Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1931, 1943, 1985, 2015] Den eus Bro-Saoz. An traoù a drenkas etre an Amerikaned hag ar Saozon. 2. ISTOR Den eus ur boblad c'herman. Breizh-Veur aloubet gant ar Saozon.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

Saoz

1499
Daveenn : LVBCA p179

Saozoned

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Saux

Saoz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Saux

Saozon

1659
Daveenn : LDJM.1 pg anglois

Saozoned

1659
Daveenn : LDJM.1 pg anglois

Saozon

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

[Ar] Saozon a zoug peurvuiañ rochedoù flanella.

1732
Daveenn : GReg pg flanelle (Presque tous les Anglois porte des chemises de flanelle.)

Saoz

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

Saoz

1850
Daveenn : GON.II pg saoz

ar Saoz

1850
Daveenn : GON.II pg saoz

Saozezed

1850
Daveenn : GON.II pg saozez

Saozez

1850
Daveenn : GON.II pg saozez

e-metoù ar Saozon em eus e welet

1850
Daveenn : GON.II pg é-métou, émétou

Saoz

1850
Daveenn : GON.II pg saoz

Saozon

1850
Daveenn : GON.II pg saoz

ur Saoz

1850
Daveenn : GON.II pg saoz

ar Saozon

1850
Daveenn : GON.II pg saoz

Tud Perroz n’oant ket evit dont war-eeun eus ar gêr, rak ul lastez soudarded, hanvet "garde-kot", leun a feiz fall, a fallagriezh hag a drubarderezh, deuet di, war o meno, evit difenn ar vro a-enep ar Saozon, ha ne raent nemet laerezh hag en em vezviñ, o divije buan o diskuilhet hag o c’haset d’ar marv.

1877
Daveenn : EKG.I. p.97-98

Pa vezent paket, ar pezh ne c’hoarveze ket alies, rak ar Saozon a gav ivez mat o banne gwin-ardant, a reont "brandign" anezhañ, e vije dalc’het ar pezh a veze el lestr : ar vartoloded a-wechoù a veze lakaet un dervezh pe zaou er prizon, ha goude-se e teuent d’ar gêr evit mont adarre er sizhun war-lerc’h da ober ar memes tra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.18

Brezel gant ar Saozon, soudarded ’leizh ar c’hazarn, soudarded en-dro d’ar c’hanolioù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("ar Zaozon" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).

Hemañ en devoa graet (pet gwech !) tro ar bed ; henhont a oa bet o vrezeliñ en Indez ; ar glazard-mañ, leshanvet ar Prizonier, a oa bet, tri bloaz, er galeoù, gant ar Saozon, hag an hini tostañ dezhañ a zo o paouez erruout eus brezel an Amerik.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Saozezed

1931
Daveenn : VALL pg anglais

Saozez

1931
Daveenn : VALL pg anglais

Saoz

1931
Daveenn : VALL pg anglais

Saozon

1931
Daveenn : VALL pg anglais

Souezhusoc'h eo c'hoazh traonienn Mor an Hanternoz. Dizoloet ez eus bet eno, n'eus ket gwall bell, ur steudad fozioù, a zo bet studiet gant ar Saozon da gentañ, ha neuze gant ar C'hallaoued ivez.

1943
Daveenn : TNKN p28

Kavout a ran un azezenn etre ur marc'hadour hag ur Saozez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.129

Ac'hano, Yann ar Menn a fellas dezhañ kinnig an te, e-giz ar Saozon, en e gambr.

1944
Daveenn : EURW.1 p.165

An embregerezh diwezhañ a rejomp kent kimiadiñ diouzh Sant-Brieg a oa war ar sujed-mañ : « Kerzhout da Bontreo, evit stourm ouzh ur strollad Saozon « diskennet war an oad, o soñjal tapout Plourivo ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.198-199

Mes e vroadelezh, avat, en doa dalc’het dezhi ; ne oa ket ur Saoz, emezañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.103

Ganet en ur c'horn-bro dudius, ma welen ac'hano tour Karaez, Vorgium gozh, koshañ kêr Argoad, baleet ganin war an hevelep douar a bleustras an drouized diwezhañ, an argadourien a stourmas ouzh ar Romaned, an Normaned, ar Franked hag ar Saozon, penaos ne vije ket bet leun ma fenn gant o eñvor pemdeziek ?

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Digeriñ perzhier er rann-se eus ar bed ne deo ket eta ul labourig ; ar Saozon o deus koulskoude savet ur porzh bras e Takoradi, er Gold Coast (Aod an aour), dre ma oa moarvat al lec'h-se e gwasked Kap an Tri Fenn.

1985
Daveenn : DGBD p20

Eno ivez e c'houzañvont gant digresk ar goproù, an ezfredadurioù, ar c'hrennadurioù. Met pa ouzer pegen difrom e talont ouzh kement-se! N'eo ket eveldomp, o wastañ hag o tistrujañ Atena peogwir ez a droug ennomp. Ar Saozon a ya droug enne ivez met ne reont ket seurt traoù.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial