Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A zegas plijadur. Ul levr plijadurus bennak da lenn. Ar vamm a gonte dimp istorioù en un doare plijadurus. Te a gav dit eo plijadurus ? HS. bourrus, ebat, kaer, plijus.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne lavaran ket, n'eo ket plijadurus bezañ war ar mor hag arvestiñ outañ, eo ! Un daolenn eus ar re gaerañ a gaved eno, dreist-holl, gwechall e marevezh al listri-dre-lien.

1929
Daveenn : SVBV p.14

Lein a voe plijadurus-kenañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p55

Laouen e oan evel-just o welet penaos e veze avielet, ya fentusoc'h e oa forzh penaos... fentusoc'h pa lavaran... plijadurusoc'h e oa memestra buhez ur beleg en Ouganda eget e Lokournan

2007
Daveenn : KASTE p. 67

Hogen stag-tre e oant ouzh ar pourmenadennoù-se, a oa evito barr o sizhun ; hag evit gallout o friziañ diouzh c'hoant ha tennañ anezho o gwalc'h a zudi, n'eo ket hepken dilezel emgavioù plijadurus a raent, hogen ober skouarn vouzar ivez da c'halv an aferioù.

2012
Daveenn : DJHMH p10

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial