Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Goude un dra emeur o paouez menegiñ. Grit ho tibab goude-se. & Termen a dalvez kement ha "Ur wech graet kement-se". Gra koan din ha servij me ! goude-se, te 'zebro ha te 'evo, te ivez ! HS. war-lerc'h.

Exemples historiques : 
42
Masquer la liste des exemples

7. Goud[e]-se ez teu[a]s Kezar d'an palez hag ez lavaras dezhi : [«]Katell, klevet eo geneomp an elokañs a gomzoù hag ez omp ebaiset war an gouvizegezh ac'hanout, hogen ampechet oamp hag okupet oz ober sakrifis d'an doueoù ha ne c'hellsomp ket an holl da entent[.»]

1576
Référence : Cath p8

Ar roue neuze pan welas ar rouanez na brize ket sakrifie ez c'hourc'hemenas ez vefe kentañ tennet ha troc'het he divronn diouti ha goude-se ez vefe dispennet.

1576
Référence : Cath p21

Hevelep erfin, pan oa en em avizet, en deus da lavaret dezhi : « O gwreg hon lez da achevañ hon sakrifis, ha goude-se, ni a rento dit respont. »

1576
Référence : Cath p8

M. Pe da fin oc'h-c'hwi bet leket en bed-mañ ? D. Evit karet ha servijañ Doue en vuhez prezant-mañ, hag evit goude-se bezañ da vizviken en baradoz.

1622
Référence : Do. p8-10

M. Petra ivez a rit-hu pan it d'an oferenn ? D. Pa antrean en iliz e kemeran dour benniget ha goude-se e lavaran Pater noster, Ave Maria, hag an orezonoù all pere a onn.

1622
Référence : Do. p50

en apres

1659
Référence : LDJM.1 pg apres, puis

goude-se

1659
Référence : LDJM.1 pg en apres

D'an trede, goude bezañ en em laket d'an daoulin dirak ar c'hofesour, ha lavaret ar c'honfiteor bete mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù, hep lezel nikun a-ratozh-mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn a vezo bet ordrenet deoc'h.

1677
Référence : Do. p43

Pe da fin ez oc'h bet leket er bed-mañ? D. Evit karet ha servijañ Doue er vuhez-mañ, ha goude-se bezañ da virviken eürus er baradoz.

1677
Référence : Do. p9-11

Goude-se e [Doue] bidiñ ma plijo gantañ reiñ dezhañ ar c'hras n'en ofañso ket evit an deiz-se, ha propoziñ d'en em viret muiañ ma c'hallo.

1677
Référence : Do. p51

Erfin er pedan ma plijo gantañ ma frezervi ha ma miret en noz-se a bep dañjer ha drougeur : ha goude-se e lavaran ar Bater hag an Ave, hag en em rekomandan da ma ael mat, da'm fatrom ha da sent ha santezed ar baradoz.

1677
Référence : Do. p53

pell goude-se

1732
Référence : GReg pg après

goude-se

1732
Référence : GReg pg après

Petra dal da un den donet a-benn da c'hounit holl vadoù ar bed-mañ, mar deu goude-se da goll e ene ?

1732
Référence : GReg pg gagner (Dequoi sert à l'homme de gagner tous les biens de ce monde, s'il perd son ame ?)

Goude-se e leinas.

1850
Référence : GON.II p.29, livre premier, "après cela il dîna".

goude-se

1850
Référence : GON.II pg goudé-zé

Goude-se e kemerot eus ar c’horf evidoc’h.

1850
Référence : GON.II p.91, livre second, « Après cela, vous prendrez du corps pour vous ».

A-benn un devezh bennak goude-se

1850
Référence : GON.II p.90, livre second, (A quelques jours de là).

Petra a rin-me 'ta goude-se ?

1850
Référence : GON.II p.93, livre second, « Que ferai-je donc après cela ? »

Goude-se e leinis.

1850
Référence : GON.II p.29, livre premier, "après cela je dînai".

Goude-se e leinjoc'h.

1850
Référence : GON.II p.29, livre premier, "après cela vous dînâtes".

Ne oa ket kennebeut e zoare skrivañ hervez ar reizh, na zoken atav hevelep, o vezañ e skrive ur ger ur wech en un doare bennak, ha goude-se en un doare all.

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Goude-se e voent troet e gregach gant Ezop, e latin, gant Faedr, e brezhoneg kozh gant sant Kadoù, e galleg kozh gant un itron a reer Mari a Vro-C'hall anezhi, e galleg nevez gant Yann ar Feunteun, ar barzh brudet, hag en diwezh, en hon amzer-ni, e brezhoneg adarre, gant Rikoù ha gant an aotrou Gwezbriant

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Goude-se e tistroas da gaout an den yaouank ; reiñ a reas dezhañ e goan gwellañ ma c’helle, ha goude-se her c’hasas d’e wele.

1877
Référence : EKG.I. p.60

Ne c’houlennomp nemet an dra-se outañ ; ni a raio hon dever goude-se.

1877
Référence : EKG.I. p.114

Tri dervezh bennak goude-se, Erwan ar Menn, eus ar Restigoù, a yeas da Goad Lioù da welet un "toull-bleiz", un toull-trap, en doa graet eno evit pakañ ur vamm vleizez ne ehane da gas ganti bemdez unan bennak eus e loened : dañvad, leue pe ounner.

1877
Référence : EKG.I. p.151

Daou zervezh goude-se e kouezhas klañv, uzet gant an oad, e binijennoù hag ivez gant an anken.

1877
Référence : EKG.I. p.9

Goude-se, an holl yaouankizoù-se, dibarzhet dre an teurel-prenn (1), dibabet gant an doueed, en em ranne dre vagadoù hag a zilenne o renerien.

1923
Référence : SKET p.87

O kemerout, goude-se, daou gorn ejen [banek], dre stagañ outo a-dreuz daou bezh prenn ma stennas warno pennadoù bouzelloù, ec’h oberias ar gentañ telenn, henañ"krotta" a voe.

1923
Référence : SKET p.54

Goude-se, e vanent en o sav a-hed an hent ma tlee an digemeridi a c’hortozed tremen drezañ, e-keit ha ma ’z ae ar pep all eus ar bobl, en o fenn ar renerien hag an henaourien anezho, betek ul lec’h a raed anezhañ Gortozva « lec’h ar gortoz ».

1923
Référence : SKET p.60

Goude-se, ec’h enaouas an den du un etev, ha lakaat an tan er vag, ha boutañ houmañ gant e skoaz davet an donvor.

1924
Référence : SKET.II p.39

Peder sizhun da c'houde-se, ar paotr Yann a gemeras an tren herrek a 8e.10 e gar Brest. Ar marc'h-du er c'hasas war-eeun da Bariz.

1929
Référence : SVBV p8

goude-se

1931
Référence : VALL pg après

Hervez Briquet e vefe ar mor chomet a-sav un nebeut metradoù a-is d'al live a-vremañ, ha goude-se pignet adarre betek hemañ (pignidigezh dunkerkek) goude nevez varevezh ar maen ha zoken goude marevezh an arem.

1943
Référence : TNKN p20

Mes kollet ar sembolenn, ne voe ket graet unan all goude-se.

1944
Référence : EURW.1 p21

En em veskañ a rejont gant argoadiz, hag a-benn kant vloaz, e oant breizhekaet, nann hepken dre briadelezh ha dre wad, met ivez dre o anvioù, a zeuas da vezañ 'n ur dremen dre c'henoù kouerien Vreizh-Izel : JOFRENO ha goude-se JAFRENOÙ, ROPERZH ha goude-se ROPARZH ; GWINEMANN ha goude-se GWINEMANT.

1944
Référence : EURW.1 p8

He c'herent a oa aet da labourat d'an Havr, o kas ganto o holl arrebeuri ; ar vugale a oa aet da heul, ha chom a ris hep keloù eus Melia goude-se.

1944
Référence : EURW.1 p46

Dic'hoarzh-meurbet, e kendalc'has, goude-se, an Tad-Mestr gant e brezegennig diwar-benn al lorc'h, pec'hed ar spered, pec'hed Ministred Doue, an hini nemetañ ne vo pardon ebet dezhañ...

1949
Référence : SIZH p.61

Kaset he devoa beg he bizied mistr divaneget d'he muzelloù, hag o astennet davetañ goude-se, prim.

1949
Référence : SIZH p.46

Degouezhet eo bet ganin bezañ flemmet div pe deir gwech goudeze.

1985
Référence : DGBD p130

Goude-se e vo dasparzhet an holl bostoù labour a zo ezhomm etre an dud a youl vat.

2015
Référence : DISENT p90

E berr gomzoù e c'hall bezañ arvarus ma vez boulc'het gant un enklask justis goude-se.

2015
Référence : DISENT p87

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux