Pellgargañ ar gerioù kar a-ziroll dirollañ dirollidigezh rollañ
dirollet
dirollet
dirollet
Krignet e vezen dalc’hmat gant an doan, ar glac’har pe ar spont ; ne baouezen ket d’ober gwad fall ha tremen a raen gant hanter-voued [hanter voued], kement ha ken bihan ma teuas an hini-gozh, gant an druez he devoa ouzhin, a-benn d’ober d’an den dirollet se plegañ d’he c’hoant : « Da viz here, emezi, kerkent ha ma tigoro adarre ar c’hloerdi, kaset e vo ar paour kaezh minor-mañ da Landreger ha menel a raio di [sic] da gousket ».
Rankout a raen er mare-mañ treiñ kein d’ar mor, rak va bagig am boa da levial war un mor ken dirollet ha ken kriz all, ar bed a-bezh, met da vihanañ ne vijen ket va-unan war vourzh peogwir e oa tu-hont, ouzh va c’hortoz [sic, gortoz] e Moskov ar vaouez a garen hag e oan karet ganti.
Pa'm boa lavaret dezhi ne oa ket er gêr e oa dirollet da ouelañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dirollidigezh