goude
prestik goude
prest goude
dambrest goude
En em glevout mat-tre e raemp, hag hon eus graet bepred da c'houde.
Goude, e tistroas davet he zud.
Prestik goude e servij, e voent dimezet, hag ez ejont da chom da Bariz.
Ober a reas ur sin ar groaz prim, ha, da c'houde, ur pok d'he meud.
Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan.
Kemer a ris va c’hreñv da bediñ al leanez da brenañ ur viell e Denain, hag ur miz bennak goude, pa voe erru du-mañ he fakadenn, e kavis enni – n’eo ket, siwazh, ur viell ! – met ur c’hwitell a vent vat, ur c’hwitell veuz turniet-kaer gant tri pe bevar alc’houez e-dro dezhi evit an arouezoù izelaat hag uhelaat.
Edo d'an ampoent-se ar baotred e ti va c'henitervez Saoz an Aubin o vutunat ur c'hornedad kent mont da gousket, pa glevjont en hent-don damdost d'ar vereuri e Roc'h velen, trouz un dumporellad vein diskarget gant ur safar spontus, ha goude, gwigour ur c'harr o pellaat war e blaen.
E-pad ar bloavezh 1905 e teuis a-benn da sevel e Landreger ur strollad c’hoarierien niverus a-walc’h, bourc’hizien ha micherourien, ha c’hoari a raemp alies, ur wech ar miz pe dost, bep tro e ti ar Frered, o vezañ ma ’z oa eno ur sal hag ul leur c’hoari [leur-c'hoari] eus ar c’hentañ, dismantret abaoe gant kanfarded Hitler ha goude gant un tangwall.
Met ar peurliesañ ne zeskemp ket nemeur a dra e-pad an eur-se rak plijout a rae d’ar c’hozhiad kontañ d’e ganfarded yaouank kement tra iskis pe fentus c’hoarvezet gantañ du-mañ ha du-hont e broioù tra-mor [sic, tramor], ha dreist-holl an troñsadoù fromus graet e Valparaiso, Dakar, Singapour he [sic, ha] me oar me pelec’h c’hoazh ; en gwirionez, na kent na goude, biskoazh n’eo degouezhet din gwelout ur fri ken hir, ken ruspin ha ken porbolennet hag e hini.
Savet e vo ul leur-c’hoari er porzh a-dreñv, dindan ar c’hled bras ma stign ennañ ar vartoloded o c’houez da sec’hañ, tu e vo da lakaat eno ur bern arvestourien da selaou pezhioù-c’hoari, kanaouennoù, fentigelloù a bep seurt, ha goude e tañso an holl, dañsoù Bro-C’hall, hag evel-just hor re-ni.
An deiz diwezhañ, e fellas d’an admiral Thierry hor c’has d’ober ur sonadeg war vrasañ leurgêr, ha pedet e voemp goude d’adverenniañ e ti-kêr.
Klevet am eus kement-mañ pell goude e Rusia digant un Itron vras, gwreg ur c’horonal eus gward an Impalaer : « Kentañ gwech ma kejis gantañ goude e veaj Cherbourg, e c’houlennis digant ar tsarevitch petra ’ soñje a-zivout Bro-C’hall : Ur vro iskis eo hounnezh, emezañ, moan-moan eo, gant dour a bep tu dezhi, gant kanolioù kozh, sonerien, gwestell ha te na oa na tomm na klouar ! »
Adal ma voe teñval a-walc’h anezhi, e lidjomp an deiz-se el lenn vras ur gouel veneziat ar seurt n’eus ket bet gwelet e bar e Cherbourg na kent na goude, met allas kalz re bell, emichañs, e tremene hor bigi diouzh ar paourkaezh tud a beurleunie ar c’hae hag ar straedoù, an eil o vountañ hag o sachañ war egile, hag ar re, niverusoc’h c’hoazh, o devoa pignet gant mil boan war lein an torgennoù tro-dro d’ar porzh.
Tonket e oant, siwazh dezho da vont da anaon un nebeut bloavezhioù goude, ha paket int bet en ur stumm euzhus gant an Ankou, holl anezho ha zoken ar vugale, nemet Fallières taget didrouz gant ar gozhni en e di bihan, al Loupillon.
Ur bloaz goude e fellas d'am strollad c'hoari en ostaleri va zad ur pezh hiroc'h, tri pe bevar arvest war a gredan, skrivet ganin-me c'hoazh ur wech.
Aze e tiazezas dre skrap ar Vétchéka da gentañ, ar Gépéou da c’houde ha bremañ an NKVD (1).
Na kent na goude n’eus bet ken kaer all em zreid, petra bennak ne koustent nemet pemp lur warn-ugent.
Daou vloaz goude e veze e Krec’h Elies o vezurat va merc’h Anna, evel ma voen bet luskellet ivez gant va mamm-you-gozh Ivona…
Mots précédents
Mots suivants
goude