1. Aet diouzh e rolloù.
An tapis-mañ ne chomo ket dirollet.
II. Dre skeud.
1. Na vezañ mestr warnañ e-unan.
En taol-mañ e oa dirollet : aet gouez gant ar gounnar.
2. Na zouj ket d'ar vuhezegezh vat.
Tud dirollet. Ur vro dirollet.
kunduiñ ur vuhez dizordren, direizh, dirollet, diboellet
cundui ur vuhez disordren, direiz, dirollet, diboellet
1732
Référence :
GReg
pg (mener une vie) débordée
bugale direoliet, dirollet
bugale direolyet, dirollet
1732
Référence :
GReg
pg (de bons) enfans (libertins)
dirollet
1850
Référence :
GON.II.HV
pg dirollet (Dévergondé, celui qui se livre à un libertinage scandaleux. Incohérent, qui manque de liaison).
Dirollet-bras e oa e c'herioù.
Dirollet brâz é oa hé c'herioù.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg dirollet (Ses paroles étaient fort incohérentes).
— Kivoron, ar c’habiten Jaouen a zo bet a-zindan meur a daol-amzer ; meur a wech en deus gwelet ar mor-bras dirollet evit her lonkañ. Ha klevet ec’h eus en defe biskoazh bet aon ?
— Kivoron, ar c’habiten Jaouen a zo bet azindan meur a daol amzer ; meur a veach en deuz guelet ar mor braz dirollet evit her lounka. Ha klevet ec’h euz en defe biskoaz bet aoun ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.214
Er sizhun diwezhañ, ar mor a oa dirollet.
Er zizun diweza, ar mor a oa dirollet
1906
Référence :
KZVR
Niv. ar 16 a viz Kerzu
Ha dre-holl ar mor, ar mor a-wechoù madelezhus, karantezus evel ur bugelig, peurliesañ rust ha dirollet.
Ha dre-holl ar mor, ar mor a-wechou madelezus, karantezus evel eur bugelig, peurpliesa [sic, "peurliesa"] rust ha dirollet.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("peurliesa" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).
A-wechoù all, dirak ar mor dirollet, war e spered en em skigne ul lizenn, ur vrumenn a velkoni, ha neuze, goustadik, e fredone ur sonig bennak klevet gantañ en ti-nezañ, hag homañ dreist ar re all : [...].
A-wechou all, dirag ar mor dirollet, war e spered en em skigne eul lijenn, eur vrumenn a velkoni, ha neuze, goustadik, e fredone eur zonig bennak klevet gantan en ti-nean, hag homan dreist ar re all : [...].
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.974 (Even 1924)
Spontet mik gant an nec'hamant / Rak an Ankoù ken dizamant / A zo kiriek d'am chalamant, / Aon da vervel zo dirollet / 'Barzh ma c'herc'henn ken pennfollet : / Ha dre-se, kure, ' vi kollet.
Spontet mik gant an nec'hamant / Rak an Ankou ken dizamant / A zo kiriek d'am chalamant, / Aon da vervel ' zo dirollet / Barz ma c'herc'henn ken pennfollet : / Ha dre ze, kure, ' vi kollet.
1960
Référence :
PETO
p39-40
Pa'm boa lavaret dezhi ne oa ket er gêr e oa dirollet da ouelañ.