Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Holen ennañ. Dour sall. Sall eo ar c'hwezenn. Kemer holen ma n'eo ket sall a-walc'h. & Sall-brout, sall-put, sall-pik : sall-kenañ. 2. Bet sallet, a-benn e virout pelloc'h dh. Kig-sall. Amanenn sall. 3. H.g. (Boued) zo bet lakaet re a holen ennañ. Blaz ar sall zo gant ar soubenn.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

sall

1499
Daveenn : LVBCA p179

tonenn kig-sall

1499
Daveenn : LVBCA p179

harink sall

1732
Daveenn : GReg pg haran (Haran salé.)

amann sall

1732
Daveenn : GReg pg beurre (sallé)

sall

1850
Daveenn : GON.II pg salder, salded, sall

dour sall

1850
Daveenn : GON.II pg sall

Eno eo e sav e grugell-vez, an dour sall o kaeañ tri zu anezhi, ma vez an den-meur, en e c’hourvez warnañ, luskellet noz-deiz gant mouezh voud ar mor en deus-hen, ar c’hentañ eus e ouenn, treizhet ha damesaet.

1923
Daveenn : SKET p.130

Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gant ar wallamzer ha kemmesket an dour-evañ a oa ennañ gant dour sall ar mor digaset dre an tarzhioù.

1923
Daveenn : SKET p.110

amann sall

1931
Daveenn : VALL pg beurre (salé)

War al lec'hid sall-se e kresk unan eus gwez souezhusañ ar bed, ar paletuvez.

1985
Daveenn : DGBD p58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial