Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. niv. A. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) 1. Niver zo par da drizek mui unan. Ur c'hrennard pevarzek vloaz. 2. Trl. Ober ur sell a dalvez pevarzek real : ober selloù du. B. Ag. pet. (goude un ak.) Pevarzekvet. Ar bajenn pevarzek. II. Rag. niv. A. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) 1. Niver zo par da drizek mui unan. Pevarzek a vugale. 2. Trl. Bezañ sotoc'h eget pevarzek : bezañ sot-tre. & Emañ an traoù war ar pevarzek-kant : a lavarer pa ziskouez ub. bezañ laouen-bras. B. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Pevarzekvet. Ar bevarzek a viz Here. D'ar bevarzek a viz Gwengolo. III. Niv. peg. 1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget trizek ha tri-ugent. Pevarzek (den) ha pevar-ugent. 2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. Pevarzek-ugent : daou-c'hant ha pevar-ugent. Pevarzek-kant: mil pevar-c'hant. Pevarzek-kant den a oa bodet eno. IV. Impl. da ak. Niveron. 1. Niver anterin a zeu da heul trizek. An niver pevarzek. 2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 14 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zen da heul trizek. EVEZH. : (a) kemm. blot. goude pevarzek rag. peg. ; (b) kemm. blot. war-lerc'h ar gm. e deroù pevarzek rag. pet.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

pevarzek

1499
Référence : LVBCA p163

pevarzek

1659
Référence : LDJM.1 pg quatorze

Ar roue Charlez eizhvet en hanv a stagas Provañsa ouzh ar rouantelezh a Frañs er bloaz pevarzek-kant chwec'h ha pevar-ugent.

1732
Référence : GReg pg annexer (Le Roi Charles VIII. annexa la Provence à la Couronne, en 1486.)

Loeiz pevarzek en hanv, anvet ar bras

1732
Référence : GReg pg dit (Louis XIV. dit le grand.)

den yaouank adalek an oad a bevarzek vloaz bede pemp warn-ugent

1732
Référence : GReg pg adolescent

Pevarzek

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "quatorze".

pevarzek

1850
Référence : GON.II pg pévarzék

pevarzek-ugent

1850
Référence : GON.II pg pévarzék (-ugeñt)

Pep hini en deus pevarzek kostezenn vras, ha dek kostezenn vihan.

1850
Référence : GON.II.HV pg kostéen (Chacun a quatorze grandes côtes et dix petites).

Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, ur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzhet da varc’hadourien a ziavaez-[b]ro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantañ, lakaet da valañ heiz.

1923
Référence : SKET p.22

Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.

1944
Référence : EURW.1 p18

Deuet int memes tra en noz teñval, e-kreiz miz Genver da begañ ar skritell a lavare e oa an enklask da vezañ dalc'het eus penn kentañ miz C'hwevrer betek ar bevarzek a viz Meurzh.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.2

Anat eo ne zegouezhe ket bemdez ar gelaouenn du-hont : dre vras [dre-vras] e teue al lestr bep pemzektez hag ho peze evel-se pevarzek kelaouenn war un dro, ar pep brasañ anezho bet moullet ouzhpenn ur miz a oa.

1985
Référence : DGBD p120

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux