savet dreist ar re all
savet eo evit un all
savet
E tu-hont d'ar c'hambroù ha d'ar salioù bras [e]c'h aer enne 'vit dibriñ, pe 'vit skrivañ, pe 'vit ober un diskuizh, e zo amañ ur chapel vras hag ur chapel vihan : homañ 'zo savet enni ur vreuriezh a nevez zo 'vit diboaniañ an anaon : enni dreist-holl e plijo dimp mont da gaozeal gant an Ao. Doue.
Penaos ? Herri o tont en-dro ? Savet a varv da vev ? Pebezh burzhud ! !
An daou di a oa savet an eil e-kichen egile, ar pezh a oa un dra fall ; an dorioù a zegouezhe eeun-hag-eeun an eil dirak eben, ar pezh a oa falloc’h c’hoazh.
Un toull-bac'h ?.. Doue ra viro ! Ar c'hreñvlec'h savet gant an Aotrou evit e Zibabidi, ne lavaran ket.
Emichañs ez eus bet kalz gwellaenn e-keñver ar yec'hed, ha kalz muioc'h a vugale a c'hellfe bezañ bet ganet ha savet.
An daou varrekañ a oa Zavier Ralougou, ar c'hartennaouer, bet savet e mision Santez Anna ar Fernan Vaz a oa anezhañ ur c'hatolik gredus ; egile, Aoustin Osavou, a oa protestant, o tont eus mision Ngomo, war an Ogowe.
Savet eo an daol, lakaet an traoù warni, hag ar soubenn en asied.
Gwir eo ivez ez eo bet troet an tammig hent meinek a oa neuze da vont war du ar gwalarn en un hent-meur, da vihanañ betek an aerborzh bras a zo bet savet abaoe war al lerc'h ha ne oa nemet ur savanenn c'heotek o talvezout da dachenn-nijal d'ar mare ma oan diazezet e Louis.
"Savet em eus ma merc'h met biskoazh ne'm eus hi komprenet," emezi din etre div zifronkadenn. "Speredek eo, barrek, desket, met pa c'hortozer an nebeutañ e ra traoù hag a ziskar pep tra. N'eo ket ar wezh kentañ eo, met an hini washañ eo. Rak bremañ emañ o vont da foeltrañ he buhez."
Mots précédents
Mots suivants
savete