goude
Goude bezañ gwelet ganeomp ar mad pehini zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? An droug pehini zo ret deomp tec'het dioutañ. Peseurt droug a zleomp-ni tec'het dioutañ ? Pec'hed. Petra eo pec'hed ? Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep al lezenn pe volontez Doue. Peseurt na pet pec'hed zo ? Daou : pec'hed orijinel ha'n hini aktuel. Petra eo pec'hed orijinel ? An hini a zegasomp ganeomp er bed-mañ pa vezomp ganet hag a vez deomp pardonet dre ar sakramant a vadeziant.
M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.
goude
goude
péll goude
Goude an telenn e teu ar rebed.
pell goude
Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?
An navet nozvezh a viz Mediosamonios (1), d’ar sav-heol, an navet bloavezh goude din distreiñ eus broioù ar C’hreisteiz, Kissiambos (2) ha pennoù an Aulerked o vezañ klevet va dezo ha kavet mat anezhañ, em eus graet ar roadoù sakr ha sevenet al lidoù dleet, ha staget da skrivañ em domani Blatomagos, e bro an Aulerked (3).
Goude kerzhout e-pad seizh miz a-dreuz koadoù, strouezhegoù ec’hon, geotegoù ; goude treuziñ un niver gwazhioù, froudoù, stêrioù, avenoù, lennoù, geunioù ; goude trec’hiñ war ziaesterioù, gouzañv skuizhderioù ha tec’hout diouzh riskloù bras, e tigouezhas an holl yaouankizoù-se, an alc’houeder Alouda bepred ouzh o leviañ, war glann gornok lenn an Heol, Sonnolindon (1).
a-benn goude
ac'han goude da
goude
bloaz goude
ha goude ma
goude selaou
goude merenn
goude ma
goude lein
goude gouzout
goude d'ezañ ober ze
goude d'an holl mont ne din ket
goude bloaz
goude ar rastell e teu ar forc'h
goude
en e c'houde
damdost goude
dambrestik goude
da c'houde
Bez' e vije eta ar re-mañ, ma heulier Shepard, traoniennoù kleuzet don en Douar-Bras goude da hemañ dibradañ; beuzet; stanket ha sebeliet gant atredadoù; adkleuzet dre m'eo bet skarzhet kuit al lec'hid a oa ouzh o leuniañ.
Na respontit ket holl asambles, na, kennebeut, diouzhtu, nemet goude bezañ taolet evezh bras er pezh a vezo bet goulennet diganeoc’h.
Goude pemp eur e vezemp dieub, da vont da vale dre Wengamp.
Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.
[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.
Diouzhtu goude lein, e oa aet an daou vignon d'ober un dro : n'oant ket evit en em ober diouzh ar c'housk-ae [sic], boaz ar vro e-doug eurioù tommañ an deiz.
Nebeut amzer goude avat e trenkas an traoù etre ar broioù, ha n'eo ket mui c'hoari brezel bihan en a oa da ober, met soñjal er brezel bras...
Ha da c'houde e pigner d'ar "butunlec'h" da gafea.
Setu perak, goude kas va mevelion da gousket, e kargis ur bistolenn gozh, e doare d'en em zifenn, diouzh an degouezh.
[Iliz-veur] Landreger avat n'eus ken 75 metr etre dor an talbenn ha penn pellañ he chantele (keñveriañ gorread iliz-veur Kemper ouzh hini iliz-veur divent Amiens). Daoust da gement-se e oa bet un hirnezh d'he sevel. N'ho peus ken soñjal. Ar bloavezh 1240 a c'hall bezañ lakaet da boent loc'h ar chanter. Met e dibenn ar XVvet kantved, ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz da c'houde, edod c'hoazh o labourat warni d'he feurechuiñ.
Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.
Gwelloc'h a se a vo an istor rak c'hoant bras o do an arvesterien da c'hoût petra zo pennkaoz d'ho stourm, ha dre-se e vefont gouest da sevel a-du ganeoc'h da c'houde.
Goude hon eus klasket ur mezeg evit ma erskrivje deomp hon louzeier met ar vezeion a rae harz-labour.
Se zo en tu-hont d'ar pezh a c'hellan ober, Aotrou C'haritos. Ret e vo da Renerezh an Torfederezh Elektronek ober war-dro. Goude ma soñj din ne gavint netra.
Ne vint [obererezhioù zo] ket lakaet e pleustr nemet goude bezañ savet hor mouezh ha klasket tabutal gant doareoù hengouneloc'h d'ober.
Da c'houde e laka ar stourmerien o divrec'h da dremen dre zindan o divhar evit tapout krog e-barzh melloù-dorn, dornioù pe, d'ar gwashañ, ufernioù o c'hamaraded hag a zo a-dal dezhe.