Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.
Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù ma spurmanter warno gwez siprez gweet ha krommet gant ar seizh avel war-du an donvor, evel tud a feiz daoubleget da drugarekaat an Aotrou Doue evit kened ur bed en deus bet ar vadelezh da grouiñ.
Mots précédents
Mots suivants
asez