Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1659, 1732, 1850, 1867, 1897, 1931, 1944, 2015] Bro bennañ ar Rouantelezh-Unanet, e Breizh-Veur. [1659] Bro-Saoz. [1732] Parlamant eus a Vro-Saoz. [1732] Aet eo e kannadur e lez ar roue eus a vro-Saoz. [1850] Bro-Saoz zo bevennet a bep tu gant ar mor. [1850] Dileuret eo bet e Bro-Saoz. [1850] Da Vro-Saoz ez a. [1867] « Piv 'ta ne ve nec'het, / Ma ve, eveldon-me, kaset eus a bep bro, / Eus a Vro-Saoz, zoken, bro brasañ laeron zo ! » [1897] En Bro-Saoz, n’eus ket c’hoazh gwall bell, / Ur relijiuz, den santel / A vije meur a wech bep miz / Kaset da ober katekiz. [1931] Ilizourien Bro-Saoz. [1944] Ar prenestroù a zo evel re Vro-Saoz ivez. [2015] Ha faltaziañ a c'hellit ar pezh a c'hoarvezje e Bro-Saoz ma vije gwastet eno Trafalguar Square pe Oxford Street gant un nebeud drasterion evel ma vez dismantret gant hon re leurgêr Síntagma pe straed Stadíou ?

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

Bro-Saoz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg angleterre

Bro-Saoz

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

a Vro-Saoz

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

Bro-Saoz

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

Bro-Saoz

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

aet eo e kannadur e lez ar roue eus a vro-Saoz

1732
Daveenn : GReg pg ambassade

eus a Vro-Saoz

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

Parlamant Bro-Saoz

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

Parlamant eus a Vro-Saoz

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

yezh Bro-Saoz

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

Ne zebrer ket kalz a vara e Bro-Saoz.

1850
Daveenn : GON.II p.91, livre second, « On ne mange pas beaucoup de pain en Angleterre ».

dileuret eo bet e Bro-Saoz

1850
Daveenn : GON.II pg dileûri

Bro-Saoz a zo bevennet a bep tu gant ar mor.

1850
Daveenn : GON.II pg bévenni (L'Angleterre est bornée ou bordée de tous côtés par la mer).

Roue Bro-Saoz a zo klañv.

1850
Daveenn : GON.II p.60, livre second, "Le roi d'Angleterre est malade".

Bro-Saoz

1850
Daveenn : GON.II pg Brô-Zaoz (L'Angleterre. La Grande-Bretagne).

Da Vro-Saoz ez a.

1850
Daveenn : GON.II pg Brô-Zaoz (Il va en Angleterre).

Aet eo e kannadur da lez roue Bro-Saoz.

1850
Daveenn : GON.II pg kannadur (Il est allé en ambassade à la cour du roi d’Angleterre).

« Piv 'ta ne ve nec'het, / Ma ve, eveldon-me, kaset eus a bep bro, / Eus a Vro-Saoz, zoken, bro brasañ laeron zo ! »

1867
Daveenn : MGK p83

Ned’an ket da esa her c’hontañ deoc’h ac’hanon va-unan. Gwelloc’h e kavan lenn deoc’h al lizher a skrivas, war an dra-mañ, d’an Aotrou Floc’h, person Lesneven hag he ferson, a yoa, d’ar mare-se, e Bro-Saoz, abalamour m’en doa ranket kemeret an tec’h, dre an abeg n’en doa ket touet heuilh lezennoù dizoue ar republik : [...].

1877
Daveenn : EKG.I. p.185

Ha da belec’h mont nemet da Vro-Saoz, d’al lec’h m’oa aet dija meur a eskob ha meur a veleg ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.17

En Bro-Saoz, n’eus ket c’hoazh gwall bell, / Ur relijiuz, den santel / A vije meur a wech bep miz / Kaset da ober katekiz.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Ar goaperien, an teodoù fall a lavare « en stank ar vilin-avel » ; en gwirionez, o tont d’ar gêr eus a Vro-Saoz, evit dimeziñ da Janedig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("dimeï" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

iliz Bro-Saoz

1931
Daveenn : VALL pg anglicanisme

ilizouriezh Bro-Saoz

1931
Daveenn : VALL pg anglicanisme (doctrine)

ilizour Bro-Zaoz

1931
Daveenn : VALL pg anglican (subs.)

Bro-Saoz

1931
Daveenn : VALL pg Angleterre

Da 55°50' led Hz. ha war-hed 120 km. diouzh Bro-Saoz, avat, e kaver div foz dezho 159 ha 97 m. donder (87 ha 53 "fathom").

1943
Daveenn : TNKN p30

Ar prenestroù a zo evel re Vro-Saoz ivez [.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.175

Teñzor Beg-ar-C’hraneg, evit displegañ ar wirionez penn-da-benn, n’eo bet gwelet gant den, mes an holl a oar, e Lotei, ez eus eno, kuzhet e kalon an douar, arc’hant gwenn hag aour melen e-leizh, peadra da « zic’hleañ » Bro-Chall e-keñver Bro-Saoz hag an Amerik.

1944
Daveenn : ATST p.44

E 1164 e erruas e Bro-Spagn, e 1174 e Bro-Saoz en iliz-veur Canterbury, e 1209 e Bro-Alamagn.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Ha faltaziañ a c'hellit ar pezh a c'hoarvezje e Bro-Saoz ma vije gwastet eno Trafalguar Square pe Oxford Street gant un nebeud drasterion evel ma vez dismantret gant hon re leurgêr Síntagma pe straed Stadíou ?

2015
Daveenn : EHPEA p27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial