Evel ma c'heller gwelout war ar skeudennoù 10, 11 ha 12, e vez atav sersoc'h torioù an traoniennoù-se eget re an traoniennoù boutin.
An danvez-leaned a veze kaset, bep yaou, da dremen an deiz da vouster San-Miguel. En ur c'horn-tro eus an hent bras a ya, dre ur serz[h] a frailh er menez, diouzh Miranda da Haro, e kompezenn ar Rioja, emañ San-Miguel.
En traoñ, e-harz mogerioù serzh ar manati, war skourr ur wezenn-ber, e kendalc’h an nozkaner, an eostig, gant e serenadenn.
Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.
Div dorgenn uhel ha serzh, evel n'eus ket kalz er vro-se, stank enni koulskoude ar c'haniennoù hag ar c'hrec'hiennoù, a zo da dreuziñ.
Mots précédents
Mots suivants
serzhañ