1. Holen ennañ.
Dour sall. Sall eo ar c'hwezenn. Kemer holen ma n'eo ket sall a-walc'h.
&
Sall-brout, sall-put, sall-pik : sall-kenañ.
2. Bet sallet, a-benn e virout pelloc'h dh.
Kig-sall. Amanenn sall.
3. H.g.
(Boued) zo bet lakaet re a holen ennañ.
Blaz ar sall zo gant ar soubenn.
Eno eo e sav e grugell-vez, an dour sall o kaeañ tri zu anezhi, ma vez an den-meur, en e c’hourvez warnañ, luskellet noz-deiz gant mouezh voud ar mor en deus-hen, ar c’hentañ eus e ouenn, treizhet ha damesaet.
Eno eo e sav e grugell-vez, an dour-sal o kaea tri zu anezi, ma vez an den-meur, en e c’hourvez warnan, luskellet noz-deiz gant mouez-voud ar mor en deus-hen, ar c’henta eus e ouenn, treizet ha damesaet.
1923
Référence :
SKET
p.130
Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gant ar wallamzer ha kemmesket an dour-evañ a oa ennañ gant dour sall ar mor digaset dre an tarzhioù.
Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gand ar wall-amzer ha kemmesket an dour-eva a oa ennan gant dour sall ar mor digaset dre an tarziou.
1923
Référence :
SKET
p.110
amann sall
1931
Référence :
VALL
pg beurre (salé)
War al lec'hid sall-se e kresk unan eus gwez souezhusañ ar bed, ar paletuvez.