Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stad bred ub. zo drouklaouen ; santadur ub. zo bet graet gaou outañ. Gant un den a seurt-se ne vez nemet displijadur. Mont a ra d'o heul gant displijadur. & Ober, reiñ displijadur da ub. : displijout dezhañ. Displijadur vras a ra din ar gaoz zo etrezoc'h. & Kaout displijadur : bezañ displijet. Re a zisplijadur am eus. & Kemer displijadur oc'h ober udb. : bezañ displijet ouzh e ober. Kemer a ra displijadur ouzh hor gwelet.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

displijadur

1659
Daveenn : LDJM.1 pg deplaisir

displijadur

1732
Daveenn : GReg pg deboire (déplaisir, chagrin), deplaisir (offense)

displijadur en deus

1732
Daveenn : GReg pg (il a du) deplaisir

displijadur

1850
Daveenn : GON.II pg displijadur (Déplaisir, douleur d'esprit. Mécontentement).

Hag abaoe… abaoe… Displijadur, dienez, enkrez e-barzh an ti…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

Na pebezh laouenidigezhen ti Izabel, goude an displijadur !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

— Ur martolod ! a ragache ar vamm : gwreg ur martolod. gwreg a zisplijadur. Fritañ paourentez ne ri ken, paourkaezh, gant da Erwanig !

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

Ha setu perak ar baotred a gemeras hent ar maez, ha, goude, hent ar gêr, kerkent ha m’o doa resevet, evit o brasañ damant hag o brasañ displijadur, un testeni start eus buhez bev-buhezek an hini na oa ket beuzet.

1944
Daveenn : ATST p.131

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial