displijus
tra displijus
N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !
N'eo ket lammat ha brallañ hepken eo a ra al lestr, krenañ a ra ivez, ar pezh a zo displijus-meurbet.
Gourvezet oan, deut oan a-benn da skarzhañ kudennoù ar present perfect diouzh ma spered, santout a raen ma nerioù o tistegnañ pa voen degaset en-dro war-du ar prederioù diavaez gant risk-risk-risk ar bal houarn war al leurenn simant : ar wech-se e roas din an trouz un tamm poan-benn hag e teuas en-dro d'am spered, displijus, an emc'houlenn eus ar mintin.
"Peseurt doare den eo da welout ?" "N'eo ket aes e zeskrivañ. Un dra bennak siek zo d'e neuz, un dra bennak displijus, kasaus a-grenn".
"Ha petra zo displijus aze evit ma rafec'h penn kozh ouzhin pa zistroan d'ar gêr da noz?" a c'houlennan sabadac'het.
[...] -kuit na grogfe ur poliser e-barzh ho fri evit sachañ ho penn war-dreñv, ar pezh a zo displijus ken-ha-ken...-
Kavet he doa anezhañ displijus neuze, ne blije ket dezhi an doare ma komze ouzh ar bugel.