plijadur
a ro plijadur
plijadur
Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)
plijadur
plijadur
abadenn blijadur
Plijadur gwelout daou Satanaz ha klevout o doare kaozeal.
Lom a reas un abadenn grozal : — « Amañ », emezañ, « ne c’hell ket unan diskuizhañ e begement ; bremaik e vezo ret labourat bemdez ha bemnoz evit plijadur ar merc’hed ! »
An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. » An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. »
Va buoc’h, avat, a oa ken laer, ma ne roe ket un tamm repoz din, hag, a-hend-all, liorzhoù Penn-Aod ["Pennaod"] a oa enno avaloù ken mat, ken mat, ma oa ur blijadur c’hoari kontellig ganto.
Gwelout a reer diwar ar gorre ur vro eus ar re gaerañ a vez kavet e Bro-Gernev : ar stêr Aon o treiñ hag o tistreiñ lezirek en un draonienn c’hlas, tour Sant Iduned, war an tu kleiz ; war an tu dehou tour bras hag hini bihan Pleiben ; dirak, du-hont, pell, tuchenn Sant Mikael, ar menez uhelañ e Breizh ; ha, tro-war-dro, douaroù pinvidik evit brasañ plijadur ar gouerion.
« N’ouzon ket perak e kavit kement a blijadur gant ur c’heloù ken trist », a lavaras dezho ar skluzier.
Mes ar pezh a ouzon, hag un dra hag a ra plijadur din, eo soñjal e tremeno hiviziken hor moereb ur vuhez eürus war an douar.
Paotr ar gaita, avat, kavet gantañ an ton hag ar mentadur, a daol bremañ er-maez, en-dra [endra] ma c'hell, ur « fandango », drantig [drantik] ha goapaer, ken eo ur blijadur.
Va seizh gwellañ a ris a-hed ar bloaz evit ober plijadur d’am mamm ha da Soaz Sapeur, hag ivez 'vit ma kreskje brud-vat Priel, rak den all nemedon eus va farrez ne oa er mare-se e skolaj Landreger.
Kaer am beze gwinkal ha difretañ, graet e veze din 'ta lonkañ hep sellout berr, ha kement hag ober plijadur d’am zintin, ur bern moc’haj, blaz an diaoul warno, ha na raent na droug na vat d’ur bugel ken yac’h ha den.
Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.
Gwasket e oa un tammig va c'halon em c'hreiz : edon o kuitaat ar vro d'ur mare ma oa bet ur blijadur evidon tremen e Roazon pemp miz kentañ ar bloaz-se ; evel skiantour, evel broadelour, hag evel mignon, o devoa ar mizvezhioù-se degaset din levenezioù a-leizh.
Pouezus eo e vefe ar stourmerien en o bleud evit o surentez... koulz hag evit o flijadur da stourm.
Kenkent ha ma azez dirak un douchennaoueg hag ur skramm, ne skuizh ket en he flijadur.
A-drugarez d'an holl draoù-se e vezer devet gant ar blijadur, ha dont a ra da vezañ evel un dramm.
Frealziñ a ra ar stoumerien rak digreskiñ a ra feulster an enebourien, ha dre-se ez eus muioc'h a chañs da gaout plijadur o stourm...
Mots précédents
Mots suivants
plijadurezh