Ar., adv. ha stl. isur.
I.
Ar.
1. (dirak ur ger a denn d'ur c'houlz tremenet)
Goude.
Ne oa ket bet gwelet a-c'houde an deiz-se.
&
A-c'houde se : adalek neuze.
HS. diwar.
2. (dirak ur ger a denn d'ur pennad amzer)
[1904] Abaoe.
Daou vloaz zo tremenet a-c'houde e zistro d'ar vro. A-c'houde pell, a-c'houde gwerso. A-c'houde pegoulz ? A-c'houde daou zevezh. A-c'houde pegeit ?
&
LENN.
[1980] A-c'houde pet biskoazh ? : biskoazh.
[1890] A-c'houde pet biskoazh ne oa ket bet gwelet ken, ul labous-mor, un evn.
II. Adv.
1. Diwar ar mare-se.
[1904] Kouezhet eo diwar ur skeul hag a-c'houde eo chomet kamm. Gwall skandalet e oa bet ha chomet e oa mouzhet a-c'houde.
&
A-c'houde-se : goude-se. A-c'houde-se e kemerjont kaz outañ.
HS. a-c'houdevezh.
2. [1732] Goude.
[1732] Hon Salver a lavaras da sant Pêr e vikel en douar, hag e memes amzer d'ar re a vize e vikelien a-c'houde.
Daou zevezh a-c'houde e oa bet amañ. Prenet en doa ur c'harr hag e werzhet en doa a-c'houde.
HS. a-c'houdevezh, war-lerc'h.
III.
Tr. stl. isur.
[1904] A-C'HOUDE MA : goude ma.
Hir e kav e amzer a-c'houde m'eo aet war e leve. Pemzek vloaz a oa tremenet a-c'houde ma oa distroet d'ar gêr.
HS. abaoe (ma), adal (ma), betek (ma).
hon Salver a lavaras da Sant Pezr e vikael [sic] en douar, hag e memes amzer d'ar re a veze e vikaelien e-c'houde : paskañ va deñved, ro dezho ar boed spirituel hag ar c'helennadurezhioù neseser evit silvidigezh o eneoù
hon Salver a Lavaras da Sant Pezr e vicqael èn Doüar, hac ê memes amser d'ar re a vezé e vicqaelyen e c'houde : pasqa va dêved, ro dézo ar boëd spirituel hac ar c'heleñadurezyou neceçzer evit silvidiguez o enëou
1732
Daveenn :
GReg
pg (nôtre Seigneur dît à Saint Pierre, & en sa personne, à ses Successeurs : pais mes) brebis
a-c'houde
a-oude
1732
Daveenn :
GReg
pg depuis (du depuis)
a-oude nemeur
1732
Daveenn :
GReg
pg depuis (peu)
a-c'houde ma
ahoudé ma
1904
Daveenn :
DBFV
pg ahoudé (depuis que)
a-c'houde
ahoudé
1904
Daveenn :
DBFV
pg ahoudé (depuis ce temps, dès lors)
Kentelerion stank em servij ag an euskareg er skol, er skol lik zoken, a-oude mand eo aotreet an imple-mañ get er gouarnamant.
Kentélerion stank em-chervij ag en euskareg ér skol, ér skol lik zoken, a oudé man dé otréet en implé-man get er goarnemant.
1937
Daveenn :
DIHU
Niv. 318 p. 24
A-c'houde pet biskoazh ne oa ket bet gwelet ken, ul labous mor, un evn ?
1980
Daveenn :
BREM
Niv. 1, p. 3
Notennoù studi
Kenvevet o deus an 2 stumm "a-oude" hag "a-c'houde" er yezh betek an XVIIIvet kantved.