1. Pezh a reer evit bezañ prest, evit prientiñ udb.
Da biv an holl hourchas-se a reont ? Daou bourchas zo evit ar marv.
2. Trl.
Ober e bourchas, pep pourchas : en em brientiñ, en em lakaat prest.
Ar vro a reas he fourchasoù evit mougan krenn emsav an enebourien. Ober a rae kement pourchas a oa ret evit ur veaj.
&
Ober e hourchas eus udb. : dont a-benn d'e gaout, ouzh e brenañ prl.
An deiz ma tlee ober e bourchas eus an oan.
3. Tr. adv.
E pourchas : prest.
Ha bez' emañ pep tra ganeoc'h e pourchas ? Ar marv en deus e gavet e pourchas. En em zelc'her e pourchas.
4. Armerzh
Lezenn ar pourchas hag ar goulenn : lezenn an nevid zo diazezet war goulenn an dud war kenderc'hadoù zo, hag ar prenañ anezho.