Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh a reer evit bezañ prest, evit prientiñ udb. Da biv an holl bourchas-se a reont ? Daou bourchas zo evit ar marv. 2. Trl. Ober e bourchas, pep pourchas : en em brientiñ, en em lakaat prest. Ar vro a reas he fourchasoù evit mougan krenn emsav an enebourien. Ober a rae kement pourchas a oa ret evit ur veaj. [1955] Met kement-se am boa da zeskiñ dre veajiñ, hag etretant e kenderc’his da verat e Pariz ken na voe kaset da benn ar pourchasoù diwezhañ, ha me kuit kerkent all !... & Ober e bourchas eus udb. : dont a-benn d'e gaout, ouzh e brenañ prl. An deiz ma tlee ober e bourchas eus an oan. 3. Tr. adv. E pourchas : prest. Ha bez' emañ pep tra ganeoc'h e pourchas ? Ar marv en deus e gavet e pourchas. En em zelc'her e pourchas. 4. Armerzh Lezenn ar pourchas hag ar goulenn : lezenn an nevid zo diazezet war goulenn an dud war kenderc'hadoù zo, hag ar prenañ anezho.

Ofis publik ar brezhoneg