Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. A. Ar. 1. (dirak un ak., un av., un adv. pe ur rag.) Araogenn a dalvez da c'heriañ ar goudevezh. Goude merenn, Goude koan. Ar re a zeuy em goude, en hor goude. Goude lenn ar gelaouenn, goude bezañ lennet ar gelaouenn. Goude ober, goude bezañ graet hol labour. Goude kreisteiz, goude warc'hoazh. Goude hennezh. & (en e stumm displeget) Evel kalz re all d'e c'houde, an tad a c'houzañvas poanioù e vab. DHS. a-raok, kent. HS. war-lerc'h. & Da c'houde : goude. Dont a raint amañ da c'houde koan. 2. (dirak un ak.) Araogenn a dalvez da envel un endalc'her zo bet udb. ennañ. Ur voutailh goude laezh. HS. war-lerc'h. 3. Goude kalz a boan : gant kalz a boan. B. (diouzhtu dirak un av.) Daoust da (ub.). Goude gouzout kement-se e talc'h atav d'ober heñvel. C. (dirak un av.) (HA) GOUDE DA : daoust da. Deuet eo amañ war e droad goude d'an amzer bezañ fall-spontus. Goude dezhañ bezañ pinvidik ne zispign ket kalz a arc'hant. HS. evit, ha. II. Tr. stl. isur. 1. (e deroù un islav. amzeriañ) GOUDE (HA) MA : troienn a dalvez da c'heriañ ar goudevezh. Goude ma vin bet e kêr e teuin amañ. HS. war-lerc'h (ma). ES. a-raok (ma). 2. (e deroù un islav. enebiñ) GOUDE MA : daoust ma. Faziet int goude ma'm boa displeget dezho penaos ober. HS. war-lerc'h (ma). 3. Trl. (dirak ur v. en doare-div.) HA GOUDE MA : ha pa. Ha goude ma rofe e garr din evit netra, n'er c'hemerfen ket. Ha goude ma rafe an dra-se ! : ha pa rafe an dra-se !

Exemples historiques : 
135
Masquer la liste des exemples

ar materi a studian pe brederan a gavan garv, goude hon holl fed er bed-mañ, diwezh pep unan eo ar marv

1450
Référence : M. p14

Gwraet eo tomm, hep chom, an gumun goude dilun ar suzhun wenn; bremañ ez c'hellet gwelet sklaer nag eo ket taer mab ar Sper[nenn]

1472
Référence : M. p13

goude

1499
Référence : LVBCA p85 (apres)

Goude ma he devoe an itron Sanktez Katell disputet ouzh an vistri ha[g e voe] konfondet ganti[,] dre rezonoù evidant[,] o holl idoloù ha doueoù ez vihont-holl abaiset, hevelep na ouizient petra o devoe da lavaret ha ma tavezont evel tud vut[.]

1576
Référence : Cath p13-14

[...] ha neuze an aelez a kemeras he korf hag en dougas betek menez Sinai (goude ugent devezh kerzhed ac'hane) hag eno en sebeilhjont enorablamant, [...]

1576
Référence : Cath p24

Goude bezañ gwelet ganeomp ar mad pehini zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? An droug pehini zo ret deomp tec'het dioutañ. Peseurt droug a zleomp-ni tec'het dioutañ ? Pec'hed. Petra eo pec'hed ? Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep al lezenn pe volontez Doue. Peseurt na pet pec'hed zo ? Daou : pec'hed orijinel ha'n hini aktuel. Petra eo pec'hed orijinel ? An hini a zegasomp ganeomp er bed-mañ pa vezomp ganet hag a vez deomp pardonet dre ar sakramant a vadeziant.

1622
Référence : Do. p34

M. Piv eo an heni a zle bezañ galvet kristen ? D. An hini pehini, goude bezañ badezet, a gred hag a ra profesion eus an doktrin kristen.

1622
Référence : Do. p6

M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.

1622
Référence : Do. p6

M. Petra eo ar pevare tra neseser d'ar C'hristen ? D. An euvroù mat, rak goude ma'z eo deuet den en oad a ziskresion, ar Feiz ne brofit dezhañ netra hep an euvroù mat.

1622
Référence : Do. p26

M. Pe da dra e servij deomp-ni ar sakramant a goñfesion, aotramant pinijenn ? D. Resev a reomp drezañ remision ar pec'hedoù pere hon eus bet kometet goude ma'z omp bet badezet.

1622
Référence : Do. p40-42

M. Goude bezañ gwelet geneomp ar mad peheni zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? D. An droug peheni zo ret deomp tec'het dioutañ.

1622
Référence : Do. p34

En trede, [eo ret,] goude bezañ en em laeket d'an daoulin dirak an c'hofeser ha lavaret Confiteor bede mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù hep lezel nigun gant e goun mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn peheni a vezo ordrenet gant an c'hofesour.

1622
Référence : Do. p42

bevañ goude

1659
Référence : LDJM.1 pg suruiure

goude

1659
Référence : LDJM.1 pg apres

ar re hon goude

1659
Référence : LDJM.1 pg Posterité

M. Petra eo pec'hed aktuel? D. An hini a gometomp hon-unan goude an usaj a rezon.

1677
Référence : Do. p37

Petra ez eo ar pevare tra neseser d'ar C'hristen ? / D. An euvroù mat, rak goude ma'z eo deut an den en oad a ziskresion, ar Feiz ne sufis ket dezhañ hep an euvroù mat.

1677
Référence : Do. p27

M. Penaos er [sin ar groaz] gret-hu? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn, ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha d'an hini dehoù, en ur lavaret, En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel, Amen.

1677
Référence : Do. p7

M. Piv eo an hini a dle bezañ galvet kristen? D. An hini pehini, goude bezañ badezet, a gred hag a ra profesion eus an doktrin kristen.

1677
Référence : Do. p7

aet an eil goude egile

1732
Référence : GReg pg file (Aller à la file, pp.)

a-benn nemeur goude-se

1732
Référence : GReg pg a (quelques jours de là)

an eil goude egile

1732
Référence : GReg pg alternativement

an eil goude egile

1732
Référence : GReg pg après

an enaouidigezh ne vez nemet daou-ugent deiz goude ma vez bet koñsevet ar c'hrouadurig

1732
Référence : GReg pg animation

an templ kaer a Salomon a oa komañset pevar c'hant ha pevar-ugent vloaz goude ma voe deuet ar bopl a Israel er-maez eus an Ejipt

1732
Référence : GReg pg après

deuit ma goude

1732
Référence : GReg pg après

deuit ma goude

1732
Référence : GReg pg après

a-benn nebeut goude

1732
Référence : GReg pg a (quelques jours de là)

goude

1732
Référence : GReg pg après, derriere (préposition)

goude arc'hoazh

1732
Référence : GReg pg après

goude lein

1732
Référence : GReg pg après

goude petra e leinzomp

1732
Référence : GReg pg après

goude warc'hoazh

1732
Référence : GReg pg après

péll goude

1732
Référence : GReg pg après

un nebeud goude

1732
Référence : GReg pg après

Goude an telenn e teu ar rebed.

1732
Référence : GReg On dit proverbialement : ——, pour dire que l'on va de plaisir en plaisir, que l'amour suit la bonne chere.)

goude bezañ lavaret

1732
Référence : GReg pg ayant (dit)

goude bezañ graet

1732
Référence : GReg pg ayant (fait)

goude bezañ bet lavaret

1732
Référence : GReg pg ayant (été dit)

goude Doue, va bennozh er poull ma c'hourvezo ho penn

1732
Référence : GReg pg (Dieu veüille) benir (vôtre mort, vous donner une sainte mort)

an eil brienenn goude eben

1732
Référence : GReg pg brin (-à-brin)

Ar profed Gwinklan, ginidik eus a gontaj Goueloù, en devoa diouganet e-tro - evel ma lavar e-unan - ar bloaz daou-c'hant ha daou-ugent goude ginivelezh hon Salver, kement cheñchamant, ha kement tra a zo bet c'hoarvezet abaoe, e Breizh-Arvorig hag e Breizh-Veur.

1732
Référence : GReg pg Guinclan (Guinclan (dont j'ai vû les prédictions en rimes bretonnes à l'Abbaïe de Landevenecq entre les mains du R. P. Dom Loüis le Pelletier.) étoit natif de la Comte de Goëlo en Bretagne Armorique, & predît environ l'an de grace 240 (comme il dit lui même.) ce qui est arrivé dans les deux Bretagnes.)

digant Doue e reketan deoc'h kant kemend-all war an douar, hag ar baradoz goude ho marv

1732
Référence : GReg pg (Dieu vous donne le) centuple (en ce monde, & la vie éternelle en l'autre)

En em daolet eo war e fled da gousket un nebeud goude e lein.

1732
Référence : GReg pg grabat (Il fait la meridienne sur un grabat, sur un lit de salle.)

Doue a ro e c'hloar d'ar re choazet, goude o marv.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

Doue a ro e varadoz d'ar re choazet, goude o marv.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

Ned eo ket goude lein, divogediñ a ra c'hoazh ar siminal.

1732
Référence : GReg pg fumer (On n'a pas dîné, la cheminée fume encore.)

pell goude

1732
Référence : GReg pg (long-tems en) deça

pell goude-se

1732
Référence : GReg pg (long-tems en) deça

Kain a yoa baleant goude ma en devoa lazhet e vreuzr.

1732
Référence : GReg pg fugitif (Cain devint fugitif après le meurtre de son frere.)

emañ hon goude

1732
Référence : GReg pg (il est) derriere (nous)

emañ e c'houde

1732
Référence : GReg pg (il est) derriere (lui, après lui)

Goude lein e teuint.

1850
Référence : GON.II p.78

goude-e-goude

1850
Référence : GON.II pg goudé

da goailheta ez aimp goude lein

1850
Référence : GON.II pg koaléta

erruout a raio goude warc'hoazh

1850
Référence : GON.II pg arruout

Goude warc'hoazh ez aimp d'an eureud.

1850
Référence : GON.II p.80

Goude ar rozenn e teu an amgroaz.

1850
Référence : GON.II pg amgroaz (Après la rose vient le gratte-cu).

goude ma

1850
Référence : GON.II p.58, livre premier, "après que".

goude

1850
Référence : GON.II p.56, Table des Prépositions simples, "après".

un askorn en deus roet din goude bezañ e zigiget

1850
Référence : GON.II pg digiga

ur fritadenn yer hor bezo goude

1850
Référence : GON.II pg fritaden

goude

1850
Référence : GON.II pg goudé

d'ho ti ez in goude lein

1850
Référence : GON.II pg goudé

deuet eo da c'houde

1850
Référence : GON.II pg goudé

ha goude e pedot Doue

1850
Référence : GON.II pg goudé

Gwelet a reer war ar maez, e kêr, kalz krennbaotred, tud yaouank, o kuitaat skolioù ar c'hêrioù, kerkoulz hag [sic] skolioù ar vourc'hadennoù [sic], pere goude bezañ chomet pevar, pemp pe c'hwec'h vloaz er skol, ne gomprenont peuz netra eus ar pezh a lennont e galleg.

1865
Référence : MBF.to p. V.

Dispenn ra e vignon a zo chomet er gêr / Da gousket, emezañ, goude dibriñ ur yar.

1867
Référence : MGK p104

Goude m'o doe al loened, an eil egile tamallet, tad-iou o c'hasas en o zro, e-c'hiz ma oant, laouen d'o bro, gant pep a visac'h war o skoaz, a zo, bete vremañ, abaoe chomet c'hoazh.

1867
Référence : MGK p11

an ourz, galvet goude, lec'h klemm, 'vel a greded, a oa, war e veno, e zoare klok-meurbet.

1867
Référence : MGK p11

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Référence : MGK p25

Ar goaz hag ar vaouez / Zo ann eil egile deut diwar enebiez) / A enebo bete mervel / Ha goude mervel c'hoaz, mar gell.

1867
Référence : MGK p143

Goude ma oa achu ganeomp hor pedennoù, Per a lavaras din : — Yann, ha n’hoc’h eus ket gwelet un tamm sklerijenn o para warnomp e-pad m’edomp o lavaret hor pedennoù ?

1877
Référence : EKG.I. p.75

Prest goude bezañ gwerzhet leveoù ar Sent e teuas e penn ar republikaned gwerzhañ ivez ar chapeloù, ar beredoù ha betek an ilizoù zoken.

1877
Référence : EKG.I. p.3

Goude m’o devoe furchet an archerien jardin an eskopti eus an eil korn d’egile, hag an eskopti eus an nec’h d’an traoñ, hep kaout an hini a glaskent, e teujont e kêr hag ec’h en em lakejont da furchañ ivez an tiez.

1877
Référence : EKG.I. p.15

Goude bezañ graet o reuz, ec’h en em lakejont e doare da zistreiñ da Lambal.

1877
Référence : EKG.I. p.42

Goude bezañ furchet Lanzeon hep kaout den all nemet Paol Inizan, goude bezañ debret hag evet leun o c’hof, lod eus ar soudarded a yeas da Gervern Vras, rak eno ivez e veze kuzhet beleien.

1878
Référence : EKG.II p.75

Netra ! 'met em eus klevet komz diouti, e teu c'hoazh, goude ugent vla tremen, an dour war ma daoulagad

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

‘Vel ma lâre Gwennael warlene, goude ma oa bet savet skol vrezhonek Sant-Charlez. Gras de[zhe], goude be[z]añ bet kelennet ken mat, da c‘hallout, un de[iz], difenn ha harpañ : Doue, ar Vro hag he yezh.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.2

Un torkad geot mat a welan, a zo krog ennañ da droc'hañ, goude n'eo ket c'hoazh korzennet. Aze, a-dra-sur, a zo bet plantet ul loen marv bennak.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Hogen, gallout a ra reiñ e aotreadur, da lavarout eo, skoazell e vrud vad, d'ul levr bennak, skritur pe sonadur pe all, goude ma vezo bet sellet pizh ouzh al labourioù gant ar Poellgor.

1909
Référence : REZI p.19

An navet nozvezh a viz Mediosamonios (1), d’ar sav-heol, an navet bloavezh goude din distreiñ eus broioù ar C’hreisteiz, Kissiambos (2) ha pennoù an Aulerked o vezañ klevet va dezo ha kavet mat anezhañ, em eus graet ar roadoù sakr ha sevenet al lidoù dleet, ha staget da skrivañ em domani Blatomagos, e bro an Aulerked (3).

1923
Référence : SKET p.23

Goude kerzhout e-pad seizh miz a-dreuz koadoù, strouezhegoù ec’hon, geotegoù ; goude treuziñ un niver gwazhioù, froudoù, stêrioù, avenoù, lennoù, geunioù ; goude trec’hiñ war ziaesterioù, gouzañv skuizhderioù ha tec’hout diouzh riskloù bras, e tigouezhas an holl yaouankizoù-se, an alc’houeder Alouda bepred ouzh o leviañ, war glann gornok lenn an Heol, Sonnolindon (1).

1923
Référence : SKET p.94

En devezh goude kimiad Derkeia hag he div c’hoar, e tastumas Kintus an holl vrezelourien eus bagad an Alc’houeder a oa eno en e zorn, hag ez eas ganto d’ar mor.

1923
Référence : SKET p.117

Nemet, evurusoc’h eget meur a hini eus o diskennadezed war o lerc’h, e voent dieubet gant o [c’hen]vroiz nebeudik goude ma voent bet skrapet.

1923
Référence : SKET p.133

Goude ar vadeziant, raktal, eo bet sebeliet Janedig.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Goude dibriñ, e walc’hi da zaouarn ha da c’henou o rimiañ da zent gant ur vleñchenn goad krin (1).

1924
Référence : SKET.II p.27

Na pebezh laouenidigezhen ti Izabel, goude an displijadur !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Ar sakrist en devoa sonet an "Angelus" goude diwez ar vadeziant, graet en deus d’ar c’hleier kanañ ginivelezh ar bugel dinamm evel hini ar gristenien all.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

a-benn goude

1927
Référence : GERI.Ern pg a-benn (plus tard)

ac'han goude da

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanen

goude

1927
Référence : GERI.Ern pg a-benn

va re-me) a yeas en dro ken na zifindaone ! Eur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouz va fenn ha bec'h ivez d'ezi, da gas ar c'hig sall hag ar bara kras da stanka he genou d'am bouzellenn vras!

1929
Référence : SVBV p9

Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.

1929
Référence : SVBV p.18

War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj.

1929
Référence : SVBV p.15

bloaz goude

1931
Référence : VALL pg (un) an (après)

ha goude ma

1931
Référence : VALL pg bien (que)

goude selaou

1931
Référence : VALL pg audition

goude merenn

1931
Référence : VALL pg après-diner

goude ma

1931
Référence : VALL pg alors (que, bien que), après (que)

goude lein

1931
Référence : VALL pg après-diner

goude gouzout

1931
Référence : VALL pg bien (qu'il sache)

goude dit (d')o c'harout

1931
Référence : VALL pg après (que tu les auras aimés)

goude d'ezañ ober ze

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

goude dezhañ bezañ

1931
Référence : VALL pg bien (que)

goude d'an holl mont ne din ket

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

goude bloaz

1931
Référence : VALL pg (après un) an

goude ar rastell e teu ar forc'h

1931
Référence : VALL pg avare (à père avare, fils prodigue)

goude

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII, après

en e c'houde

1931
Référence : VALL pg après (lui)

diouzhtu da c'houde

1931
Référence : VALL pg aussitôt

damdost goude

1931
Référence : VALL pg aussitôt

dambrestik goude

1931
Référence : VALL pg aussitôt

da c'houde

1931
Référence : VALL pg après

Da darzh-an-deiz e oant savet hag ur c'hardeur da c'houde o devoa kavet repu war ar plouz en un ti-skol.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Bez' e vije eta ar re-mañ, ma heulier Shepard, traoniennoù kleuzet don en Douar-Bras goude da hemañ dibradañ; beuzet; stanket ha sebeliet gant atredadoù; adkleuzet dre m'eo bet skarzhet kuit al lec'hid a oa ouzh o leuniañ.

1943
Référence : TNKN p72

Na respontit ket holl asambles, na, kennebeut, diouzhtu, nemet goude bezañ taolet evezh bras er pezh a vezo bet goulennet diganeoc’h.

1944
Référence : ATST p.9

Goude pemp eur e vezemp dieub, da vont da vale dre Wengamp.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Arvarus e oa e kavjen-me netra goude ur « chaseour-dornskridoù » ken fri-lemm ha Frañsez Vallée.

1944
Référence : EURW.1 p.93

Devezh ar Sul e veze katekizoù goude lein, a-raok ar gousperoù.

1944
Référence : EURW.1 p26

Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.

1944
Référence : ATST p.27

[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.

1944
Référence : EURW.1 p27

Un abardaevezh a viz Genver 1890, prestik goude distro an deiz kentañ 'r bloaz, Aogust ar Roc'h ha me, hon-daou ken heuget an eil evel egile gant ar vuhez kolaj, a zivizas mont kuit etrezek ar gêr.

1944
Référence : EURW.1 p35

Diouzhtu goude lein, e oa aet an daou vignon d'ober un dro : n'oant ket evit en em ober diouzh ar c'housk-ae [sic], boaz ar vro e-doug eurioù tommañ an deiz.

1949
Référence : SIZH p.53

Met en aner : graet 'n deus kazeg / Goude bezañ furchet dre-holl.

1960
Référence : PETO p33

Nebeut amzer goude avat e trenkas an traoù etre ar broioù, ha n'eo ket mui c'hoari brezel bihan en a oa da ober, met soñjal er brezel bras...

1985
Référence : DGBD p6

Ha da c'houde e pigner d'ar "butunlec'h" da gafea.

1985
Référence : DGBD p11

Setu perak, goude kas va mevelion da gousket, e kargis ur bistolenn gozh, e doare d'en em zifenn, diouzh an degouezh.

2012
Référence : DJHMH p. 83

[Iliz-veur] Landreger avat n'eus ken 75 metr etre dor an talbenn ha penn pellañ he chantele (keñveriañ gorread iliz-veur Kemper ouzh hini iliz-veur divent Amiens). Daoust da gement-se e oa bet un hirnezh d'he sevel. N'ho peus ken soñjal. Ar bloavezh 1240 a c'hall bezañ lakaet da boent loc'h ar chanter. Met e dibenn ar XVvet kantved, ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz da c'houde, edod c'hoazh o labourat warni d'he feurechuiñ.

2013
Référence : LLMM niv. 399, p. 6

Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

Gwelloc'h a se a vo an istor rak c'hoant bras o do an arvesterien da c'hoût petra zo pennkaoz d'ho stourm, ha dre-se e vefont gouest da sevel a-du ganeoc'h da c'houde.

2015
Référence : DISENT p79

Goude hon eus klasket ur mezeg evit ma erskrivje deomp hon louzeier met ar vezeion a rae harz-labour.

2015
Référence : EHPEA p12

Se zo en tu-hont d'ar pezh a c'hellan ober, Aotrou C'haritos. Ret e vo da Renerezh an Torfederezh Elektronek ober war-dro. Goude ma soñj din ne gavint netra.

2015
Référence : EHPEA p83

Ne vint [obererezhioù zo] ket lakaet e pleustr nemet goude bezañ savet hor mouezh ha klasket tabutal gant doareoù hengouneloc'h d'ober.

2015
Référence : DISENT p71

Da c'houde e laka ar stourmerien o divrec'h da dremen dre zindan o divhar evit tapout krog e-barzh melloù-dorn, dornioù pe, d'ar gwashañ, ufernioù o c'hamaraded hag a zo a-dal dezhe.

2015
Référence : DISENT p95

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux