Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. A. 1. (db. an dud, al loened) Santad, santadur dudius a sav diwar gaout e c'hoant, e c'houlenn, e ezhomm ; stad bred un den, ul loen zo lusket gant ur santadur bourrus. Kaout plijadur. Kaout plijadur oc'h ober udb. Kemer plijadur, un tamm plijadur oc'h ober udb. Ret eo (kemer) plijadur a-wechoù. Skrijal gant ar blijadur. Ur mareig a blijadur. Plijadur zo bet. 2. OBER PLIJADUR DA UB. : ober e doare da blijout dezhañ. Graet em eus an dra-se da, evit ober plijadur dezhañ. Kaer a vez ober plijadur dezhañ. Grit plijadur din. & Ober plijadur da ub. : plijout dezhañ. Anat e oa e rae an dra-se plijadur dezho. 3. Trl. Kemer plijadur gant udb. : bourrañ ouzh udb. Me a gemer plijadur gant nebeut a dra. Kemer plijadur gant ar pezh a gari. & Ober udb. gant plijadur : hep ginañ. Mont a rin d'ho kwelet gant plijadur. « Dont a reot ? - Ya, gant plijadur (vras) ». & Ober udb evit ar blijadur, evit e blijadur : ken tra nemet evit an dudi a vez degaset gantañ. Abaoe ma'm eus kuitaet ar vicher, ez an da besketa evit ar blijadur. An arzourien a labour evit o flijadur. B. Dre ast. 1. Trl. Ober udb. hervez e blijadur : hervez e c'hoant. Hervez o flijadur o deus bevet. 2. Stad en em blijer enni. N'emaon ket o vont da zimeziñ c'hoazh, me n'on ket skuizh em flijadur. Amañ bremañ emaon em flijadur. 3. Trl. Ober udb. war e blijadur : o lakaat an amzer ret evit se. II. B. 1. Pezh a laka ar santad, ar santadur-se da ziwanañ. Ur blijadurig. Ar blijadur-se zo koustet ker din. Ur blijadur o gwelet. & (en e furm lies) AR PLIJADURIOÙ : ar vuhez diroll. En em reiñ d'ar gwin ha d'e blijadurioù. & Ent strizh, dre zic'harv. Plijadurioù ar bed, ar c'horf : plijadurezhioù ar bed, ar c'horf. 2. Trl. skeud. Bezañ azezet, beuzet en e bemp plijadur warn-ugent : ren ur prantad amzer, ur pennad buhez eürus-tre. Ne gavemp ket hir an nozvezhioù beilh beuzet en hor pemp plijadur warn-ugent. & Dre eilp. Seizh plijadur ha dek ouzhpenn : plijadur vras. Seizh plijadur ha dek ouzhpenn a hetan deoc'h ! HS. dudi, ebat. ES. poan.

Skouerioù istorel : 
61
Kuzhat roll ar skouerioù

plijadur

1499
Daveenn : LVBCA p165 (plaisance)

plijadur

1659
Daveenn : LDJM.1 pg contentement, delice, plaisir, volupté, bien (plaisir, bien fait)

lec'h a blijadur

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (lieu de) plaisance

ober plijadur da

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (faire) plaisir (a quelqu'vn)

17. Grit din ouzhpenn bezañ gouliet / Gant e holl c'houlioù binniget, Stagit ma c'halon ouzh ar groaz, / A vezo ma flijadur vras.

1677
Daveenn : Do. p69

plijadur

1732
Daveenn : GReg pg aise, bien (plaisir, bien fait), contentement (plaisir, joye mondaine)

plijadurioù

1732
Daveenn : GReg pg aise, contentement (plaisir, joye mondaine)

ker eo bet gwerzhet ar blijadur-se din-me

1732
Daveenn : GReg pg acheter

renoñsiñ d'an holl blijadurioù

1732
Daveenn : GReg pg abnegation

roet d'ar gwin ha d'e blijadurioù

1732
Daveenn : GReg pg adonner

sujet eo d'ar plijadurioù brutal

1732
Daveenn : GReg pg adonner

an arc'hant hag ar blijadur a zo an emors eus ar vis

1732
Daveenn : GReg pg amorce

an arc'hant hag ar blijadur a zo paskadur ar vis

1732
Daveenn : GReg pg amorce

ar blijadur-se a zo koustet ker din-me

1732
Daveenn : GReg pg acheter

klask e blijadur

1732
Daveenn : GReg pg aise

An arc'hant a zo un amorch bras evit an dud avarisius ; hag ar plijadurioù lik, ur grampinell ivinek evit ar re lubrik, siwazh.

1732
Daveenn : GReg pg attrait (L'argent est un puissant attrait pour les avares ; & le plaisir sensuel en est un autre pour les voluptueux.)

an darn vuiañ eus an dud a zo borodet hag asotet gant ar plijadurioù vihan eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg attrait (les attraits des creatures charment la plûpart du monde)

ober plijadur da ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg (faire du) bien (à quelqu'un)

graet plijadur da ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg (faire du) bien (à quelqu'un)

plijadurioù ar c'horf

1732
Daveenn : GReg pg (les plaisirs de la) chair

plijadurioù ar c'hig

1732
Daveenn : GReg pg (les plaisirs de la) chair

ar plijadurioù dizordren eus ar c'hig

1732
Daveenn : GReg pg (les plaisirs de la) chair

plijadur

1732
Daveenn : GReg pg complaisance, delectation

a ro plijadur

1732
Daveenn : GReg pg delectable

reiñ plijadur

1732
Daveenn : GReg pg delecter, divertir (égayer, rejoüir)

gant pep seurt plijadur

1732
Daveenn : GReg pg delicieusement

kemeret e blijadur

1732
Daveenn : GReg pg (se) divertir

plijadur buhez den

1732
Daveenn : GReg pg (la) douceur (de la vie)

kemer plijadur en &c.

1732
Daveenn : GReg pg goûter (Goûter, approuver, agréer.)

kemeret plijadur en &c.

1732
Daveenn : GReg pg goûter (Goûter, approuver, agréer, pp.)

tec'hit diouc'h ar blijadurioù gwalluz

1850
Daveenn : GON.II pg plijadur

kalz a blijadur em eus bet oc'h e welout

1850
Daveenn : GON.II pg plijadur

plijadurioù

1850
Daveenn : GON.II pg plijadur

plijadur

1850
Daveenn : GON.II pg plijadur

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Ma ranke kouer turiat an douar, an Noblañsoù o doa ivez ar blijadur da vont d’ar brezel ha da lakaat terriñ o fenn. Pehini oa ar gwellañ ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.260

plijadur

1904
Daveenn : DBFV pg -adur (plaisir)

plijadurioù

1904
Daveenn : DBFV pg -adur (plaisir)

Ne anzavas ket penaos, pa zileze an ti, peurliesañ e [veze] evit ober plijadur d’e c’hoar ha d’e vreur.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

An darn vuiañ a oa deut evit o flijadur, evit kanañ, dañsal, youc’hal, ober trouz ha jolori : jalivari !

1925
Daveenn : BILZ2 p.158

plijadur

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -adur (plaisir)

abadenn blijadur

1927
Daveenn : GERI.Ern pg abadenn (partie de plaisir)

An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. » An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. »

1944
Daveenn : ATST p.58

« Ober a raio plijadur dimp. »

1944
Daveenn : EURW.1 p54

Plijadur gwelout daou Satanaz ha klevout o doare kaozeal.

1944
Daveenn : ATST p.121

Mes ar pezh a ouzon, hag un dra hag a ra plijadur din, eo soñjal e tremeno hiviziken hor moereb ur vuhez eürus war an douar.

1944
Daveenn : ATST p.15

« N’ouzon ket perak e kavit kement a blijadur gant ur c’heloù ken trist », a lavaras dezho ar skluzier.

1944
Daveenn : ATST p.14

Ha penaos kaout plijadur o c'hoari en ur gaoued ?

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Me 'm boa plijadur ma gwalc'h e marc'had Kallag, rak ma mamm a brene din bepred madigoù ha c'hoarielloù.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Eñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o senti ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…

1944
Daveenn : EURW.1 p.193-194

Buan, gant u[n] abardaevezh pe gant ur sulvezh plijadur a-gevret, e veze ankounac’haet trubuilhoù ar gompagnunezh skol.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Lom a reas un abadenn grozal : — « Amañ », emezañ, « ne c’hell ket unan diskuizhañ e begement ; bremaik e vezo ret labourat bemdez ha bemnoz evit plijadur ar merc’hed ! »

1944
Daveenn : ATST p.70

Va buoc’h, avat, a oa ken laer, ma ne roe ket un tamm repoz din, hag, a-hend-all, liorzhoù Penn-Aod ["Pennaod"] a oa enno avaloù ken mat, ken mat, ma oa ur blijadur c’hoari kontellig ganto.

1944
Daveenn : ATST p.45

Gwelout a reer diwar ar gorre ur vro eus ar re gaerañ a vez kavet e Bro-Gernev : ar stêr Aon o treiñ hag o tistreiñ lezirek en un draonienn c’hlas, tour Sant Iduned, war an tu kleiz ; war an tu dehou tour bras hag hini bihan Pleiben ; dirak, du-hont, pell, tuchenn Sant Mikael, ar menez uhelañ e Breizh ; ha, tro-war-dro, douaroù pinvidik evit brasañ plijadur ar gouerion.

1944
Daveenn : ATST p.44

Paotr ar gaita, avat, kavet gantañ an ton hag ar mentadur, a daol bremañ er-maez, en-dra [endra] ma c'hell, ur « fandango », drantig [drantik] ha goapaer, ken eo ur blijadur.

1949
Daveenn : SIZH p.66

Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Gwasket e oa un tammig va c'halon em c'hreiz : edon o kuitaat ar vro d'ur mare ma oa bet ur blijadur evidon tremen e Roazon pemp miz kentañ ar bloaz-se ; evel skiantour, evel broadelour, hag evel mignon, o devoa ar mizvezhioù-se degaset din levenezioù a-leizh.

1985
Daveenn : DGBD p9

Frealziñ a ra ar stoumerien rak digreskiñ a ra feulster an enebourien, ha dre-se ez eus muioc'h a chañs da gaout plijadur o stourm...

2015
Daveenn : DISENT p51

A-drugarez d'an holl draoù-se e vezer devet gant ar blijadur, ha dont a ra da vezañ evel un dramm.

2015
Daveenn : DISENT p52

Pouezus eo e vefe ar stourmerien en o bleud evit o surentez... koulz hag evit o flijadur da stourm.

2015
Daveenn : DISENT p112

Kenkent ha ma azez dirak un douchennaoueg hag ur skramm, ne skuizh ket en he flijadur.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial