Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an traoù) A zegas displijadur. Displijus e oa mont da vale dindan ar glav. Un devezh displijus. Komzoù displijus. Un afer displijus. 2. (db. al lec'hioù) Na gaver ket brav bezañ ennañ. Ul lec'h displijus e oa, tost d'un toull-diskarg. HS. divourrus. 3. (db. an dud, al loened) Na gaver ket brav bezañ gantañ. Un den displijus hag atav war e du fall. Amezeien displijus eo an naeron. ES. bourrus, plijus.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

en ur feson diservijus, displijus

1732
Daveenn : GReg pg desobligeamment

displijus

1732
Daveenn : GReg pg deplaisant (ante), desobligeant (ante)

tra displijus

1732
Daveenn : GReg pg desagrement (ce qui n'agrée pas)

N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

N'eo ket lammat ha brallañ hepken eo a ra al lestr, krenañ a ra ivez, ar pezh a zo displijus-meurbet.

1985
Daveenn : DGBD p11

"Peseurt doare den eo da welout ?" "N'eo ket aes e zeskrivañ. Un dra bennak siek zo d'e neuz, un dra bennak displijus, kasaus a-grenn".

2012
Daveenn : DJHMH p17

"Ha petra zo displijus aze evit ma rafec'h penn kozh ouzhin pa zistroan d'ar gêr da noz?" a c'houlennan sabadac'het.

2015
Daveenn : EHPEA p64

[...] -kuit na grogfe ur poliser e-barzh ho fri evit sachañ ho penn war-dreñv, ar pezh a zo displijus ken-ha-ken...-

2015
Daveenn : DISENT p95

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial