Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
118
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. (db. an traoù) 1. Reiñ, degas da ub. pe da udb. ar pezh zo ret pe dalvoudus dezhañ. Pourchas ardivinkoù d'un embregerezh. An douar-man a oa bet pourchaset dezhañ gant e dad. [1954] Ya, met eus pelec’h an diaoul pourchas ar seurt benveg ?... HS. pourvezañ. 2. Dre ast. Aozañ, fardañ. Pourchaset en deus ul lein evit eured e vab. 3. Dre skeud., trl. Pourchas un degemer laouen da ub. : ober un degemer laouen dezhañ. B. (db. an dud) Prientiñ, lakaat prest. Pourchas ub. a-benn ar vadeziant. Pourchas an ene a-benn ar marv. Pourchas un taol kaer d'an enebourien. II. (dirak un av.) POURCHAS OBER : prientiñ ober. Pourchas mont e kêr.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Donedigezh-vat dit a-berzh da dad Manos ! Donedigezh-vat a-berzh da vamm Bena, va fried vuiañ-karet ! Deuet-mat out er vro-mañ ma vevomp enni, en douar gwenvidik-mañ a zo bet pourchaset dit gant madelezh va zad.

1923
Référence : SKET p.73

Ken dizanat edo an avoultriezh ma n’oa gant ar yezh ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed.

1923
Référence : SKET p.67

Ha, p’en deveze graet gantañ e redadenn-veure, deut en-dro d’ar marchosi, eñ eo adarre e dorchenne, a c’houzerie dindanañ hag a bourchase e rastellad-foenn evit an noz.

1924
Référence : SKET.II p.22-23

pourchas

1931
Référence : VALL pg approvisionner

Brudoù fall a rede : an enebour a oa tost ! An dud a lakaas bec'h da bourchas tec'hout.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

[...] lagad ebet ne dennen a-ziwar vizied an dall o kas en-dro dornikell ar viell. Ya, met eus pelec’h an diaoul pourchas ar seurt benveg ?...

1954
Référence : VAZA p.35

« Gant Goddam eme Figaro, tu a zo da bourchas n’eus forzh petra e Breizh-Veur ; gwir eo, e tegouezh ivez d’ar Saozon distagañ geriennoù amañ, geriennoù a-hont, pa vezont o tivizout kenetrezo, met Goddam a zo, anat ha splann, diazez o yezh ».

1955
Référence : VBRU p.45

L'Office public de la langue bretonne