Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. A sav pe a ziskenn a-blom pe hogos a-blom. Tor serzh ur menez. Un diri serzh. Ur wrizienn serzh : a ya eeun hag a-blom en douar. B. Dre skeud. (db. an dud) 1. Eeun ha sonn. Aze e oa un den, serzh evel ur c'hefeleg. 2. Kreñv ha yac'h. Ar c'hozhiad-se zo serzh d'e oad. Ur plac'h serzh eo, sershoc'h eget he breur. 3. Skoet gant ar souezh. 4. (db. ul labour) Diaes da ober. HS. start, tenn. 5. (db. an avel) Kreñv, diaes mont a-benn dezhañ. 6. Dre let. Start (e-keñver skiant ar mad, en e emzalc'h). Un den reut ha serzh e benn, serzh en e vennad. II. Impl. da ak. Souezh. Ur serzh e voe dezhañ klevet ar c'heloù-se. & Tr. estl. Ar serzh ! : souezhusat tra !

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

serzh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg serz

serzh e benn outañ

1909
Daveenn : BROU p. 420 (roide, hautain)

avel serzh

1909
Daveenn : BROU p. 420 (vent haut)

serzh

1923
Daveenn : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "A pic".

Taolennet eo doue ar brezel gant ar Goraleted o vageañ al lenn-se hag o tigouezhout e-keñver ar voger rec’hier serzh ha menezioù a oa ouzh he bevenniñ diouzh tu ar sav-heol.

1923
Daveenn : SKET p.42

An aod anezhañ, uhel ha serzh, a zo toullet a gevioù don.

1924
Daveenn : SKET.II p.63

Dindan un tenn-saezh diouzh ar ribl, war an eil glann hag eben, e sav al leur war naou damblaen da gentañ, sershoc’h da c’houde, a-hed meur a lev, ken na zeu da beuzstekiñ ouzh bolz an neñv.

1924
Daveenn : SKET.II p.47

Mont a ri ganti en donvor oc’h ober hent ez eeun razout war-du ar c’hornog, e roud an heol, ken na zigouezhi gant un douar-bras meneziek, koadek, gouez, bevennet diouzh tu ar mor gant tornaodoù maen du, uhel, serzh, hep ouf, na traezh, na nep doare porzh ouzh o zreid.

1924
Daveenn : SKET.II p.37

Evel ur c’havrig e lamme war ar rec’hier sershañ, war lein ar c’hrec’hiennoù hag ec’h evezhie ac’hano red ar c’houmoul, fiñv al loar hag ar stered.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

An div c’hlann, oc’h uhelaat, a zeu roc’hellek, serzh, toullet a gevioù teñval m’en em daol drezo an dour en ur droenniñ ha ma klever o tifroñkal enno leñv an Islonk.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

serzh

1931
Daveenn : VALL pg abrupt, (d')aplomb, ardu (escarpé)

Evel ma c'heller gwelout war ar skeudennoù 10, 11 ha 12, e vez atav sersoc'h torioù an traoniennoù-se eget re an traoniennoù boutin.

1943
Daveenn : TNKN p56

Kaou ar Page a oa kreñv ha serzh : plijout a rae dezhañ e frankiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

An danvez-leaned a veze kaset, bep yaou, da dremen an deiz da vouster San-Miguel. En ur c'horn-tro eus an hent bras a ya, dre ur serz[h] a frailh er menez, diouzh Miranda da Haro, e kompezenn ar Rioja, emañ San-Miguel.

1949
Daveenn : SIZH p.52

En traoñ, e-harz mogerioù serzh ar manati, war skourr ur wezenn-ber, e kendalc’h an nozkaner, an eostig, gant e serenadenn.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Div dorgenn uhel ha serzh, evel n'eus ket kalz er vro-se, stank enni koulskoude ar c'haniennoù hag ar c'hrec'hiennoù, a zo da dreuziñ.

1985
Daveenn : DGBD p158

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial