Tud Perroz n’oant ket evit dont war-eeun eus ar gêr, rak ul lastez soudarded, hanvet "garde-kot", leun a feiz fall, a fallagriezh hag a drubarderezh, deuet di, war o meno, evit difenn ar vro a-enep ar Saozon, ha ne raent nemet laerezh hag en em vezviñ, o divije buan o diskuilhet hag o c’haset d’ar marv.
Pa vezent paket, ar pezh ne c’hoarveze ket alies, rak ar Saozon a gav ivez mat o banne gwin-ardant, a reont "brandign" anezhañ, e vije dalc’het ar pezh a veze el lestr : ar vartoloded a-wechoù a veze lakaet un dervezh pe zaou er prizon, ha goude-se e teuent d’ar gêr evit mont adarre er sizhun war-lerc’h da ober ar memes tra.
Saozezed
Saozez
Saoz
Saozon
Souezhusoc'h eo c'hoazh traonienn Mor an Hanternoz. Dizoloet ez eus bet eno, n'eus ket gwall bell, ur steudad fozioù, a zo bet studiet gant ar Saozon da gentañ, ha neuze gant ar C'hallaoued ivez.
Ganet en ur c'horn-bro dudius, ma welen ac'hano tour Karaez, Vorgium gozh, koshañ kêr Argoad, baleet ganin war an hevelep douar a bleustras an drouized diwezhañ, an argadourien a stourmas ouzh ar Romaned, an Normaned, ar Franked hag ar Saozon, penaos ne vije ket bet leun ma fenn gant o eñvor pemdeziek ?
Digeriñ perzhier er rann-se eus ar bed ne deo ket eta ul labourig ; ar Saozon o deus koulskoude savet ur porzh bras e Takoradi, er Gold Coast (Aod an aour), dre ma oa moarvat al lec'h-se e gwasked Kap an Tri Fenn.
Eno ivez e c'houzañvont gant digresk ar goproù, an ezfredadurioù, ar c'hrennadurioù. Met pa ouzer pegen difrom e talont ouzh kement-se! N'eo ket eveldomp, o wastañ hag o tistrujañ Atena peogwir ez a droug ennomp. Ar Saozon a ya droug enne ivez met ne reont ket seurt traoù.