Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an torosennadur) Kalz a zinaou ennañ. An hent a ziskenn a-serzh. Kouezhañ a ra an tornaod a-serzh war an draezhenn. Amañ eo a-serzh. [1954] Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù [...]. DHS. a-bik, a-blom, a-sonn. 2. MENTON. A-SERZH WAR : oc'h ober ur c'horn skouer gant (udb.). Div eeunenn a-serzh an eil war eben. DHS. a-skouer.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.

1943
Daveenn : TNKN p11

Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù ma spurmanter warno gwez siprez gweet ha krommet gant ar seizh avel war-du an donvor, evel tud a feiz daoubleget da drugarekaat an Aotrou Doue evit kened ur bed en deus bet ar vadelezh da grouiñ.

1954
Daveenn : VAZA p.139-140

Ofis publik ar brezhoneg