Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an traoù) A zegas plijadur. Un arvest plijus. Plijus e kavan mont da vale. HS. bourrus, dudius, ebat. 2. (db. al lec'hioù) A gaver brav bezañ ennañ. Ur gêriadennig plijus. 3. (db. an dud) A gaver brav bezañ gantañ. Amezeien blijus. HS. bourrus.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

plijus

1850
Référence : GON.II pg plijuz

plijus

1931
Référence : VALL pg agréable, amusant

Ha me d'ar red, ha kavout er parlouer un den gant un dremm plijus-kenañ, daoulagad glas dezhañ 'drek e lunedoù alaouret, ur barv kistin oc'h ober tro e javedoù ; e benn a oa dija un tammig moal, hag e gein un tammig kromm, mes tres ur paotr kalet ha kreñv a oa war an aotrou am galve er parlouer.

1944
Référence : EURW.1 p54

Ar Braz en doa un dremm plijus-kenañ, un daoulagad lirzhin, un aer hegarat ; ar Govig a oa heñvel ouzh ur mestr martolod, gant e benn tev hag e golier barv, e gorn-butun na guitae ket e veg : mont a rae e deod en-dro hep ehan, evel rod ur vilin.

1944
Référence : EURW.1 p67

E zaoulagad a oa bras hag eeun, hag a oa melezourioù ur spered lemm ha digor ; e gaoz a oa plijus da glevout.

1944
Référence : EURW.1 p79

- Ha me, me 'gav brav da zent gwenn, ha da zaoulagad mor, ha da dal uhel ha kaer, ha rodelligoù da vlev... plijus d'ar merc'hed o c'hañjoliñ !

1949
Référence : SIZH p.57

Hounnezh a oa unan eus ar c'hoantadennoù en devez pep den pa vez en ul lec'h plijus, met seveniñ e c'hoant ne vez ket aes bepred.

1985
Référence : DGBD p110

Siwazh ! Ne deo ket an dud marteze ken plijus ha ma 'z eo kêr, evidon-me da nebeutañ, ha ne don ket boazet ouzh kêrioù ar C'hreisteiz.

1985
Référence : DGBD p13

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux