Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

Ar., adv. ha stl. isur. I. Ar. 1. (dirak ur ger a denn d'ur c'houlz tremenet) Goude. Ne oa ket bet gwelet a-c'houde an deiz-se. & A-c'houde se : adalek neuze. HS. diwar. 2. (dirak ur ger a denn d'ur pennad amzer) [1904] Abaoe. Daou vloaz zo tremenet a-c'houde e zistro d'ar vro. A-c'houde pell, a-c'houde gwerso. A-c'houde pegoulz ? A-c'houde daou zevezh. A-c'houde pegeit ? & LENN. [1980] A-c'houde pet biskoazh ? : biskoazh. [1890] A-c'houde pet biskoazh ne oa ket bet gwelet ken, ul labous-mor, un evn. II. Adv. 1. Diwar ar mare-se. [1904] Kouezhet eo diwar ur skeul hag a-c'houde eo chomet kamm. Gwall skandalet e oa bet ha chomet e oa mouzhet a-c'houde. & A-c'houde-se : goude-se. A-c'houde-se e kemerjont kaz outañ. HS. a-c'houdevezh. 2. [1732] Goude. [1732] Hon Salver a lavaras da sant Pêr e vikel en douar, hag e memes amzer d'ar re a vize e vikelien a-c'houde. Daou zevezh a-c'houde e oa bet amañ. Prenet en doa ur c'harr hag e werzhet en doa a-c'houde. HS. a-c'houdevezh, war-lerc'h. III. Tr. stl. isur. [1904] A-C'HOUDE MA : goude ma. Hir e kav e amzer a-c'houde m'eo aet war e leve. Pemzek vloaz a oa tremenet a-c'houde ma oa distroet d'ar gêr. HS. abaoe (ma), adal (ma), betek (ma).

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

hon Salver a lavaras da Sant Pezr e vikael [sic] en douar, hag e memes amzer d'ar re a veze e vikaelien e-c'houde : paskañ va deñved, ro dezho ar boed spirituel hag ar c'helennadurezhioù neseser evit silvidigezh o eneoù

1732
Référence : GReg pg (nôtre Seigneur dît à Saint Pierre, & en sa personne, à ses Successeurs : pais mes) brebis

a-c'houde

1732
Référence : GReg pg depuis (du depuis)

a-oude nemeur

1732
Référence : GReg pg depuis (peu)

a-c'houde

1904
Référence : DBFV pg ahoudé (depuis ce temps, dès lors)

a-c'houde ma

1904
Référence : DBFV pg ahoudé (depuis que)

A-c'houde pet biskoazh ne oa ket bet gwelet ken, ul labous mor, un evn ?

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Note d'étude

Kenvevet o deus an 2 stumm "a-oude" hag "a-c'houde" er yezh betek an XVIIIvet kantved.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux