Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Eus Bro-Saoz, a denn da Vro-Saoz. Ar banniel saoz : gwenn, warnañ ur groaz ruz. Mezher saoz : danvez gloan aozet e Bro-Saoz. & Dre fazi Eus Breizh-Veur, a denn da Vreizh-Veur. Ar parlamant, ar gouarnamant saoz. 2. Gak pe besteod. Ar paotr a oa saoz un nebeudig. [1877] II. Stn. Termen a vez implijet da spizer en anvioù plant ha loened zo. Irvin-saoz, krank-saoz, grilh-saoz.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

langaj saoz

1732
Daveenn : GReg pg Angleterre

marc'h saoz

1732
Daveenn : GReg pg cheval (Anglois)

kezeg saoz

1732
Daveenn : GReg pg cheval (Anglois)

mezher saoz, mezher Hollandez, mezher Spagn, mezher Frank

1732
Daveenn : GReg pg drap (d'Angleterre, de Hollande, d'Espagne, de France)

fourmaj saoz

1732
Daveenn : GReg pg fromage (Fromage d'Angleterre.)

saoz

1850
Daveenn : GON.II pg saoz

Kerkent ha ma voe en em gavet dirazañ Dider Dindaon ha Fañch Vihan, Kolaig a c’houlennas diganto : — Da... da... da belec’h e... ez... it, gwazed ? Kolaig a yoa un tamm saoz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.182

saoz

1931
Daveenn : VALL pg anglais, bégue

E oa ouzh ma gortoz. En em vriata a rejomp, - ar pok kentañ bet pell a oa etre ur Breizhad gall hag ur Breizhad saoz – John ne oa ket uhel e vent.

1944
Daveenn : EURW.1 p.103

Diouzh tu ar merc'hed e oa kar Mamaino d'ar familhoù mpongwe, ha diouzh an tu all e vije a wad portugalat ha saoz, hervez.

1985
Daveenn : DGBD p46

E gwirionez, pell a vezañ heverk eus ar brasañ niver, ez eo kentoc'h penniliz Bro-Gernev ur savadur dioutañ e-unan, ur gwir gemberiad levezonioù liesseurt, gall evel-just da zigentañ, norman goude ha dreist-holl saoz evit echuiñ.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial