Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. (db. an traoù) 1. Reiñ, degas da ub. pe da udb. ar pezh zo ret pe dalvoudus dezhañ. Pourchas ardivinkoù d'un embregerezh. An douar-man a oa bet pourchaset dezhañ gant e dad. HS. pourvezañ. 2. Dre ast. Aozañ, fardañ. Pourchaset en deus ul lein evit eured e vab. 3. Dre skeud., trl. Pourchas un degemer laouen da ub. : ober un degemer laouen dezhañ. B. (db. an dud) Prientiñ, lakaat prest. Pourchas ub. a-benn ar vadeziant. Pourchas an ene a-benn ar marv. Pourchas un taol kaer d'an enebourien. II. (dirak un av.) POURCHAS OBER : prientiñ ober. Pourchas mont e kêr.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ken dizanat edo an avoultriezh ma n’oa gant ar yezh ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed.

1923
Daveenn : SKET p.67

Donedigezh-vat dit a-berzh da dad Manos ! Donedigezh-vat a-berzh da vamm Bena, va fried vuiañ-karet ! Deuet-mat out er vro-mañ ma vevomp enni, en douar gwenvidik-mañ a zo bet pourchaset dit gant madelezh va zad.

1923
Daveenn : SKET p.73

Ha, p’en deveze graet gantañ e redadenn-veure, deut en-dro d’ar marchosi, eñ eo adarre e dorchenne, a c’houzerie dindanañ hag a bourchase e rastellad-foenn evit an noz.

1924
Daveenn : SKET.II p.22-23

pourchas

1931
Daveenn : VALL pg approvisionner

Brudoù fall a rede : an enebour a oa tost ! An dud a lakaas bec'h da bourchas tec'hout.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial