V.
I.
V.k.e.
A.
1. (db. an traezoù plat ha gwevn)
Dastum, plegañ e stumm ur roll.
Rollañ ur follenn baper. Rollañ ur pallenn.
2. Dre ast.
Punañ.
Rollañ ur gordenn.
B.
1. Lakaat, ouzhpennañ udb. war ur roll.
2. Ent strizh (db. an dud)
Enskrivañ ub. war roll izili ur gevredigezh, ur strollad pe un aozadur bnk.
3. Ent strizh
Lakaat ub. war roll an dud a vor.
Rollañ martoloded.
C.
1. Stagañ loened daou-ha-daou ; kabestrañ.
Rollañ div vuoc'h. Rollet en deus e gezeg.
&
(db. ar chas)
Stagañ war bouez ur roll (I D).
Rollañ chas.
2. Strobañ perlezennoù, greunennoù war un neudenn.
Rollañ ur chapeled.
D. Sankañ bord liñselioù ha pallennoù ur gwele dindan ar vatarasenn.
Rollañ ur gwele.
E. Gounez.
Tremen ar roll (I A 2) war an douar evit frikañ ar mouded, evit e bladañ.
II.
V.g.
Lakaat e anv war roll an dud a vor.
Rollañ a rez ganin ?
III.
V. em.
EN EM ROLLAÑ.
1. Enrollañ (II)
Pemzek mil den o deus dija en em rollet eno.
2. (db. ar c'herdin, ar funioù, h.a.)
En em zastum en-dro d'un ahel a dro warnañ e-unan.
3. (db. an dud)
Rodal, bragal.
Référence :
BROU
p. 398 (méza se dit surtout de la manipulation du beurre . Pour la pâte on dit Roll)
rollañ
rolla
1931
Référence :
VALL
pg accoupler, attacher
Al latar a astenne c'hoazh e zivaskell war ar gêr veuzet, ma lugerne ar c'hleuzeureier evel skarboukloù ; aet boud ha damvouget gant ar goabrenn-se, e kendalc'he buhez ar gêr da zibunañ dre ar balioù meur, en ur rollañ ha trouzal e doare un avel nerzhus.