

Jozeb de Lauwer ha me a ziwanas etrezomp ur garantez start hag a badas e-pad hor servij ha pell goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Prestik goude e servij, e voent dimezet, hag ez ejont da chom da Bariz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

Pa vezi dimezet, e vezi anvet kentañ-kloareg, ha noter a-benn daou vloaz goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

Ober a reas ur sin ar groaz prim, ha, da c'houde, ur pok d'he meud.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Ur bloaz goude e fellas d'am strollad c'hoari en ostaleri va zad ur pezh hiroc'h, tri pe bevar arvest war a gredan, skrivet ganin-me c'hoazh ur wech.

1954
Daveenn : VAZA p.25

Leun-kouch e oa sal vrasañ an ti melen, un dra aes da intent, rak c'hoari a raemp ur Sadorn da noz, netra ne gouste da zen, ha war ar marc'had kinniget e voe goude da bep arvestour bara 'g amann, kafe gant laezh pe un dakenn hini kreñv.

1954
Daveenn : VAZA p.25

Kemer a ris va c’hreñv da bediñ al leanez da brenañ ur viell e Denain, hag ur miz bennak goude, pa voe erru du-mañ he fakadenn, e kavis enni – n’eo ket, siwazh, ur viell ! – met ur c’hwitell a vent vat, ur c’hwitell veuz turniet-kaer gant tri pe bevar alc’houez e-dro dezhi evit an arouezoù izelaat hag uhelaat.

1954
Daveenn : VAZA p.37

Edo d'an ampoent-se ar baotred e ti va c'henitervez Saoz an Aubin o vutunat ur c'hornedad kent mont da gousket, pa glevjont en hent-don damdost d'ar vereuri e Roc'h velen, trouz un dumporellad vein diskarget gant ur safar spontus, ha goude, gwigour ur c'harr o pellaat war e blaen.

1954
Daveenn : VAZA p.44, notenn 1

A-greiz-holl unan bennak a ziframmas ac’hanon a-ziwar ar gwele, ha setu me adarre war ar pondalez teñval-sac’h, douget d’an traoñ kaer am boa gouelañ, difronkal ha yudal ; un druez hepken, hervez m’am eus klevet goude digant meur a hini.

1954
Daveenn : VAZA p.45-46

Ober a rae koulskoude ur picherad bep Sul, rak n'eo ket ken aezet-se di[z]onañ ur c'hozh leue, ha pa zistroas da Briel, stagañ a reas da lonkañ evel kent ha goude.

1954
Daveenn : VAZA p.63

E-pad ar bloavezh 1905 e teuis a-benn da sevel e Landreger ur strollad c’hoarierien niverus a-walc’h, bourc’hizien ha micherourien, ha c’hoari a raemp alies, ur wech ar miz pe dost, bep tro e ti ar Frered, o vezañ ma ’z oa eno ur sal hag ul leur c’hoari [leur-c'hoari] eus ar c’hentañ, dismantret abaoe gant kanfarded Hitler ha goude gant un tangwall.

1954
Daveenn : VAZA p.75

Met ar peurliesañ ne zeskemp ket nemeur a dra e-pad an eur-se rak plijout a rae d’ar c’hozhiad kontañ d’e ganfarded yaouank kement tra iskis pe fentus c’hoarvezet gantañ du-mañ ha du-hont e broioù tra-mor [sic, tramor], ha dreist-holl an troñsadoù fromus graet e Valparaiso, Dakar, Singapour he [sic, ha] me oar me pelec’h c’hoazh ; en gwirionez, na kent na goude, biskoazh n’eo degouezhet din gwelout ur fri ken hir, ken ruspin ha ken porbolennet hag e hini.

1954
Daveenn : VAZA p.82-83

Savet e vo ul leur-c’hoari er porzh a-dreñv, dindan ar c’hled bras ma stign ennañ ar vartoloded o c’houez da sec’hañ, tu e vo da lakaat eno ur bern arvestourien da selaou pezhioù-c’hoari, kanaouennoù, fentigelloù a bep seurt, ha goude e tañso an holl, dañsoù Bro-C’hall, hag evel-just hor re-ni.

1954
Daveenn : VAZA p.85

An deiz diwezhañ, e fellas d’an admiral Thierry hor c’has d’ober ur sonadeg war vrasañ leurgêr, ha pedet e voemp goude d’adverenniañ e ti-kêr.

1954
Daveenn : VAZA p.89

Klevet am eus kement-mañ pell goude e Rusia digant un Itron vras, gwreg ur c’horonal eus gward an Impalaer : « Kentañ gwech ma kejis gantañ goude e veaj Cherbourg, e c’houlennis digant an tzarevitch petra ’ soñje a-zivout Bro-C’hall : Ur vro iskis eo hounnezh, emezañ, moan-moan eo, gant dour a bep tu dezhi, gant kanolioù kozh, sonerien, gwestell ha te na oa na tomm na klouar ! »

1954
Daveenn : VAZA P.186-187

Adal ma voe teñval a-walc’h anezhi, e lidjomp an deiz-se el lenn vras ur gouel veneziat ar seurt n’eus ket bet gwelet e bar e Cherbourg na kent na goude, met allas kalz re bell, emichañs, e tremene hor bigi diouzh ar paourkaezh tud a beurleunie ar c’hae hag ar straedoù, an eil o vountañ hag o sachañ war egile, hag ar re, niverusoc’h c’hoazh, o devoa pignet gant mil boan war lein an torgennoù tro-dro d’ar porzh.

1954
Daveenn : VAZA p.187

Tonket e oant, siwazh dezho da vont da anaon un nebeut bloavezhioù goude, ha paket int bet en ur stumm euzhus gant an Ankou, holl anezho ha zoken ar vugale, nemet Fallières taget didrouz gant ar gozhni en e di bihan, al Loupillon.

1954
Daveenn : VAZA p.187-188

Ofis publik ar brezhoneg